Tag

Anjela Duval

Browsing

Sed aze anv an dastumad testennoù bet strollet gant e vignoned 40 vloaz goude marv Yann-Kel Kernalegenn. Ar studier, ezel eus Skol An Emsav ha perzh eus an FLB-ARB a varvas trumm pa ‘oa o lakaat ur vombezenn a darzhas re abred, evit taliñ ouzh an arme gall e Breizh.

Charlie Grall, pennaozer gouel al levrioù e Karaez, prezidant Skoazell Vreizh ha bet kamarad da Yann-Kel en deus graet war-dro embann al levrig-se. Evit tizhout an embanner (Spered Gouez) e c’heller mont e darempred gant Emglev bro Karaez.

yannkel


40 vloaz goude an 29 a viz Gwengolo 1976 e chom kizidik-kenañ c’hoazh ar gouli evit tud zo eus ar vro. 40 vloaz goude marv Yann-Kel Kernalegenn war dachenn kamp Ti Voujeret, ne zisoñjer ket ar stourmer ezel eus an FLB, nag ar mignon, nag an dud a oa tost outañ. Adembann a reomp lod eus e skridoù dastumet ar wech kentañ gant e vignoned, un nebeut amzer goude darvoudoù mantrus kamp Ti Voujeret. Moullet int bet gwechall a-drugarez da « Komz hag arz breizhek » ar gevredigezh hag a embanne ar gazetenn Yod kerc’h. Ur pennadig a gont darvoudoù nozvezh kamp Ti Voujeret.
Ral a wech ur stourmer a zo bet ken enoret ha Yann-Kel Kernalegenn gant kanerien, sonerien pe barzhed eus Breizh. Ar re vrudetañ : Stivell, Glenmor, Gwernig, Anjela Duval, Denez Abernot… o deus savet diwar-benn paotr an FLB kanaouennoù, tonioù, barzhonegoù… fromus-tre an aliesañ. Kinnig a reomp un nebeud deusouto