Category

Brezhoneg / Articles en Breton

Category

Ar wech paseet e oa bet lakaet ar gaoz ganin war ganedigezh Stourm ar Brezhoneg (1984). An dro-mañ e vo kinniget deoc’h ur pennad diwar-benn Skol an Emsav hag a oa er bloavezhioù 1970 ur gevredigezh stourm sevenadurel birvidik-birvidik.

Back to the seventies neuze !

Unknown - Unknown - 3781331019_775c112d99_o« Skol an Emsav he deus kroget da labourat tri bloaz zo bremañ. Loc’het eo diwar intrudu ur bagadig stourmerien e dibenn ar bloavezh 1969. Da ziazez eo bet laket da gentañ : n’hon eus netra da c’houlenn ouzh ar galloud sujer e Breizh, hogen da labourat drezomp hon-unan, kas ar stourm war-raok war an dachenn, sevel ur framm diforc’h diouzh ar galloud gall hag a vo hini an Emsav, da lavarout eo pobl Vreizh o stourm evit he frankiz. Ar pezh a zo da ober eta eo kontañ war hon nerzh hepken ! » (1)

Pondi. 26 a viz Du 1972. Tangi Louarn a gemer ar gaoz da geñver un emvod publik aozet gant Skol an Emsav, Emgleo Breiz ha Kuzul ar Brezhoneg. Evit ar wech kentañ en em ziskouez Skol an Emsav gant strolladoù sevenadurel breizhek all e-kerzh un darvoud foran. Meur a wech all a deuio da c’houde ma vo gwelet ar gevredigezh o kemer perzh er stourmoù sevenadurel ha politikel a lak Breizh ar c’houlz-se da virviñ.

1972. Ur bloavezh a stourmoù sokial garv, bloavezh prosez an FLB dirak Lez-varn Surentez ar Stad, bloavezh « azginivelezh ur bobl » evel a lavar Jean-Pierre Le Dantec. Kichen-ha-kichen en em gav ar gwenn-ha-du hag ar banniel ruz. Emañ broadelouriezh Vreizh o vont da vat war an tu kleiz. Derc’hel a raio d’hen ober a-hed ar bloavezhioù 1970.

Skol an Emsav, un elfenn eus an argerzh-se ? Hep mar ebet. En tu kleiz emañ mennozhioù ar gevredigezh ha merkañ a ra hec’h amzer gant he oberoù liesseurt evit kas ar brezhoneg war-raok : aozañ kentelioù-noz e-leizh, stajoù e kêr pe war ar maez, embann e brezhoneg, aozañ gouelioù, kemer perzh mod pe vod er stourmoù sokial diniver a c’hoarvez penn-da-benn d’ar vro, hag e-giz-se ober eus ar yezh benveg ar stourm pemdez evit cheñch an traoù.

« Nac’het eo bet pobl Vreizh dre ziskar ar brezhoneg ; ar brezhoneg a vo evidomp arm an dispac’h brezhon ! » (1)

4604437861_a23beddc7b_oSkol an Emsav, hirie kreizenn kelenn brezhoneg d’an dud deuet, a oa da vat er bloavezhioù 1970 ur gevredigezh stourm sevenadurel oberiant-oberiant. Diwar labour Skol an Emsav ez eus diwanet forzh traoù hag a zo bremañ sichennet mat e bed ar brezhoneg. Daoust ha n’eo ket div vaouez eus Skol an Emsav da skouer a zo kaset da Euskadi e miz C’hwevrer 1977 evit gwelet penaos ec’h a en-dro ar skolioù euskarek ? (2) Daoust ha n’eo ket asambles gant tud Skol an Emsav e vo savet, ur frapadig goude, ar skolioù Diwan ?

Ar gelaouenn Bremañ, « benveg-stourm-kelaouiñ evit ar vretoned », a oa bet lañset e 1980 gant an dud a rae war-dro « Rann an embann » e-barzh Skol an Emsav ivez.

Ganedigezh Skol an Emsav

Diwar un disrann diouzh ar « strollad politikel » Emsav Stadel Breizh (ESB), deut war wel e 1967, e oa bet ganet Skol an Emsav. ESB a oa dioutañ ur framm politikel en doa da bal sevel ur « Stad Vrezhon » a vije ar brezhoneg ar yezh ofisiel enni. Liammet e oa ESB gant Strollad an Deskadurezh Eil Derez (SADED), ur framm savet e 1963 a oa e vennad sevel « ur c’helennerezh brezhonek a live gant ar c’hlasoù dibenn-studi hag ar bloavezhioù kentañ skol-veur ». Al labour studi ha preder kaset da benn gant an daou framm-se a veze embannet e-barzh ar gelaouenn bolitikel Emsav :

« Ar gelaouenn-mañ zo enta hini al labourerion o deus staget a-zevri da sevel ar Stad Vrezhon. Ur gelaouenn bolitikel eo, ha war un dro benveg da stummañ ar re a sammo ar c’hargoù ponner a fizio enno pobl Vreizh war hent hec’h adsav. » (3)

E 1969 e c’hoarvez un darzhadenn e diabarzh ESB. An darn vrasañ eus ar stourmerien ac’h a kuit deus ar strollad evit mont da grouiñ Emsav ar Bobl Vrezhon (EBV), ur framm politikel, ha Skol an Emsav, tonket da vezañ framm kelenn an emsav nevez-se. E penn EBV ha Skol an Emsav e kaved tud deus ar remziad kozh evel Youenn Olier, met ivez tud yaouank evel Lena ha Tangi Louarn. Bep an tammig ec’h aio EBV da zizeriañ ha ne chomo ken nemet Skol an Emsav, lusket gant ar re yaouank. D’ar c’houlz-se e kroge an emsaverien yaouank da bellaat diouzh mennozhioù strizh an Emsav hengounel ha da zigeriñ ar stourm evit ar brezhoneg. Gwall vras e oa deut ar frailh da vezañ etre raktres politikel al luskad ESB-SADED ha tro-spered ar remziad brezhonek nevez-se a oa en em gavet e skolioù-meur Breizh goude miz Mae 1968. Kement a skeudennaouiñ an troc’h-se, setu un trakt a oa bet skignet gant ESB e skol-veur Roazhon e miz Mae 1969 :

Trakt Mae 1969 E.S.B.

E miz Mae e voe skignet e diabarzh Skol-veur Roazhon un trakt gallek embannet gant E.S.B.

Setu an destenn vrezhonek anezhañ :

Brezhoneg ha Deskadurezh Vroadel.

Derou an emgann evit Breizh zo distruj ar Stad c’hall e Breizh hag he binvioù-mestroniañ. Ar Skol-veur c’hall eo abaoe ur c’hantved pennañ benveg arallekadur ar bobl vrezhon. Dre zistruj ar Skol-veur c’hall e Breizh e tremen hent an dieubidigezh evit ar bobl vrezhon.

Lakaat yezh ar bobl vrezhon er Skol-veur c’hall zo kement ha
– sankañ ar bobl vrezhon en trap trevadennel,
– distreiñ Breizhiz diwar hent an dispac’h,
– tennañ digant ar brezhoneg e ster dispac’hel.

Hent dieubidigezh ar bobl vrezhon a dremen dre grouidigezh armoù he dieubidigezh ha da gentañ dre an Deskadurezh Vroadel vrezhon. Lec’h ar brezhoneg zo, en Deskadurezh Vroadel vrezhon, hini ur benveg dispac’hel galloudus ha diziouerus. Kement a denn da lemel pe da guzhat e zremm dispac’hel gant ar brezhoneg zo ur skoilh ouzh an Emsav-dieubiñ (4).

P1030668

Kleiz ha Breizh

Skol an Emsav a oa dezhi, adalek ar penn kentañ, un emzalc’h politikel didro, broadelour ha tost-tost eus mennozhioù an tu kleiz pellañ :

« Ni a fell deomp ec’h adsavfe hor pobl. Adsevel pobl Breizh a dalv evidomp diskar ar gapitalouriezh ha sevel en hor bro ha gant pobloù all ar bed ar sokialouriezh a roy an tu da bep hini da vout mestr war e vuhez ha da bep pobl d’en em ren hec’h-unan ». (5)

Ur strollad stourm hollvrezhonek a oa Skol an Emsav hag en deus nac’het a-hed ar wech ober un troc’h etre ar stourm sevenadurel hag ar stourm politikel. Evit stourmerien ha stourmerezed Skol an Emsav e oa ret stourm evit kas ar brezhoneg war-raok, n’eo ket e forzh peseurt kevredigezh da zont, met en ur gevredigezh ma vije ar vretoned dieub war an dachenn vroadel koulz ha war an dachenn sokial.

P1030684

« Arabad deomp eta skoazellañ da zerc’hel bew an diforc’h « sevenadurel ≠ politikel ». Gant peb ober kevredigezhel ez eus ur ster politikel : d’an hini a ra anezhañ eo da c’houzoud ha da ziskouez ar ster-se, n’eo ket da dud ispisializet war an doare da varn an traoù. Diazez an demokratelezh e seblant bezañ. » (6)

« Gouest eo ar strolladoù sevenadurel (darn anezho da vihanañ) da gaout un emzalc’h politikel. Red eo diskouez zoken, ez eo ar stourm sevenadurel un engouestladur politikel. Ne ranker ket lezel ar c’hudennoù politikel, a zo kudennoù an holl, gant tud na rafent « nemed » politikerezh. Gwelloc’h eo broudañ ar re a zo e strolladoù politikel da zont da ren un darn eus o stourm e-barzh an aozadurioù sevenadurel. » (7)

« Disklêriadurioù politikel » a veze graet gant Skol an Emsav pa gave dezhi he devoa da reiñ he soñj war ar pezh a c’hoarveze er vro. « Diskar Lez-varn Surentez ar Stad » a faote dezhi hag ivez « didoullbac’hadeg an holl brizonidi vreizhat karc’haret e Paris e anv an FLB » (8). D’ar c’houlz-se ne oa ket dibaot gwelet stourmerien sevenadurel pe bolitikel, sindikalisted, dastumet gant ar polis pe evezhiet a-dost. A-blam da se he devoa Skol an Emsav kemeret perzh er c’huzulioù enep ar gwaskerezh diouzhtu pa oant bet savet, evit souten Kaou Puillandre e 1974 (goude afer Roc’h Tredudon) hag e-barzh ar c’hCOBAR (comités bretons anti-répression) adal miz Here 1975 (9).

Bremañ, Meurzh-Ebrel 1980 (n°0)Petra oa meno Skol an Emsav diwar-benn ar feulster politikel ? « Ar stad c’hall hag ar vourc’hizelezh a zo kiriek diouzh ar feulster. Arabat kondaoniñ an dud a ra an taolioù, daoust ma n’omp ket a du gant an doare-se da stourm » (10). Ur gemenadenn a-enep ar moustrerezh a zo sinet gant Skol an Emsav e fin ar bloavezh 1976, a-gevret gant ar PSU, UL CFDT Kemper, LCR, Bretagne révolutionnaire, CRIN Bro Vigoudenn, Kuzul difenn Ti Vougeret, MRJC ha FASAB da heul ur wagenn c’houlennata ha furchal graet gant ar polis (11). Un nebeut mizioù araok, e miz Gwengolo, e oa tarzhet Yann-Kêl Kernalegenn gant e vombezenn. Hennezh a oa e penn an aferioù diabarzh e Skol an Emsav abaoe miz Kerzu 1975. Edo o labourat a-youl vat evit ar gevredigezh abaoe pemp bloaz e kreizenn Kemper.

Embannet e oa bet ur gemennadenn gant Kuzul Ren Skol an Emsav d’ar 16 a viz Here 1976 : « Skol an Emsav a sav a-enep da bolitikerezh ar galloud a redi ar Vretoned da zivroañ evit kavet labour hag a lak an traoù en ur stad ken spontus ma ziwan ar feulster. Skol an Emsav a sav a-enep da ziskleriadurioù digiriek tud ‘zo o klask troiñ an emsaverien trema ar feulster ha lakaat an dud da grediñ e c’hello ar bombezennoù kas stourmoù Pobl Vreizh war-raok. Skol an Emsav a ziskler start ne vo nemet dre emskiantekaat ha dre en em sevel asambles e c’hello labourerien Vreizh trec’hiñ war gorvoerezh ar gapitalouriezh hag an drevadennouriezh. » (12)

Kelenn brezhoneg

E-barzh un toullad stourmoù sokial e kemere perzh ar gevredigezh. « E-barzh ar manifestadegoù en-dro d’al lanv du (Brest), eneb d’ar c’hreizennoù nukleel (Naoned), evid Bro Naoned e Breizh (Sant-Nazer) » ; « SAE zo aet zoken d’ober war-dro ur stourm eneb an adlodennañ e Plonevez ar Faou » (13). Kreizenn Skol an Emsav Naoned a gemer perzh e aozadur Gouel an Unvaniezh (25/04/1976), « manifestadeg-bobl evid unanidigezh melestradur Breizh ». Met stourm kentañ ar gevredigezh a oa kelenn brezhoneg.

Sevel kreizennoù « e pep lec’h e Breizh, e kement kêr, bourk, pe garter » a felle da Skol an Emsav ober ha bezañ « dre ar brezhoneg, ar penn araok stourmoù pobl Vreizh enep ar c’horvoerezh hag ar gwaskerezh, evit he frankiz, gant ar strolladoù hag ar sindikadoù a zo ouzh he difenn. » (14)

« Mennad Skol an Emsav eo ober eus ar brezhoneg ur yezh kevredigezhel evit ur bobl mestrez eus he buhez » (15). Kelenn a-youl vat, skignañ brezhoneg ha broudañ an dud da adperc’hennañ ar yezh, setu an traoù pennañ a veze kaset da benn gant Skol an Emsav er bloavezhioù 1970. Bep sizhun e veze graet kentelioù brezhoneg gant kreizennoù SAE un tamm pep lec’h e Breizh : « Chaque semaine, 150 cours sont ainsi assurés par les différents centres et dans de multiples équipements, très souvent municipaux » eme Yves Gegou e fin ar bloavezhioù 1970 (16).

Daoust-hag ez eus bet kement-se a dud o peurzeskiñ ar yezh hag o tont da vezañ brezhonegerien glok a-drugarez sa-se ? Stourmerien Skol an Emsav o doa savet ar goulenn outo o-unan dija  : « ar skol eo he deus distrujet ar brezhoneg, red eo saveteiñ hemañ dre ar skol met ur skol vroadel, ha setu SAE : ur framm kelenn. Petra eo efedusted ar framm kelenn-se e lec’h n’eus koulz lavared nemet kelennerien a youl vad hep stummadur ? Aes eo muzuliañ an efedusted : pegement zo deuet a-benn da zeskiñ brezhoneg diwar an holl a zo deuet da gentelioù SAE ? N’eus ket kalz. » (17) Ur sell rust rak memes ma ne oa ket direbech an doare da gelenn moarvat, eo bet a-bouez-ruz ar c’hentelioù-noz evit kizidikaat an dud hag adtommañ anezhe ouzh ar brezhoneg.

Kalz a stajoù a veze aozet gant Skol an Emsav ivez : stajoù hollvrezhonek, stajoù divyezhek, stajoù-hañv, stajoù da goulz vakañsoù pask, « krash-kaozioù » (kentelioù d’an daoulamm), stajoù evit ar vugale, stajoù labour war ar maez (e Plouared da skouer). E-pad ur prantad ez eus bet savet stajoù gant harp ar gevredigezh Brezhoneg Yezh Vew a oa diouti e bro Leon. Ar stajoù a oa ur mod da genderc’hel gant ar c’hentelioù brezhoneg a veze graet a-hed ar bloaz, un doare ivez da « emskiantekaat » an dud, da dostaat anezhe ouzh ar politikerezh (devezhioù-studi a veze graet), hag ivez da zaremprediñ troc’herien-buzhug ar vro pa veze graet stajoù labour war ar maez : « e darempred bemdez gant ar beizanted : n’eus ket gwelloc’h skol evid ar brezhoneg yac’h ; n’eus ket gwelloc’h doare da anavezout diaesterioù labourerien douar hor bro » (18).

KDSK_SAE_Lodad01B0163

Ar skolioù brezhonek

E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e komañs tud Skol an Emsav d’ober anv eus ur raktres sevel skolioù brezhonek. Da goulz devezhioù-studi e Landerne (27-30 a viz Kerzu 1975) ec’h embann ar stourmerien « disentez start SAE da sevel ikastolaoù da vad (…) unan eus an oberoù hon eus da sevel eo bremañ. Pouezus-tre eo ma fell deomp mont war-raog en hor stourm » (19). E miz Mae 1976, e-kerzh an Dael (emvod-meur), e tiviz ar stourmerien « lakaat sevel skolioù brezhoneg da bal pennañ SAE » ha « klask, war verr dermen, sevel skolioù evit ar re vihan, ha war hir dermen, o stankaat hag o diorren ». Talvoudus eo gwelet penaos ez a war-raok ar raktres. Da gentañ e faot d’ar stourmerien aozañ ur staj evit gouzout diwar betore pennaennoù sevel ar skolioù-se. Broudañ a reont an dud da zegas d’ar staj « diverradurioù diwar levrioù Freinet, kelaouennoù o tiskouez skolioù ar broioù sokialour, levr « Bugale dieub Summerhill » hag all… » (20).

Nebeut amzer goude ez eus kaset div stourmerez da Euskadi evit studiañ mont en-dro ar skolioù euskarek : « Daou ezel eus S.A.E. a yay d’ober ur veaj studi da Vro Euskadi evid studiañ penaos e ya en dro ar « Skolioù a re vihan » du-hont. Divizet eo bet gant ar Poellgor Seveniñ e yafe A.ar Beg hag A.V. Chapalain. Pemp devezh a bado an droiadenn (7.12 a viz C’hwevrer) » (21). Pemzektez warlerc’h ez eo ganet Diwan : « E penn kentañ miz meurzh eo ganet « Diwan » ur gevredigezh he fal ober war dro bugale vihan e brezhoneg. Anvet eo bet Gweltaz ar Fur da brezidant. » (22). Dindan un nebeut mizioù e teu Diwan da vezañ unan eus stourmoù izili Skol an Emsav. D’ar Yaou 24 a viz Du 1977 ez eus aozet ur fest-noz skoazell e Roazhon a vod un 800 den bennak. E miz Genver 1978 e tigor skol Diwan Roazhon.

Gouel ar brezhoneg

« Gouel ar brezhoneg » zo unan eus an traoù pennañ a oa bet graet gant Skol an Emsav ivez. Er bloaz 1974 e oa bet savet gant aozadurioù sevenadurel breizhek all (Ar Falz, Brezhoneg Yezh Vew) ha kinniget evel-mañ : « Ur gouel eo, hollvrezhonek. Arouez eus youl labourerien Vreizh da vevañ en o bro, arouez o youl ivez da lârout o soñj evel ma karont, hag er yezh a zo o hini » (23). E Gwengamp e oa bet dalc’het ar bloaz kentañ, e Kastell-Paol e 1975, e Pont ‘n Abad e 1976, e Karaez e 1977, e Zinzag Lokrist e 1978, er Roc’h Derrien e 1979, e Plabenneg e 1980 hag e Douarnenez er bloaz 1981.

p-002248

 ***

Un guchenn  vat a dud o deus hirie ur pouez bras pe vrasoc’h er bed sevenadurel pe bolitikel « breizhek » a zo bet o stourm e-barzh Skol an Emsav. N’eo ket un degouezh moarvat m’emañ an dud-se el lec’h m’emaint. Ur gwir levezon a zo bet gant Skol an Emsav e-barzh an Emsav e-pad un toullad bloavezhioù. Forzh tud a zo bet « stummet » dre ar stourm o deus bet kaset e-barzh ar gevredigezh hag ar c’hargoù o deus sammet enni. Ur bern tud bet o kas o zammig stourm e Skol an Emsav, en ur vont a-wezhoù e-maez al lezenn, a zo bremañ o labourat evit ar brezhoneg e-barzh ur stern ensavadurel hag ofisiel.

Setu ho peus bet un tañva eus pezh a oa Skol an Emsav er bloavezhioù 1970. Met kalz a draoù a vefe da lâret ouzhpenn, sur-tre !

Tomaz L.J., studier war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2.

***

(1) Skol an Emsav n°1, C’hwevrer 1973.

(2) Ar Fulenn (kelaouenn diabarzh) n°20, 5 a viz C’hwevrer 1977.

(3) Emsav n°1, Genver 1967.

(4) Emsav n°30, Mezheven 1969.

(5) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981 (dielloù SAE).

(6) Ar Fulenn n°3, 6 a viz Du 1975.

(7) Ar Fulenn n°2, 23 Here 1975.

(8) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(9) Tudi Kernalegenn, Drapeaux rouges et gwenn-ha-du, p.126, Editions Apogée, 2005.

(10) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(11) Ar Fulenn n°17, 1añ a viz Kerzu 1976.

(12) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(13) Ar Fulenn n°38, 6 a viz Ebrel 1978.

(14) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(15) ibid.

(16) Yves Gegou, « Skol an Emsav. L’école de la résistance », Autrement « Bretagne », Mezheven 1979.

(17) Ar Fulenn n°10, 29-30 a viz Mae 1976.

(18) Ar Fulenn n°12, 20 a viz Gouere 1976.

(19) Ar Fulenn n°5, 10 a viz Genver 1976.

(20) Ar Fulenn n°18, 15 a viz Kerzu 1976.

(21) Ar Fulenn n°20, 5 a viz C’hwevrer 1977.

(22) Ar Fulenn n°23, 12 a viz Ebrel 1977.

(23) Bremañ n°0, Meurzh-Ebrel 1980.