Tag

gwagenn tv

Browsing

Aet eo Yann-Fañch Kemener d’ar bed all goude un hir a gleñved. Anat eo en deus merket istor Breizh, hini kan ar bobl e brezhoneg. Gant e labour boulc’het er bloavezhioù 70 en doa lakaet dindan ar sklerijenn teñzor sevenadur hor bobl.

E 2008 e oa bet aterset gant skipailhig Gwagenn TV goude bezañ sonet evit 30 vloaz Diwan e Karaez asambles gant sonerien all evel DJ Blue, Jerry Cornic, ar vreudeur Guichen, Erik Marchand. Ur sonadeg dibar gant kalz a dud yaouank entanet gant meskaj ar c’han hengounel hag ar soniadoù elektro.

Un digarez eo ivez da adklevet Yann-Fañch Kemener o teurel ur c’hillsell war emdraodur Breizh hag ar sonerezh e-korf 30 vloaz. Un digarez ivez da gaout soñj deus e labour ramzel, deus e vouezh dibar ha deus e vousc’hoarzh.

Kenavo Yann-Fañch ha mersi bras deoc’h !

Adalek 3″00 dre vras.

Un taol-kaer eo deuet a-benn Daoulagad Breizh da aozañ da geñver mizvezh ar brezhoneg, un droiad skignañ filmoù-berr e brezhoneg e 12 kumun !

Abaoe ar 6 a viz Meurzh ha betek ar 15 aviz Ebrel e c’hello ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed sellet ouzh filmoù faltazi krouet, skrivet, sevenet, c’hoariet e yezh ar vro ha kement se e gwir salioù sinema mar plij !

Tangi Merien e Kakahuet

Goude pep skignadenn e teuy unan eus ar sevenourien da eskemm gant ar publik. Plijus eo gwelet ez eus bet trawalc’h a filmoù-berr savet da ginnig ar programig-se, ken plijus eo gwelet e tigor muioc’h mui a salioù du o dorioù d’ar filmoù e yezh ar vro ha kement-se diwar ar maez pe e Breizh Izel koulz hag er c’herioù bras evel e Naoned da skouer.

Sed aze roll ar filmoù :

Kakahuet gant Stéphane Ac’h – 14’ Paol ha Maeva a dremen a-benn ar fin un nozvezh etreze hep Audin ganet bloaz a-raok.

Petra zo da c’hounez gant Jocelin Talarmain – 13’ Yann VRP yaouank a dremen un devezh spontus… un ifern !

Ar mor atav gant Emmanuel Roy – 34’ Da heul he nozvezhioù labour skuizhus el lazhti ez a Tifenn da neuial bemdez er mor…

Kenaozet eo an droiad gant Daoulagad Breizh, Zoom Bretagne, Tita productions & Kalanna production ha sikour rannvro Breizh.

 

Emmanuel Roy, sevenour “Ar mor atav”, a oa bet aterset gant Gwagenn TV e Douarnenez da vare Gouel ar Filmoù e 2017 :

 

N’eo ket alies e vez bannet filmoù brezhonek er salioù du. Sinema ar gorriganed e Gwengamp a zegemero ar sevenour Mickael Baudu a deuy da vannañ e deulfilm “Open the Border” d’ar 6 a viz Du da 8e noz.

An teulfilm-se bet produet gant Gwengolo prod,  zo bet skignet e Skaer, Plougonveur, Douarnenez… Bep tro e teu maez an arvesterien deus ar sal frommet gant tonkad kriz ar repuidi bet taolennet gant ar sevenour hag e skipailh war hent an harlu. Saif ar yezidi a oa bet graet anaouedegezh gantañ gant Mikael Baudu e-keit ma oa o treiñ evit e film all anvet “Kurdistan, huñvre un nevez amzer”. Liesyezhek eo an teulfilm, kurdeg, arabeg, saozneg ha brezhoneg a glever kemesket e oberenn Mikael Baudu. Ur prenestr digor e brezhoneg eo “Open the Border” war safar ha trubuilhoù ar bed, un abeg e-touesk re all da zont da arvestiñ ouzh an teulfilm e Gwengamp pe da aozañ ur skignadenn en ho pro a-benn sikour tud zo o deus poan marteze o kompren petra zo kaoz e laka lod o buhez en arvar war hentoù an divroañ.

Skignet eo ar film da geñver koulzad DIGOR.

Gwagenn TV en doa aterset Arno Vannier da vare gouel ar filmoù e Douarnenez diwar-benn e labour a gameraman evit “Open the Border” :

 

Bloaz zo bremañ ez ae Martial Menard kuit deus ar bed-mañ. Kalz re abred. E labour ramzel evit ma c’hello ar rummadoù da zont ober bemdez gant hor yezh zo talvoudus c’hoazh ha bev e chomo labour Martial peogwir e c’hell pep hini ac’hanomp ober sur striv bemdez da lakaat hor brezhoneg da vevañ e sonadeg bedel ar yezhoù.

Ne zisoñjomp ket ster politikel e vuhez gouestlet d’hor yezh met ivez da donkad broadel pobl Breizh hag a ranko kavout hent he frankiz dre ar stourm.

Bloaz goude ne zisoñjomp ket e vousc’hoarzh, e fent, an den brokus a oa, digor dalc’hmat da c’houlennoù ar yaouankiz.

Saludiñ a reomp eñvorenn ar stourmer hag ar brezhoneger en ur embann en dro un atersadenn bet graet gant Gwagenn TV diwar-benn ar geriadur en doa lakaet da zont maez e 2013. Kentel hag awen zo da dennañ evit pep breizhad kar-e-yezh en e gomzoù bloaz goude hag evit pell c’hoazh.