Tag

Candidaturas d’Unidad Popular

Browsing

Un toullad a strolladoù dizalc’hour deus Europa ar c’hornog a zo aet da La Habana da rentañ enor da Fidel Castro, evel m’o deus graet kalz a aozadurioù araokour ha dispac’hour deus ar bed a-bezh evit obidoù penn-bras komunourien Kuba.
Setu m’eo bet gwelet Nicolas Maduro e penn ar Venezuela hag ar bolivianad Evo Morales e La Habana, da skouer.
Kement-mañ zo bet graet gant Gerry Adams eus ar strollad republikan iwerzhonat Sinn Fein. Evel holl skourrioù deus familh republikan e strollad en deus kanet meuleudioù al leader maximo a zo chomet e kalon republikaned an enezenn c’hlas pa oa bet unan eus ar re nemeto war an dachenn etrebroadel o reiñ sikour d’ar brizonidi politikel o devoa yunet betek ar marv e toulloù-bac’h Thatcher.

ur blakenn e koun Bobby Sands hag e gamaladed e Kuba

Dilennidi ar c’hCUP (Candidaturas d’Unidad Popular) o deus tapet ar c’harr-nij da vont etrezek Kuba ivez evit reiñ da c’houzout e chome Fidel ur skouer evit dizalc’hourien Katalounia hag evit kas o salud dispac’hour hag etrebroadelour da bobl Kuba. En o zouez e ranker ober anv eus Anna Gabriel Sabaté, kannadez ar c’HCUP e parlamant Barcelona.

Evel e Katalounia, ur wezh gouvezet e oa aet Fidel da anaon ez eus bet kalz a vanifestadegoù , bras a-walc’h evit lod, e straedoù Bro-Euskal e koun stourmer meur Kuba. Fellout a rae da Arnaldo Otegi, penn Bildu (tu-kleiz dizalc’hour bro-Euskal) mont da La Habana ivez da baieañ dlee ideologel paotred ha merc’hed Euskadi dieub ha sokialour da Fidel Castro ha d’e vroad. Ur wezh degouezhet e aerborzh Miarritze n’en deus ket gellet Otegi pignat e bourzh an nijerezh kar en deus nac’het ar Stadoù-unanet e tremenje a-us d’o ziriad ur c’harr-nij ennañ un den bet kondaonet evit “sponterezh” eveltañ (bet eo d’ar prizon div wezh evit ETA hag evit e labour e penn Batasuna). Pilpous a-walc’h eo, pa ouezer o deus klasket servijoù kuzh ar Stadoù-Unanet lazhañ Fidel ur 638 gwezh bennak ! Un 20 euskarad bennak oberiant e ETA o dije kavet repu e Kuba  etre ar bloavezhioù 1970 hag hiziv-an-deiz.

 galiza

Stank eo bet e Galiza ar c’hemennadennoù hag an tolpadegoù da gimiadiñ diouzh dispac’hour ar Sierra Maestra, moarvat stankoc’h eget e kornioù all eus Stad Spagn kar e oa tad Fidel a orin eus Galiza. E unan eus an dibunadegoù bet dalc’het e Sant-Jakez ez eus bet huchet “Bevet Kuba ha Galiza Sokialour !”. N’eo ket souezhus e vije tomm Kuba ha Fidel da galon dizalc’hourien Galiza kar ez eo er vro-se e oa bet krouet ar strollad broadelour kentañ gant divroidi eus Galiza hag e chom Kuba skouer ar vroad vihan ,bet un drevadenn, a zo deuet a-benn d’en em zieubiñ eus krabannoù Madrid.