Tag

divroidi

Browsing

Niverenn nevez ar gazetenn [harz] labour skignet e-kerzh manifestadeg ar 26 a viz Gwengolo e Roazhon…

en dro-mañ :

  • Taol-Stad ha rezistañs er Burkina Faso
  • Dielfennañ pezh a vez lâret war an “divroidi”
  • Aet ar maout gant tud ar ZAD

 

Nouveau numéro d’[harz] labour, diffusé à l’occasion de la manif du 26 septembre dernier à Rennes…

au programme :

  • Coup d’État et résistance au Burkina Faso
  • Analyse du discours sur les “migrants”
  • Victoire des zadistes

Un niverenn all ‘vo ‘benn fin miz Here, e brezhoneg tout !

Da heul galv Ada Colau (Maerez Barcelona) he doa kinniget e vije lakaet kêrbenn Katalounia da lec’h bod evit ar repuidi a zegouezh ez niverus e Kornog Europa, en deus Joseba Asiron (Maer Irunea/Pamplona e Bro-Euskal ha dizalc’hour anezhañ) roet da c’houzout e oa laouen d’ober kement all e kêr brasañ Navarra.

An daou dilennad, evel maerez Madrid, a fell dezho strollañ nerzhioù o c’humun a gevred gant skiant prenet ar c’hevredigezhioù arbennik evit skoazell ar repuidi hag en em harpañ war brokusted o annezidi.

Er stad c’hall e krog un dornad dilennidi da studial un doare d’ober kement all, evit poent e Breizh e c’hortozer c’hoazh un intrudu damheñvel. Marteze a-walc’h e kredje da skouer Nathalie Appéré (maerez Roazhon) en em zislavarout oc’h embann e vije tomm da lakaat Roazhon da gêr repu p’emañ hi o klask skarzhañ divroidi Somalia eus o c’hamp bet staliet gante e-pad an hañv e park ar “Gayeulles”.

Padal e vije aes a-walc’h da sevel ur rouedad kerioù kengred dasparzhet war Vreizh a-bezh evit degemer ar repuidi a glask pellaat diouzh ar brezelioù ha deus ar baourentezh. N’eus ket ezhomm evit en ober eus aotre ebet roet gant Pariz.

Dizalc’hourien an tu-kleiz o deus dibabet treiñ e brezhoneg ur skeudenn a weler kalz war ar genrouedad hag er sportvaoù evit adembann n’eo ket kontrol ar stourm evit frankiz hor bro, hor yezh gant ar c’hengred a dleomp d’ar repuidi a gaver stank war an hentoù.

Un doare simpl da reiñ da c’houzout ivez d’hon dilennidi eo poent bras heuliañ skouer Barcelona hag Irunea !

Frank a wirioù an hini eo ! Skignit ! Pegit ! Ha deuit e darempred ganeomp evit kaout ar stumm pegsun hag ar skritelloù a deuy maez dizale !

Repuidi_Deuet_Mat_Refugees_Welcome_Pegsun_Autocollant