Tag

goudelin

Browsing

Abaoe pevar bloaz e klask ur strollad mammoù ha tadoù eus takad Lannolon e Bro-Oeloù digeriñ ur skol vrezhonek dre soubidigezh. Meur a emvod publik ha gouelioù zo bet aozet. Kalzig a dud zo dedennet, trawalc’h hervez-kont da zigeriñ ur skol buan. Siwazh n’eus ket bet kavet diskoulm ebet da gaout ur savadur a zerefe gant o ezhommoù.

Dre ar rouedadoù sokial e c’halv kuzul skoazell Diwan Goueloù da zont d’ar sadorn 20 a viz Genver adalek 10e30 e leur-genweturañ kumun Lannolon a-benn mont da lakaat ur giton da strakal war ar groashent-tro zo just e-kichen.

Pal an tolpadeg zo d’ober trouz er vro a-benn kavout savadurioù publik pe prevez evit dont a-benn da zigeriñ ur skol Diwan all e bro Oeloù e miz Gwengolo 2018.

Ma fell deoc’h sikour anezhe e mod pe vod tremenit dre o fajennad facebook.