Category

Brezhoneg / Articles en Breton

Category

Dalc’hmat e vez teir pe peder maouez kondaonet evit bezañ bet oberiant e ETA e toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon.

Er mizioù kent e oa bet aozet da skouer meur a vanif pe tolpadeg dirak mogerioù ar prizon se evit goulenn groñs ma vije dieubet Lorentxa Guimon.

Abaoe miz Mae ez eo en em gavet ur gatalanez etre mogerioù an toull-bac’h zo a dreñv da di-gar Roazhon, Marina Bernado Bonada hec’h anv ( 40 vloaz eo ).

Evel ha c’henvroadez Dolores Lòpez Resina ( Lola ) bac’het en hevelep lec’h e oa bet oberiant e unan eus komandoioù katalan an aozadur dizalc’hour euskarat e derou ar bloavezhioù 2000 e Barcelona.

Meur a gatalan zo bet bac’het evit an hevelep abegoù en daou du deus ar pireneoù. Ne vir outo da embann ez int a orin eus ar broioù Katalan ha perzh deus ar stourm a zieubidigezh vroadel en o bro orin ivez.

Un aozadur anvet « Rescat » zo bet savet a-ratozh evit harpañ anezho er broioù Katalan, lidañ a ra ar bloaz e 15 vloaz a labour evit difenn gwirioù an etrebroadelourezed katalan bet toullbac’het evit o stourm kengred gant an Euskariz. Perzh eo Rescat deus kernurzhierezh an tu-kleiz dizalc’hour er broioù Katalan. An div blac’h a chom perzh eus EPPK ( strollad prizonidi bolitikel Euskal Herria ).

12871467_559304500908547_6382315421441415397_n

Bep bloaz da vare gouel broadel Katalonia  e miz Gwengolo e vez aozet ur vanifestadeg evit goulenn groñs e vefent distaoliet tro-dro d’ar ger-stur “Amnistia” e straedoù Barcelona ha meur a goulzad kengred gante a vez kaset a-benn e pep korn ar broioù katalan abaoe 15 vloaz.

Ma fell deoc’h skrivañ da VMarina :Marina Bernado Bonada  – 8613 ha da zDolores Lòpez Resina Lola (7 075) CP. 18 bis, rue de Châtillon B.P. 3107 35031 Roazhon Cedex