Statuts / Statudoù

Télécharger les statuts en français au format PDF : Statuts fr

Pellgargañ ar statudoù e brezhoneg er mentrezh PDF : Statudoù bzhg

Statudoù, reolennadur ha disklêriadur diazez

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh

Mellad I – Palioù politikel

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a zo ur strollad politikel a ginnig aozañ ar Bretonezed hag ar Vretoned a-benn labourat a-stroll evit dizalc’hiezh Vreizh ha gant ar c’hoant krouiñ ur gevredigezh dieub eus kement doare korvoerezh. Emañ o soñj sevel an unvez pobl etre ar re o deus an interest da gemm ar framm ensavadurel evit gwellaat o framm buhez demokratel evit an dizalc'hiezh hag ur gevredigezh gengred. Evit hen ober e labouro ar strollad war dachenn foran ar stourmoù pobl ha war an dachenn ensavadurel.

Mellad II – Identelezh politikel

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a zo perc’henn war glad ideologel an tu kleiz dizalc’hour breizhek dindan forzh peseurt stumm e korf an dek-vloaziadoù tremenet. Ne lavar ket ar strollad bezañ e-unan gant an arc’hadur broadel. Derc’hel a ra kont eus bezañs aozadurioù all a labour ivez evit gwirioù pobl Vreizh evit an em dermeniñ. Klask a raio, hep dinac’h e identelezh, labourat gant an nerzhioù-se da geñver kevelerezhioù digevezerezh a-benn labourat evit lakaat ur galloud politikel Breton evit an em dermeniñ hag ar justis sokial. Graet e vo gant ma vo bet asantet gant ur c’henurzierezh broadel en a-raok. Klask a raio labourat ha derc’hel an diviz gant ar re a zo evit un emdroadur ensavadurel e Breizh hag ar justis sokial, gant strolladoù c’hwec’hkornel hag europeat ivez. Lavarout a ra e gengred gant an holl bobloù a stourm evit o dishualidigezh sokial ha broadel hag a en em spis evel etrebroadelour hag enep-impalaerour. Lavarout a ra e c’hoant da labourat kengred gant ar re a stourm e Breizh, er C’hwec’hkorn, en Europa hag er bed evit ar frankizioù foran hag a-enep an urzh surentez ha milourel.

Mellad III – Ekologiezh politikel

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a lavar en un doare splann bezañ evit an ekologiezh politikel, ha n’haller ket bezañ digevredet eus an emgann breton evit an demokratelezh lec’hel ha krouidigezh ur gevredigezh reizh war an dachenn sokial. Kemer a ra perzh e krouidigezh doareoù ekonomikel nevez a dorr gant ar patrom frankizour a zistruj ar bevliesseurted hag a lak en arvar dazont ar blanedenn a verr dermen. Lavarout a ra ar riegezh stroll, re wir, eus broad Vreizh war he danvezioù naturel : an dour, an douar, an avel hag an danvezioù dindan-zouar. Stourm a ra a-enep an holl raktresoù diorren a lak hor planedenn en arvar, evel an nukleel foran ha milourel pe an OGK.

Mellad IV – Gwir ar maouezed

E Breizh hag e lec’h all, e vez c’hoazh lakaet ar maouezed da gaout ur roll dindan war an tachennoù sokial ha politikel. Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a lavar neuze e gengred, da geñver labour oberiant e stourmerien d’an emgann enep-seksist hag evit ingalded ar maouezed.

Mellad V – Brezhoneg

Yezh vroadel pobl Vreizh eo ar brezhoneg. Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a labouro neuze evit ma vefe ofisiel ha normalizet implij ar brezhoneg war dirriegezh broadel Breizh. Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a anavez liesseurted yezhoù Breizh hag ar gwir o devez holl ar yezhoù-mañ da vezañ eztaolet, pa vefent enbroet pa a orin eus Breizh (gallaoueg). Ar gallaoueg, a zo anezhañ un elfenn bennañ eus identelezh Breizh, a rank bezañ kaset war-raok ha difennet e kement lec’h ma ‘z eus ur goulenn sokial. Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a implij ar muiañ ar gwellañ ar brezhoneg en e droioù kehentiñ diabarzh an aozadur hag evit e zarempredoù gant an dud.

Mellad Vl – Unvez tirriegel

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a adlavar emañ Bro-Naoned e Breizh. Sevel an unvez broadel eo hor pal hep dispartiañ eus ar stourm evit ur galloud politikel e Breizh. War an dachenn stourm-se kenkoulz ha war dachenn ar stourmoù pobl evit an endro, gwirioù ar maouezed, stourm evit ar yezh, Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a labouro da gentañ evit lakaat e plas frammoù dibar a roio an dro da enbarzhiñ ar muiañ a hiniennoù da geñver an disentidigezh foran a-stroll hep lakaat ar stourm ensavadurel a-gostez. War an dachenn sokial e ped ar strollad e izili d’en em aozañ gant sindikadoù stourm a anavez gwir pobl Vreizh d’en em dermeniñ.

Mellad VII – Gwir al labourerien, Gwirioù demokratel, Gwirioù denel

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a ya enep, dre an ober foran : -       d’ar Stad C’hall a zinac’h hon identelezh hag a lak an dizingalded sokial ha korvoadur al labourerien da badout. -       En ur hetiñ ma vefe skoulmet darempredoù doujus hag heson etre holl bobloù Europa hag ar bed, Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a nac’h ar raktres impalaerour Europat a nac’h evit poent hor gwirioù broadel ha sikour ar preizherezh neveztrevadennel hor planedenn. -       d’an nerzhioù sokial ha politikel a greñva ar statut quo ensavadurel e Breizh dre o oberiantizoù hag o c’homzoù. -       d’an nerzhioù politikel ha sokial a lak aesoc’h ar c’horvoadur hag ar vestroni sokial. -       d’an nerzhioù politikel a bron ar ouennelouriezh, an estrengasoni, an enepyuzeviezh, an heñvelgasoni. -       d’an nerzhioù politikel a bron forzh peseurt doare gwallziforc’h, peurgetket a-enep ar maouezed. Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a beg ouzh pennaennoù gwir ar pobloù d’en em dermeniñ, gwir ingalded an holl vroadoù daoust d’o ment, evel m’eo bet sammet e-pad pell gant an emsav sokialour bedel. Dre se ne c’hell ket ar strollad SSB mont da gred gant : -       Distruj perzhioù yezhel ha tiriadel dibar pobl Vreizh koulz ha nac’h he istor. -       Kement politikerezh tagus a-enep pobloù all ; skoulmañ a ra Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh liammoù gant aozadurioù par d’hon hini tro dro d’ar bed ha dreist holl gant ar re a stourm er broadoù dindan vestroni bro C’hall. -       Ar mennozhioù a sav a-enep hag a lak ar minorelezhioù hag ar c’humuniezhoù a-gostez. -       Kement prezegenn diwar-benn mestroniezh ar redoù poblañs a lak aesoc’h ar gomzoù a-enep an enbroidi. -       Ar prezegennoù diwar-benn ar fed eo divankapl an dizingalded sokial.

Mellad VIII – Emezeladur

Hiniennel eo an emezelañ da vBreizhistance – Strollad Sokialour Breizh. Dieub eo pep stourmer da vont davet un tuadur pe krouiñ unan. Ar re a anavez hag a sin statudoù an aozadur, ha forzh petra e vefe o orinoù, a zo ezel dre wir. Ma c’houlenn ur strollad stourmerien pe un aozadur emezelañ da vBreizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh e ranko neuze an emelezadur bezañ asantet gant un div drederenn eus ar stourmerien, paeet o skodenn ganto, a gemer perzh pe dileuriet da vare ar c'hendalc’h broadel. Ne c’hall ket goulenn emezelañ : -       Ar re a stourm pe a zo ezel d’ur strollad politikel all. -       Ar re oberiant en ur framm sañset dindan guzh -       Izili an nerzhioù ac’hubiñ ha/pe kastizañ.

eil-Mellad VIII – Forc’herezh, digargiñ

Evit bezañ ezel da vBreizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh eo ret lenn ha sinañ ar statudoù-se. Evit emezelañ eo ret goulenn ha bezañ paeroniet gant daou ezel paeet o skodenn ganto. Rankout a ra an emezeladur-se bezañ kadarnaet gant sekretour broadel an aferioù diabarzh. Ma ne vez ket doujet ar statudoù gant unan bennak pe ma sav emzalc’hioù a-enep palioù ar strollad gant unan bennak e c’hell pep hini goulenn ma vefe skarzhet un ezel pe ur stourmer. Goulennet e vo ar forc’herezhioù dre skrid gant ar framm hag ar stumm raktreset gant ar statudoù. Ar glemmerien a skriv da sekretour an aferioù diabarzh gant un eilskrid evit sekretour ar poellgor lec’hel. Divizet e vo gant ar burev dre ar muianiver. Ur galv a zo posupl da vare ar C'hendalc’h broadel a ziviz ma’z eus ezhomm dre vuianiver ar stourmerien a gemer perzh pe dileuriet. Da viken eo neuze ar forc’herezh.

Mellad IX – Kemm ar statudoù

Gallout a ra ar statudoù-mañ bezañ kemmet nemet dre votadeg un div drederenn eus an izili, paeet o skodenn ganto tri miz araok bezañ bodet er C'hendalc’h broadel.

Mellad X – Mareadegezh ar C’hendalc’hioù broadel

Dalc’het e vez Kendalc’hioù Broadel Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh bep bloaz estreget ma vez dalc’het ur C'hendalc’h dreistordinal hag a c’hell bezañ galvet gant goulenn dre skrid un div drederenn eus an izili paeet o skodenn ganto abaoe tri miz da vare m’eo bet graet ar goulenn. Dalc’het e vez ar C'hendalc’h dreistordinal ur mizvezh d’ar muiañ goude m’eo bet graet ar goulenn. Evezhiañ a ra ar burev broadel hag-eñ e vez lakaet da dalvezout ar baridigezh Gwaz / Maouez er strollad pe e-barzh forzh peseurt ensav ar strollad.

Mellad XI – Titl an aozadur

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh eo titl an aozadur. Kement kemm anv pe teskanv a rank tremen dre votadeg un div drederenn eus an izili paeet o skodenn ganto abaoe tri miz hag a gemer perzh pe zo dileuriet er C'hendalc’h.

Mellad XII – Despizadur an heñchadurioù strategel

Divizet e vez heñchadurioù strategel Breizhistance - Strollad Sokialour Breizh da vare ar C’hendalc’hioù. Ar mellad heñchadur hollek asantet da vare ar C'hendalc’h a zo troidigezh al linenn vuianiverel hag a zo an dibab difennet a-wel d’an holl gant an izili.

Mellad XIII – Ar poellgorioù

Framm diazez Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh eo ar poellgor. Ar gwirioù hag an deverioù a zo ar memes re evit an holl izili eus an holl boellgorioù. Evit krouiñ ur poellgor eo dav kaout 3 ezel dre ret. N’haller ket bezañ ezel eus meur a boellgor. Rankout a ra sekretour ar poellgor sevel un danevell goude pep emvod ha kas anezhañ da sekretour an aferioù diabarzh. Ar c'hargoù teñzorer ha sekretour a zo kargoù melestradurel nemetken, hag a c’hell bezañ echu gant goulenn un div drederenn eus izili ar poellgor. Emveliek eo ar poellgor war an traoù a sell ouzh an obererezhioù lec’hel ha savboentoù lec’hel ar poellgor gant doujañs ouzh : -       ar statudoù -       an heñchadur hollek divizet da vare ar C'hendalc’h a-raok.

Mellad XIV – Ar Burev broadel

Ar Burev broadel a zo ennañ : -       Div vMouezh aotreet (e karg eus an dileuriañ foran) -       Daou sekretour (e karg eus ar mont en-dro diabarzh, eus ar c’henurzhierezh hag eus evezhiañ ar poellgorioù)   -       Un Teñzorer hag e eiler (e karg eus an teñzorerezh broadel)   -       Ur sekretour evit an darempredoù etrebroadel ( e karg eus an darempredoù gant ar strolladoù war an dachenn etrebroadel)   -       Daou sekretour evit an aferioù diavaez (e karg eus an darempredoù gant ar strolladoù breton ha gall e Breizh).

Mellad XV – Roll ar burev broadel

Gervel a ra ar burev broadel ar c’hendalc’hioù broadel, aozañ a ra ar prantadoù stummañ, degemer a ra ar skodennoù, ober a ra war dro sevel ha skignañ ar c’hannadig diabarzh. Treuzkaset e vez ar c’hannadig d’ar poellgorioù, reiñ a ra ur rentañ-kont resis eus buhez an aozadur. Dre ret ha miziek eo skignañ ar c'hannadig-se.

Mellad XVI – Kendalc’hioù broadel

Dalc’het e vez gant Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh ur c'hendalc’h bep bloaz d'an nebeutañ. Dalc’het e vez ur c’henurzhierezh broadel bep tri miz. Rankout a ra bezañ amañ un dileuriad eus ar burev koulz ha dileuridi ar poellgorioù lec’hel. Digor int d’an holl re a bae o skodenn. Kenurzhierezhioù broadel dreistordinal a c’hell bezañ outo, galvet gant ur poellgor pe ar burev, diouzh ar c’heleier.

Mellad XVII – Arc’hant

Arc’hant an aozadur a vez degemeret gant :
  1. Skodennoù an izili
  2. An dastumadoù foran
  3. An donezonoù
  4. An arc’hant degemeret a-drugarez d’ar gouelioù, da werzhioù ar c’hazetennoù stourmer pe skoroù.
Pep ezel a c’hell gwelet ar c’hontoù en ur ober ur goulenn evit-se. 10 euro bep miz eo koust ar skodenn, nemet ma vez roet un disdalc’h gant teñzorer ar poellgor.

Mellad XVIII – Stummadur

Div elfenn diazez eus ar strollad eo ar stummadur politikel ha pleustr ar brezhoneg. Ur gwir hag un dever eo evit pep stourmer labourat evit deskiñ, gwellaat ha kompren gwelloc’h ar yezh. Ur gwir hag un dever eo evit pep stourmer labourat evit deskiñ, gwellaat ha mestroniañ an holl vinvioù politikel. Evit tizhout ar palioù-se e vo gant ar strollad ar peadraoù-se :
  1. Stajoù
  2. Dafar skrivet, skridoù, levrioù
  3. Implij an holl varregezhioù diabarzh pe diavaez
  4. Digoradur lec’hioù ha salioù

Mellad XIX – Dilennadegoù ha respetoù dilenn

Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh a harpo dreist-holl ar c'houlzadoù gant dodennoù kentoc’h broadel pe lec’hel. Servijout a ra an dilennadegoù da lakaat war wel savboentoù ar strollad evit emdroadur ensavadurel Breizh hag evit souten ar pobloù a stourm. Kinniget e vo danvezioù bewech pa vo divizet eo ret ober. Pa ne vo kinniget danvez ebet e vo displeget savboent ar strollad. Sammet e vez koust ar c’houlzadoù d’an dilennadegoù lec’hel gant ar poellgorioù lec’hel o-unan. Gallout a reont goulenn memestra ur skoazell arc’hant d’ur poellgor pe da vBreizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh.

Mellad XX – Kehentiñ foran

A-benn brudañ savboentoù Breizhistance – Dizalc’hiezh ha Sokialouriezh e vo implijet an doareoù-mañ : 1 – Emvodoù kelaouiñ 2 – Pennadoù ha kemelladennoù evit ar c’hazetennoù hag ar c’helaouennoù. Gallout a ra pep ezel goulenn gant ar burev ; da viken eo ali ar burev. 3 – Un organ kelaouiñ dibar lakaet dindan giriegezh ur poellgor skridaozañ dibabet da vare ar C'hendalc’h broadel hag evezhiet gant ar burev broadel. 4 – Un organ kelaouiñ war ar genrouedad anvet Breizhistance TV ha blogoù lec’hel. 5 – Dafar bruderezh dindan evezh ar burev broadel evit ar c'houlzadoù broadel ha dindan evezh ar poellgorioù evit ar c'houlzadoù lec’hel.  

Statuts, règlement et déclaration de principe

Breizhistance – Indépendance et Socialisme

Article I – But politique

Breizhistance – Indépendance et Socialisme est une formation politique qui se propose d’organiser les  Bretonnes et les Bretons afin d’œuvrer collectivement pour l’indépendance bretonne dans la perspective de l'édification d'une société débarrassée de toutes les formes d'exploitations. Il entend construire l’unité populaire entre tous ceux et celles qui ont intérêt à changer de cadre institutionnel pour améliorer leur cadre de vie démocratique, l’unité populaire pour l’indépendance et une société solidaire. Pour ce faire il s’attelle à travailler sur le terrain public des luttes populaires et sur le plan institutionnel.

Article II – Identité politique

Breizhistance – Indépendance et Socialisme assume le patrimoine idéologique de la gauche indépendantiste bretonne sous toutes ses formes et dénominations au cours des dernières décennies. Il ne prétend pas à l’exclusivité de la revendication nationale. Il prend donc en compte l’existence d’autres organisations se revendiquant des droits du peuple breton à disposer de lui-même. Il cherchera, sans renier son identité, à travailler avec ces forces dans le cadre de partenariats non concurrentiels afin d’œuvrer afin d’œuvrer à la mise en place d’un pouvoir politique breton  pour l’autodétermination et la justice sociale. Ceci ne pourra se faire qu’après l’aval d’une coordination nationale. Il cherchera à travailler et à maintenir le dialogue  avec tous ceux et celles qui sont pour une évolution institutionnelle en Bretagne et la justice sociale y compris au sein des partis politiques hexagonaux et européens. Il affirme sa solidarité avec l’ensemble des peuples  qui luttent  pour leur émancipation sociale et nationale et se définit comme internationaliste et anti-impérialiste. Il affirme vouloir travailler en solidarité avec ceux et celles qui luttent en Bretagne, dans l’hexagone, en Europe et dans le monde pour les libertés publiques et contre l’ordre sécuritaire et militariste.

Article III – Ecologie politique

Breizhistance – Indépendance et Socialisme se prononce clairement pour l’écologie politique, indissociable du combat breton pour la démocratie locale et la construction d’une société socialement juste. Il participe à élaborer des alternatives économiques rompant avec le modèle libéral qui ruine la biodiversité et met en danger à court terme l’avenir de la planète. Il affirme la souveraineté collective,  indiscutable et inaliénable de la nation bretonne sur ses ressources naturelles : l’eau, la terre, le vent et les ressources souterraines. Il combat tous les projets de développement qui mettent en danger notre planète, comme par exemple le nucléaire civil et militaire ou les OGM.

Article IV – Droit des femmes

En Bretagne comme ailleurs, les femmes continuent à être reléguées à un rôle inférieur socialement et politiquement. Breizhistance – Indépendance et Socialisme affirme en conséquence sa solidarité, dans le cadre d'une participation active de ses militants, au combat antisexiste et égalitaire des femmes.

Article V – Langue bretonne

La langue bretonne est la langue nationale du Peuple Breton. Breizhistance – Indépendance et Socialisme œuvrera donc à l’officialisation et à la normalisation effective de la pratique de la langue bretonne sur le territoire national breton. Breizhistance Indépendance et Socialisme reconnaît la diversité linguistique de la Bretagne et le droit à l'expression de toutes ces langues quelles soient immigrées ou de Bretagne (gallo). Le gallo, qui est un élément essentiel de l’identité bretonne, doit être promu et défendu partout où il existe une demande sociale. Breizhistance – Indépendance et Socialisme utilise donc  le plus possible la langue bretonne dans ses moyens de communication à l'intérieur de l'organisation et dans ses contacts publics.

Article VI – Unité territoriale

Breizhistance – Indépendance et Socialisme réaffirme le caractère breton du pays nantais. Notre objectif est de construire l’unité territoriale sans jamais la dissocier du combat pour un pouvoir politique breton. Sur ce terrain de lutte comme sur les terrains de luttes populaires pour l’environnement, les droits des femmes, le combat linguistique, Breizhistance – Indépendance et Socialisme œuvrera en priorité à la mise en place de structures spécifiques permettant d’impliquer le plus d’individualités possibles dans le cadre de la désobéissance civile collective sans négliger la lutte institutionnelle. Sur le terrain social il invite ses adhérents salariés à s’organiser syndicalement dans des syndicats de lutte, reconnaissant le droit peuple breton à l’autodétermination.

Article VII – Droit des travailleurs, Droits démocratiques, Droits Humains

Breizhistance – Indépendance et Socialisme s'oppose par l'action politique publique à : - L'Etat Français qui en plus de nier notre identité nationale fait perdurer l’inégalité sociale et l’exploitation des travailleurs. -Tout en souhaitant la mise en place de rapport harmonieux et respectueux avec l’ensemble des peuples de l’Europe et du monde, Breizhistance – Indépendance et Socialisme rejette le projet impérialiste européen qui nie pour l’instant nos droits nationaux et contribue au pillage néocolonial de la planète. - Aux forces sociales et politiques qui par leur activité et leurs propos renforcent le statut quo institutionnel en Bretagne. - Aux forces politiques et sociales qui par leur activité favorisent et renforcent l'exploitation et la domination sociale. - Aux forces politiques qui prônent le racisme et la xénophobie, l’antisémitisme, l’homophobie. - Aux forces politiques qui prônent toute forme de discrimination, notamment contre les femmes. Breizhistance – Indépendance et Socialisme adhère aux principes du droit des peuples à disposer d’eux même, aux droit à l ‘égalité absolue entre les nations quelques soit leur taille,  tels qu’ils ont été longtemps assumés par le mouvement socialiste mondial. Et à ce titre il ne peut cautionner : - La destruction des caractères linguistiques et territoriaux spécifiques au peuple breton tout comme la négation de son histoire. - Toute politique d’agression dirigée contre d’autres peuples ; Breizhistance – Indépendance et Socialisme entretient donc des liens avec des organisations similaires à la notre de part le monde et en priorité avec celles luttant dans des nations sous domination française. - Toute mise à l’index d’une communauté et/ou minorité. - Tous discours sur la maîtrise des flux migratoires, qui favorisent les propos anti-immigrés en général. - La justification du caractère inéluctable des inégalités sociales.

Article VIII – Adhésions

L'adhésion à Breizhistance – Indépendance et Socialisme est individuelle, libre à chaque militant de rejoindre une tendance exprimée ou de procéder à sa création. Sont membres de plein droit celles et ceux, quelle que soit leur origine, qui en manifestent le souhait sur la base de la reconnaissance et la signature des statuts de l'organisation. Si un groupe de militants, ou une autre organisation demandent l'adhésion à Breizhistance – Indépendance et Socialisme, il est acquis que l'intégration doit recevoir l'accord des deux tiers des militants à jour de leurs cotisations depuis au moins trois mois présents ou représentés en congrès national. Ne peuvent demander leur adhésion : - Les personnes actives ou simples adhérents au sein d’un autre parti politique. - Les personnes actives au sein d'une structure dite clandestine. - Les membres des forces de répression et/ou d'occupation.

Article VIII–bis – Exclusions, révocations

L'adhésion à Breizhistance – Indépendance et Socialisme suppose la lecture et la signature des présents statuts. Pour adhérer il faut en faire la demande et être parrainée par deux militants à jours de cotisation. Cette adhésion doit être validée par le secrétaire national aux affaires intérieures. En cas de non-respect des statuts ou de comportements allant à l’encontre des objectifs de la formation politique, chacun peut demander l’exclusion d’un adhérent ou militant. Les exclusions sont demandées par écrit dans le cadre et les formes prévues par les statuts. Les plaignants déposent par écrit auprès du secrétaire aux affaires intérieures avec copie au secrétaire de comité local. C’est le bureau national qui tranche à la majorité. Un appel est possible lors du Congrès annuel qui tranche si besoin à la majorité des voix des militants présents ou représentés. L’exclusion prend alors  un caractère définitif.

Article IX – Modification des statuts

Les présents statuts ne peuvent être modifiés que sur le vote des deux tiers des adhérents à jour de leurs cotisations trois mois avant de se réunir en congrès national.

Article X – Périodicité des Congrès nationaux

Les Congrès Nationaux de Breizhistance – Indépendance et Socialisme se tiennent tous les ans, à l'exception des Congrès Exceptionnels qui peuvent être convoqués sur la demande écrite du tiers des adhérents à jour de leurs cotisations depuis au moins trois mois au moment de la déposition de la demande. Le Congrès Exceptionnel se déroule un mois au maximum après le dépôt de la demande.

Article XI – Intitulé de l’organisation

L'intitulé de l'organisation est : Breizhistance – Indépendance et Socialisme. Tout changement de nom ou de sigle nécessite obligatoirement le vote des deux tiers des adhérents à jour de leurs cotisations depuis au moins trois mois, présents ou représentés en Congrès.

Article XII – Définition des orientations stratégiques

Les orientations stratégiques de Breizhistance – Indépendance et Socialisme sont arrêtées en congrès. La motion d'orientation générale adoptée lors du congrès reflète la ligne majoritaire, elle est l'option défendue publiquement par l'ensemble des adhérents.

Article XIII – Les comités

Le comité est la structure fondamentale de Breizhistance – Indépendance et Socialisme. Les droits et les devoirs sont les mêmes pour tous les adhérents de tous les comités. Pour créer un comité il faut obligatoirement trois adhérents. On ne peut adhérer à plusieurs comités. Le secrétaire de comité doit rédiger à chaque réunion un procès-verbal et en envoyer un double aux secrétaires nationaux aux affaires intérieures. Les fonctions de trésorier et de secrétaire sont uniquement administratives, il peut y être mis un terme à la demande des deux tiers des adhérents du comité. Le comité est souverain dans tout ce qui concerne les activités et prises de positions à caractère local dans le respect : - des statuts - de l'orientation générale définie par le précédent congrès.

Article XIV – Le bureau national

Le bureau national est composé de : - Deux Porte-paroles (en charge de la représentation publique) - Deux  secrétaires (en charge du fonctionnement interne et de la coordination et du suivi des comités) - Un Trésorier et son suppléant (en charge de la Trésorerie nationale) - Un secrétaire aux relations internationales (en charge des relations avec les partis à l’international) - Deux secrétaires aux relations extérieures (en charge des relations avec les partis bretons et français en Bretagne)

Article XV – Rôle du bureau national

Le bureau national convoque les congrès nationaux, organise les cycles et sessions de formation, centralise les cotisations, assure la production et la diffusion d'un bulletin interne. Le bulletin interne est transmis à tous les comités, il donne un compte rendu précis de la vie de l'organisation sous tous ses aspects. Sa parution est obligatoire et mensuelle. Le bureau national veille à l’application de la parité homme/femme en son propre sein et dans toute autre instance représentative du mouvement. Le bureau national tient une réunion une fois par mois et plus au besoin.

Article XVI – Congrès nationaux

Breizhistance – Indépendance et Socialisme tient au moins un  congrès par an. Une coordination nationale a lieu tous les trois mois. Doivent y être présent un représentant du Bureau ainsi que les représentants des comités locaux. Elles sont ouvertes à tous les cotisants. Des coordinations nationales extraordinaires appelées par une section ou le bureau peuvent avoir lieu en fonction de l’actualité.

Article XVII – Finances

Les finances de l'organisation sont obtenues par: 1 - Le produit des cotisations des adhérents 2 - Le produit des collectes publiques 3 - Les dons 4 - Le produit des fêtes, des ventes de la presse militante, ou de supports. Les comptes de l'organisation sont accessibles à tout membre en faisant la demande expresse. La cotisation minimum est fixée à 10 euros par mois, sauf dérogation du trésorier de section.

Article XVIII – Formation

La formation politique et la pratique de la langue Bretonne sont deux éléments fondamentaux de Breizhistance – Indépendance et Socialisme. C'est un droit et un devoir pour tout militant que de travailler à l'acquisition, l'amélioration et la compréhension de sa langue. C'est un droit et un devoir pour tout militant que d'acquérir, d'améliorer et de maîtriser tous les outils politiques. Pour parvenir à ces objectifs le mouvement se dote de tous les moyens nécessaires : 1- Tenues de stages 2 - Circulation de brochures, textes et livres 3 - Utilisation de toutes les compétences internes ou externes 4 - Ouverture de locaux

Article XIX – Elections et mandats électoraux

Breizhistance – Indépendance et Socialisme privilégie les campagnes thématiques nationales ou locales. Les élections servent à renforcer et à faire connaître les positions du mouvement en faveur de l’évolution institutionnelle de la Bretagne et pour soutenir les luttes du peuple. Il présentera des candidats chaque fois qu'elle le jugera nécessaire. En cas de non présentation, la formation rendra publique sa position. Le coût des campagnes aux élections locales est assumé par les comités locaux eux-mêmes. Ils peuvent toutefois faire une demande de soutien financier à un autre comité ou à Breizhistance – Indépendance et Socialisme.

Article XX – Communication publique

Afin de faire connaître ses positions par les moyens suivants Breizhistance – Indépendance et Socialisme communiquera par : 1 - Les conférences de presse. 2 - La rédaction et la parution d'articles, de communiqués de presse. Tous les adhérents peuvent en faire la demande auprès du bureau national dont l'avis revêt un caractère définitif. 3 - Un organe de presse spécifique placé sous la responsabilité d’un comité de rédaction désigné en congrès national  et contrôlé  par le bureau national. 4 - Un organe de presse sur internet intitulé Breizhistance TV et de blogs locaux. 5 - La production de matériel de propagande sous le contrôle du bureau national pour les campagnes nationales et sous contrôle des comités pour les campagnes locales.