Tag

gwregelouriezh

Browsing

Robert Neal Baxter, broadelour galizad ha komunour war un dro a ro deomp e soñj dezhañ a-zivout  ar mammoù-dougen ha kenwerzh ar c’ho(r)foù. Neb a garfe respont gant ur sav-poent kontrol pe get a zo pedet d’en ober e brezhoneg. Ne vo ket embannet ar skridoù awenet gant kilstoumerien ar “vanif evit an holl”. Trugarez dezhañ memes tra evit bezañ savet ur pennad gant ur c’heriaoueg ken pinvidik a sikouro an holl da eskemm war an holl dañvezioù-se e brezhoneg

Maouezed frouezhus da feurmiñ

Robert Neal Baxter

E 1985 e oa bet embannet ar romant The Handmaid’s Tale, kontet ennañ gant ar skrivagnerez Margaret Atwood ur bed distopiek renet warnañ gant ar wazed arallrevel a renkad uhel, keit ha ma talveze ar maouezed a renkad izel da ouennerezed e lec’h ar maouezed difrouezhus a renkad uhel. D’ar mare-se e oa anezhi un oberenn skiant-faltazi euzhus. Hiziv, avat, diazezet war an hevelep solenn, hini ar batriarkiezh arallreoladel hag ar gevalaouriezh nevez-frankizour, eo deuet da wir gant ar mammoù-dougen, feurmet o c’hofoù gante.

Ha ret eo komz plaen: n’eo ‘doug’ pe ‘brazezded evit an hentez’ (BEH) nemet termenoù teknikel, troioù-lavar c’hwekaat evit klask kuzhet gwirionez. Rak, daoust d’an arguzennoù hep penn na lost e c’heller klevet, da skouer: “n’emañ ket o prestañ netra, n’emañ ket o feurmiñ netra. En e blas e diabarzh he c’horf emañ he c’hof.” (pennad-kaoz gant Sekretourez Ar gevredigezh evit lezennekadur ar BEH e Spagn), e gwirionez eo un afer feurmiñ kofoù maouezed yac’h, evel ma laka sklaer ur c’houblad eus Kanada: “Dimp-ni eo ar vielloù hag ar sper. Hon bugel eo a-benn ar fin. Ne reomp nemet feurmiñ kof unan bennak (sic.), paeet ganimp evit hen ober”.

Un dek vloaz ’zo bennak, e oa bet sinet daou ginnig lezenn heñvel-poch an eil ouzh eben gant meur a senedour/ez (26 eus an tu-dehoù ha 44 eus an tu-kleiz) evit lezennekaat kenwerzh ar c’hofoù er Frañs. Ar bloaz-mañ e oa bet roet lañs d’al luskad a-du gant al lezennekadur er Spagn ivez pa savas ar strollad frankizour Ciudadanos a-du gantañ, o vagañ ar vreutadeg e diabarzh ar strolladoù spagnolat pennañ all, koulz e Strollad ‘Sokialour Micherour’ Spagn (P‘so’E) hag er Strollad Poblel (PP). Ha hep mar ebet e vo klevet muioc’h-mui komz diwar e benn e meur a vro all m’emañ berzet gant al lezenn, degaset gant avel ar marc’had frank, lakaet pep tra da varc’hadourezh gantañ.

Tad on ha kompren a ran perak e fell da dud all hen bezañ, met dav eo anzav n’eo ket ur gwir bezañ tad pe vamm –ne vern hag arallrevel pe heñvelrevel e vefe– ha ne ranker ket klask kaout bugale biologel kousto pe gousto. Hag ar re n’int ket gouest da engehentañ bugale biologel evite o-unan a c’hell advugelañ. Gwir eo e c’hell bezañ gwall hir ar gortoz, met arabat ankounac’haat o deus i, ar vugale, ar gwir da vezañ degemeret en ur familh gant pep gwarant evit bezañ desavet enni e surentez. Diouzh an tu all, peurliesañ ec’h a buanoc’h an traoù war-raok pa advugeler ur c’hrouadur brasoc’h pe gant ezhommoù ispisial, tonket re alies da vont a greizenn da greizenn hag en arvar da diorren ur strafuilh stagidigezh. Abalamour d’ar c’hoant kaout ar ‘poupinell parfet’ an hini eo ma oa bet klasket lakaat ur vamm-doug da diforc’hañ p’o doa gouvezet ar arvalion en doa ar c’hrouell ur si, ha kaset da gavad ur bugel all peogwir en doa an drizomiezh 21. Divent eo an emgerc’hegezh. Ret eo lakaat ar c’hoantoù hiniennel da bouezañ nebeutoc’h er ventell evit an efedoù e c’hell kaout bep ober evit ar re all.

Un afer arc’hant eo trafik ar mammoù-dougen ha biken e c’hello lezennoù ar gevredigezh kevalaour hen lakaat da vezañ “un doare kenwerzh yac’h” rak digempenn eo pa vez dielfennet pizh eus meur a geñver: hini difenn gwirioù ar maouezed, hini stourm ar renkadoù pe c’hoazh hini ar stourm a-enep da dreistkorvoerezh an trevadennoù nevez. Meur a abeg ez eus neuze, dreist d’ar c’hoant da vezañ tad pe vamm, da sevel a-enep krenn da lezennekadur feurmiñ kofoù ar maouezed evel ma kinnig C.L.A.R.A. ha Kevredigezh ar Familhoù Heñvelkerentel (ADFH). Difennet eo hervez al lezenn er Frañs (Kod keodedel, Mellad 6.7), dres evel gwerzh an organoù pe ar gwad, hag evel-se e ranko chom.

Da gentañ-penn e ranker chom hep droukveskañ gwir ar maouezed d’ober diouzh o c’hoant gant o c’horfoù hag o-unan diouzh un tu ha marc’hadekadur o c’horfoù diouzh un tu all. Pilpouzerezh eo pa glever ur bolitikourez virelour evel Esperanza Aguirre o sevel a-enep d’an torr-dougen choazet hep skoilhoù, e-ser sevel a-du gant gwir ar maouezed da ‘dibab’ feurmiñ o c’hofoù, seul wezh ma vez gounezet arc’hant gant ar gennad prevez ha kreñvaet ar spered-familh war un dro. N’eo ket un afer difenn ‘gwirioù’ an dud heñvelrevour ivez, met kentoc’h hini stourm an emsav gwregelour, evel ma vez lakaet sklaer war wel gant Kenurzhiadur Lesbianez Frañs, aet kuit eus Inter LGBT en abeg da gement-mañ, hag int da tisklêriañ ec’h eo “korvoerezh, marc’hadekadur ha fallperc’hennañ korf ar maouezed”. N’eo ket tud ken ar maouezed lakaet da feurmiñ o kofoù dre ezhomm arc’hant: ardivinkoù-goriñ dianav e teont da vezañ, graet ‘engehenterezed’ (gestantes) anezhe e spagnoleg.

Kalz e klever komz eus ‘gwirioù’ an tadoù hag ar mammoù degemeret gante ur bugel, met tavet e vez istor ar maouezed diwel all: ar mammoù-doug o-unan. Peurliesañ e vez komz eus ar c’hudennoù lezennel pe evurusted an arvalion hag ar vugale. Meneg ebet, evel-just, eus ar mammoù-doug, nemet ma vefe evit displegañ an dezverkoù dibab, ur meni kaier ar c’hargoù evit dinec’hañ ar brenerion e-keñver o stad yec’hed, evel pa brener ur vouc’h er foar. Roud ebet all eus istor ar maouezed bet douget ar c’hrouadur gante e-pad nav mizvezh. Ne vern, n’eo nemet maouezed o rentañ ur servij kenwerzhel d’egile, dres evel ar vouloñjerez. Ret eo o lemel diouzh an istor penn-da-benn evit ma c’hell ar familhoù-degemer kenderc’hel da grediñ ez eus un argerzh normal anezhañ, gant ar mammoù-doug ken laouen all o kenlabourat o krouiñ o levenez-i, hervez pajennoù an ajañsoù hag ar c’hlinigoù prevez atav… Meneg ebet ivez eus an arc’hant ivez: allgarouriezh c’hlan, kea. Ha koulskoude e vez paeet ha paeet kaer-ruz zoken.

Daoust ha m’eo berzet hervez al lezenn er Frañs, n’eo kement-mañ ur skoilh evit ar vegenn ganti ur galloud-prenañ uhel a ya d’hen ober en estrenvro. Pa c’houvezer emañ aotreet hervez al lezenn gwerzhañ plasma ar gwad er $tadoù-Unanet (berzet bremañ gwerzhañ gwad war-eeun eno avat abalamour d’ar riskloù evit ar yec’hed), n’eo ket ur souezh m’az eo honnezh unan eus ar broioù ma vez lakaet da werzhañ ivez kofoù ar maouezed, gante da briz 100,000 dollar bennak. Peurliesañ, an dud a vez difennet gante ar gwir da feurmiñ kofoù maouezed all a fell dezhe lakaat ac’hanomp da grediñ e vefe un oberenn allgar nemetken. Ha koulskoude eo ret komz eus an arc’hant a dremen a dorn da dorn evit kompren da vat tu kenwerzhel-rik mont en-dro gwirion ar sistem-se. Abalamour ma n’int nemet skeudoù, dilamet a-ratozh-kaer diwar an istor, ne gaver sifr ebet diwar o fenn, nemet ma vefe an doare maouezed a fell d’ar c’hlinigoù enfredañ. Met diboell e vefe krediñ en em ginnigfe ur vaouez bennak evel-se nemet ma vefe dre diouer a arc’hant. E berr gomzoù, ur wezh all hag evel boaz emañ ar maouezed paour eus renkadoù ar bobl e gopr stultennoù renkadoù uhel ar c’hentañ bed. Ha n’eus na lezenn na reolennadur ebet gouest da cheñch penn d’ar vazh keit ha ma pado an digevatalder sokial savet diwar ar gevalaouriezh.

Kudenn ebet ivez evit ar re n’o deus ket kement-se a arc’hant, rak un distaol bras a c’heller kavout a-drugarez da frankeskemm bedel ar marc’had nevez-frankizour. Gant touristerezh ar frouezhusted e c’heller beajiñ da vroioù paouraet ar bed ha kavout eno tud prest da labourat a briz izel, evel ma raent ingal evit gennadoù all staliet er c’hentañ bed. En o zouez emañ Ukraina, e lec’h m’emañ uhel-tre live ar c’houbrenerezh. Du-hont eo sklaer piv a zo perc’henn war kof ar maouezed ivez, rak pa vezont dimezet e rank o gour reiñ e aotre. E penn al listenn emañ India avat, deuet da vezañ hipermarc’had ramzel ar c’hofoù bev, gantañ da gengreadur $400 milion bep bloaz. Kenderc’hel a ra c’hoazh nevez-impalaerouriezh ar c’hentañ bed da breizhañ danvezioù o zrevadennoù kozh a-drugarez d’al labouradegoù babigoù staliet enne.

Peurliesañ al lobby a-du gant lezennekaat feurm ar c’hofoù a gomz eus allgarouriezh kentoc’h evit kenwerzh, gant ur ‘pourchas kempouezañ’ e lec’h ur gopr-rik, evel ma c’hoarvez dija e meur a vro pa vez roet ovokitennoù. Da lâret eo, un eskemm arc’hant evit ur servij rentet… Diforc’h ebet diouzh n’eus forzh peseurt gwerzh pe feurm ekonomikel all e gwirionez ’ta, en ur c’hoût ne resev ar vaouez bet lakaet he c’hof da feurmiñ nemet un 10% bennak. N’eo ket gwall diaezet divinout gant piv e ya peurrest an arc’hant war an hent: gant an hanterourion hag ar c’hlinigoù prevez…

Ur wezh all e vez aloubet ha korvoet korfoù ar maouezed gant an nevez-frankizegezh kevalaour ha n’eus lezenn ebet a c’hellfe talvezout da lakaat anezhañ da vezañ ur argerzh kempouez ha reizh.

Geriaoueg

allgarouriezh: altruisme

arallreoladel: hétéronormatif

arval: client

brazezded evit an hentez: grossesse pour autrui

doug evit an hentez: gestation pour autrui

emgerc’hegezh: égocentrisme

gouennerez: reproductrice

mammoù-dougen: mère-porteuse

strafuilh stagidigezh: trouble de l’attachement

Après un premier épisode jubilatoire et successful, fortes de retours follement émouvants et politiquement constructifs, Gast ! et Conne Action vous convient à une nouvelle croisière dans l’archipel des sexualitéS. Gonflées d’amour et de désirs, on continue à explorer l’infinitude des thématiques liées à la sexualité, au plaisir. On dégomme les limites arbitraires qui nous assignent à des rôles et des identités franchement désespérants.

Nous voilà donc face aux questions fondamentales : c’est quoi la marge, c’est quoi la norme ? qui décide d’où se place le centre et qui se trouve en périphérie ? Eh bien nous, à l’extrême ouest de la Bretagne, on s’excite et on s’active. Pendant dix jours Clito’rik ne sera plus ni en Province ni en périphérie. Nos corps, nos identités et nos sexualités ne seront plus dominantes ou alternatives, marginales ou contingentes mais bien inclusives et au centre de toutes nos expérimentations intellectuelles, artistiques et sexuelles.

À la carte des (re)jouissances: spectacles, ateliers, concerts, expos, performances, rencontres et Dj Sets…

C’est simple (de se faire plaisir), il faut venir. Who runs the Finistère ? GAST!

Réservez vos 10 jours, du 7 au 15 avril 2017 ! On vous laisse pas le choix dans la date !

Bretagne_Info_Skritell_Affiche_Festival_Feministe_GAST_Clito’rik_#2_2017_Sexualite_Plaisirs

Cette seconde édition se déroulera en trois temps :

Accédez aux pages évènements sur facebook en cliquant sur les liens.

La brochure est feuilletable et téléchargeable en ligne !

Bretagne_Info_Skritell_Affiche_Festival_GAST_Clito’rik_#2_2017_Sexualite_Plaisirs_TREGON_TREGUNC

Bretagne_Info_Skritell_Affiche_Festival_GAST_Clito’rik_#2_2017_Sexualite_Plaisirs_DOUARNENEZ_KEMPER_KASTELLIN

Bretagne_Info_Skritell_Affiche_Festival_Feministe_GAST_Clito’rik_#2_2017_Sexualite_Plaisirs_BREST

Gant Robert Neal Baxter.

Ar pennad-se zo bet embannet da gentañ e galizeg er gelaouenn Terra e Tempo.

N’eo ket alies ma vez embannet pennadoù diwar-benn an dilhad war al lec’hienn-mañ. Hag e gwirionez ne vefe ket gwall dedennus kemenn deoc’h e vo prest ma brozh nevez a-benn nebeut… nemet m’eo ur paotr ac’hanon.

Ar vrozh a zo ar pezh dilhad eeun bet implijet a-hed an amzer koulz gant paotred ha gant maouezed abaoe ma oa bet ijinet ar berrwisk kentidik. Gwisket e veze gant ar baotred en Henegipt (shenti) hag gant an Azteked (maxtlatl), hep ankounac’haat c’hiton ar Henc’hresianed. Hag hiziv c’hoazh e vez gwisket ingal gant paotred ha merc’hed dre ar bed a-bezh, da skouer an izaar pe ma’awaz er broioù arabek, al lungi pe mundu en Iskevandir Indez, ar sarong en Indonezia ha Sri Lanka, pe c’hoazh ar pareo er Polinezia, ar macawiis e Somalia hag ar malong er Filipinez, ha tostoc’h ouzhimp ar fustanela hengounel e meur a vro valkaniek, brudet a-drugarez d’an evzoned, ar warded a gaver dirak Parlamant Gres…

Ha koulskoude, estreget ur re nemedenn ral pe raloc’h, en o zouez ar c’hilt pe fèileadh hag ar soutanenn, e broioù ar C’hornôg hag en amzer a-vremañ e vez sellet ouzh ar vrozh evel ur pezh dilhad evit ar merc’hed nemetken. Hag abalamour da se, he deus talvezet ar vrozh ivez a-hed an istor da lakaat a wel d’an holl saviad izeloc’h ar maouezed er gevredigezh, arouez ar fed m’az eo bodoù diskiant anezhe, perc’henniezh o zadoù hag o gwazed, dres evel ar vugale hag ar chatal. Lakaet e vez sklaer-tre war wel al liamm-se etre ar vrozh hag ar galloud sokial pa seller ouzh al lid-tremen gwezhall anvet breeching e saozneg, pa veze gwisket bragoù gant ur paotr evit ar wezh kentañ pa oa deuet d’an oad-gour, hini ar skiant. Setu aze un oad, hini ar vajoriezh, difennet groñs ouzh ar maouezed e dizhout, hag int tonket da viken da wiskañ dilhad ar vugale. Hag arabat disoñjal ivez, betek nevezik ’zo e veze lakaet da dorfed mont war goust gras kaer ar baotred-se e meur a vro dre are bed, en o zouez $tadoù-Unanet AmeriKKKa, bet harzhet eno maouezed en XIXvet kantved tamallet da vezañ gwisket bragoù. Eno ivez en XXvet kantvet c’hoazh e veze difennet oute o gwiskañ er Sened, ha kaset d’an toull-bac’h ur vaouez e 1938 abalamour dezhi gwiskañ bragoù el lez-varn. Pebezh torfed a-enep d’an urzhiadurezh!

N’on ket sot gant ar mod, na tamm ebet, met a-viskoazh em eus kavet brav ar brozhioù evit ar baotred ijinet gant Jean-Paul Gaultier hag fellout a rae din kaout unan heñvel evidon. Divizout a ris kregiñ tamm-ha-tamm gant ur c’hilt, rak kreñv eo an aon a c’hell sevel diwar pouez ar gwask sokial. N’on ket o klemm avat, evel ma ra paotred ’zo, peogwir eo ‘berzet’ ouzh ar baotred sañset (Gant piv? Pelec’h?) ober traoù a c’hell ar maouezed ober (stammañ, gwriat, hag all herveze…), rak pozitivel em boa kavet an taol-arnod kentañ er straedoù dre vras, estreget ur re selloù kurius. En em divlevañ a ran abaoe pell ivez, ar pezh a ya a-enep da batrom hengounel ar baotred. Met disheñvel-krenn eo an dilerc’hioù pa ya ar baotred a-enep d’ar reolennoù diouzh ar rebecherezh sokial kreñv a deu war wel pa ya ar maouezed a-enep d’o fatromoù doare-bezañ, degaset da soñj dezhe ha kreñvaet a-drugarez da wask ar ar vruderezh a beb seurt a gavont tro-dro dezhe war ar pemdez.

Diouzh un tu, e c’hellfed lâret n’eus abeg ebet pa seller ouzh an istor evit a virfe ouzh ar baotred gwiskañ brozhioù. Ret eo kas an traoù un tamm pelloc’h avat, o vont war dachenn ar politikerezh kentoc’h evit hini an dibaboù hiniennel, o lakaat ar vrozh gwisket gant ar baotred da vezañ ur benveg a sikourfe da gas d’an traoñ an doareoù-soñjal diamzeret ha kilstourmer diazezet war ar batriarkiezh.

Tennañ a ra d’al luskad gender fuck a glask krouiñ gourevelezhioù nevez o vont dreist da reoladoù ar gourevelezhioù hengounel pennañ oc’h empentiñ ar genad evel un doare performance pe doare-emdalc’h foran. Ar pal a zo kas d’an traoñ bevennoù ar binom benel/gourel, abeg pennañ ar patromoù kizreoladel hag arralreoladel. Setu pennaenn ar batriarkiezh: disrannañ an dud e daou strollad disheñvel-mik an eil diouzh egile, gant bep e interestoù, barregezhioù hag doareoù-bevañ sañset diazezet war un diforc’h biologel ‘naturel’ don. Diwar seurt mennozhioù eo ma tiwan stereotipòu ideologel evel “Ar baotred a deu eus Meurzh hag ar merc’hed eus Gwener”. Gwir eo, ar maouezed a zo anezhe ur strollad resis mac’homet abalamour d’o genad en ur gevredigezh patriarkel evel hon hini hag a abalamour da se e ranker anzav ec’h eo diheñvel o interestoù-i diouzh re ar baotred ha ret eo d’al luskadoù araokaour derc’hel kont eus an diforc’hioù-se. Met sokial eo an diforc’h-se ha n’eo ket biologel pe naturel: n’eo ket peogwir e teu ar maouezed hag ar baotred eus planedennoù disheñvel, met peogwir e vezont desavet hervez patromoù disheñvel, o lakaat an eil re da vezañ dindan beli ar re all. Tu ’zo neuze da lakaat en arvar ha da dispennañ an diforc’hioù-se. Dever an holl luskadoù araokaour an hini a rank bezañ rak o tiskar ar batriarkiezh e vez lakaet da horellañ sichennoù ar gevalaouriezh ivez war un dro, maget diouzh he zu gant rannadur al labour.

N’o deus ar sportoù genad ebet, nag ar c’hoarielloù, ha ne dlefe ket e gaout an dilhad ivez. N’eo ket peogwir e wisker bragoù ma vezer ur paotr, na peogwir e wisker ur vrozh ma chomer hep e vezañ. Ar pal a glasker eo bezañ ur paotr en un doare disheñvel, da lâret eo ur gour emskiant nevez, krouet a-ratozh o vont a-enep d’an talvoudoù diazezet war ar batriarkiezh, an arallrevelezh hag ar gizgenadelezh evit dizhout dieubidigezh pep hini dreist d’ar genad biologel ha sokial. Evel ma skrivas ar varzhez c’halizeg Rosalía de Castro e 1880, un nebeut bloavezhioù goude ma tisklêrias Sojourner Truth “Ha n’on ket me ur vaouez?”, n’heller ket asantiñ d’ar batriarkiezh termeniñ an identelezh c’henadel hervez ar reoladoù sokial hepken:

An holl a lâr o deus ene ur plac’h

ar re a gan meuleudi d’ar c’houlmed ha d’ar bleunioù.

Met pa n’hen ran ket, Itron ar C’houlmed,

Petra on me neuze?

N’on ket ken sot na ken fougaser da grediñ e kemmo ar bed hag e vo lakaet fin d’an gwallziforc’h a-enep d’ar maouezed nemet peogwir e wiskan me ur vrozh. Met tamm-ha-tamm ec’h a an traoù war-raok ivez avat ha pehini eus e du a c’hell stourm oc’h ober traoù bihanoc’h pe vrasoc’h evit freuzañ ar stereotipoù he deus ezhomm dioute ar batriarkiezh evit gallout kenderc’hel gant an disrannadur genadel, solenn ar gevalaouriezh. Ret eo stourm war bep tachenn, evel ma skrivas Añjela Duval, hag e meur a doare a-enep d’an holl voustrerezh (genadel, revel, broadel, trevadennel, gouennel…) evit sevel ur vro dieub da vat e pep keñver hag evit an holl.

Geriaoueg

Dre ma n’eus ket bet embannet kalz diwar-benn danvez ar revelezh hag ar genad e brezhoneg eo bet ret din sevel un toullad nevezc’herioù hag implijout lod all dianav a-walc’h :

arallrevelezh: hétérosexualité

arralreoladel: hétéronormatif

genad: genre

gourevelezh: masculinité

identelezh c’henadel: identité de genre

kizgenadel: cisgenre

kizreoladel: cisnormatif

lid-tremen: rite de passage

reolad: norme

Gast ‘neus ezhomm ac’hanoc’h ! Setu ma c’halv merched GAST da reiñ arc’hant dre ar genrouedad

Mard neus ar gerioù-se un dalvoudegezh evidoc’h : Gwregelour, mesklet merc’hed paotred, divyezhek, stourm evit gwirioù ar maouezed, LGBTQI…

Deuit ganeomp e avañtur Gast !

Un tamm istor

Daou vloaz zo dija hon eus savet ar strollad Gast ! Gant hor startijenn hag hor youl. Kroget on a diwar netra hag hon eus graet 10 000 tra, evidomp hag evit ar re all. Desket hon eus ur bern, skignet hon eus filmoù, kemeret perzh e tabutoù, kejet gant feministezed ar c’hornog pe belloc’h, aozet ‘meump stajoù brezhoneg hag emzifenn.

Aozet hon eus atalieroù DIY evit deskiñ skarzhañ eoul-maen an oto, evit fardañ hag implijout ur mekanik da serigrafiañ, evit fardañ bitrakoù da staotaat diouzh he sav gant dañvezioù adimplijet…

Animet hon eus prezegennoù, degemeret hag aliet merc’hed lakaet diaez pe gouzanvet feulster ganto, animet hon eus 3 atalier e lise Diwan Karaez gant ar grennarded.

Savet hon eus ar gouel Clitorik, gouestlet d’ar plijadurioù ha d’ar sekselezhioù, entanet hon eus an dance-flooroù gant hor Dj-sets. Ha pep tra gant imor vat, kalon ha kengred.

Betek bremañ hon eus paet pep tra hon unan, gant hor argant deomp ni, gant an nebeut hon eus dastumet o werzhañ skritelloù ha badjoù… Met ar mont en dro-se zo re vresk bremañ gant tout ar pezh hon eus war ar stern.

bandeau-visuels-bzhg-crowdfunding_1465119432203

Poent eo deomp kreskiñ ha kreñvaat. Raktresoù e-leizh hon eus hag a gousto argant bras hag amzer deomp.

Ezhomm hon eus, evit dont a-benn dezho, da c’hoprañ unan eus ar gastezed. Evit poent eo re yaouank ar strollad evit kaout yalc’hadoù. Kredit ach’anomp : bezañ zo labour c’hoazh evit lakaat an dilennidi-adezed da gompren pegen pouezus eo ar stourm evit ar c’hevatalded.

Abalamour da se e kredomp goulenn ganeoc’h un tamm sikour !

Setu hor raktresoù evit 2016/2017:

(ar pep pennañ, o c’houzout e talc’himp gant ur bern traoù all e-kichen)

  • An EMZIFENN  evit ar merc’hed :

Peogwir eo spontus hag heugus sifroù ar feulster a-enep d’ar maouezed. Peogwir hon eus holl mignonezed, kenlabourerezed, bugale hag a zo bet pe a vo gwallet, skoet ganto, taget…

Adperc’hennañ kalon, nerzh, emfiziañs dre stajoù pe kentelioù a ginnig an emzifenn evit ar merc’hed.

‘Neus kevredigezh ebet e Breizh-izel o reiñ kentelioù a seurt-se. Un diank bras eo.

En soñj emaomp kas Cécile (hag a vo implijiadez Gast!) d’en em stummañ evit gellet animañ d’he dro stajoù emzifenn.

Nebeut-tre a verc’hed e Bro-C’hall o vezañ gouest d’hen ober, e vo ret deomp kas Cécile da vro gKanada pe da vBelgia evit heuliañ ur gwir stummadur klok.

Koustañ a raio deomp d’an nebeutañ 3500€ (monedoneoù + koust ar stummadur)

Da c’houde e c’hello kinnig deoc’h stajoù emzifenn evit ar re deuet hag ar c’hrennardezed e galleg HAG e brezhoneg.

  • Atalieroù evit ar re yaouank

Ar c’henasantiñ, ar ragsoñjoù, tout ar pezh a ra deomp bezañ stanket e roloù-zo, ar blijadur, ar sekselezh, an doujañs. Penaos ober he-e soñj gant tout-se ha bevañ eurus ha dibistik ? Goulennet zo ganeomp kemer perzh e nouspet skol/skolaj/lise. Evit merañ enkadennoù pe evit labourat gant strolladoù tud yaouank lec’h ma oa an aergelc’h o vont war washaat. Nac’het hon hen ober abalamour d’un diouer a stummadur hag un diouer a amzer.

Seblant a ra mil bouezus deomp koulskoude. Fellout a ra deomp gellet mont pelloc’h gant ar re yaouank war ar sujedoù-se. Met evit se hon eus ezhomm d’en em stummañ muioc’h ha da gaout amzer dieub war an eurioù skol. Dre ar c’hrouiñ post e c’hellimp talañ ouzh ar mision-se.

  • Clito’rik, an eil oriadell ! 🙂

E miz gouere 2017 ec’h adlansimp ar gouel Clito’rik, ha… Guess what ? Pelloc’h e fell deomp mont !

>Donaat ar preder war ar jener hag ar sekselezhioù.

Penaos?

>Profañ deoc’h abadennoù, atalieroù, konsertoù, prezegennoù, happeningoù, teatr, dañs, diskoueladegoù, skignadennoù filmoù ha radio, tabutoù, workshops…

>Ur gouel hiroc’h (10 devezh)

>Mont lec’h all : derc’hel da gontañ lellig e Tregon, pokaat da gKastellin, ha tridal e Brest ! Ha piv oar, marteze e vimp kaset pelloc’h c’hoazh gant an avantur-mañ…

Sikour Gast !, Perak ?

>Anavezout a rit Gast ! Hag oc’h prest da skoazellañ ac’hanomp

>Dedennet oc’h gant ar c’hevaltalded merc’hed-paotred

>Dedennet oc’h gant ar stourmoù LGBTQI

>Dedennet oc’h gant ar gwregelouriezh met ‘peus ket amzer da gemer perzh,

>Plijout a rafe deoc’h kemer perzh e Gast ! Met pell emaoc’h…

>ha 1000 abeg disheñvel all…

Sikourit ac’hanomp !

Boaz e vezer da welet e pep korn ar vro festoù noz evit arc’hantaouiñ raktresoù stourm, enep d’ar minoù pe evit ar Palestin da skouer. D’an 20 a viz C’hwevrer e vo unan divoutin a-walc’h e Sant-Riwal, ur fest-noz direizh evit dañsal mod all. Un dornad merc’hed yaouank, kalz a vrezhonegerezed en o zouez, a faot dezhe aozañ ar fest se  ” a zo ganti ar pal brudañ hon stourm gwregelour, e bed ar sonerezh hengounel da skouer, en ur vezañ asambles un abardevezh hag un nozvezh evit stalioù diwar-benn ar jener,  gant kaozeadennoù met ivez dañsoù ha sonerezh betek fin an noz !” emezont war o blog .

Gwregelourezed neuze a embann divezh e tlee ar merc’hed kemer ar galloud oc’h en em lakaat war wel kement hag ar baotred war al leurennoù seniñ hag er vuhez sokial dre vras.

Ouzhpenn dañsal e vo graet eta, diouzh an abardaez e vo eskemmet tro dro d’an temoù se adalek 2e g.m. :

– Skrivañ pozioù kanaouennoù
– Fest-noz gwregelour, perak an diaoul.ez ?
– Un deskadurezh ‘vefe ket seksist
– Sekselezh.ioù en ur bed heteronormet
– Serigrafiezh
– Sevel Skritelloù
– Plas ar maouezed war al leurenn.

Da heul e vo roet plas d’ar sonerezed war al leurenn a-raok klozañ gant ul leurenn digor d’an holl.

festnozdireizh

Kouviet eo ar brasañ niver da gemer perzh er vanifestadeg bet roet lañs dezhi gant strollad enepfaskour Kemper a-benn taliñ ouzh un tolpadeg a-enep an divroidi aozet gant faskourien Adsav d’ar sadorn 23 a viz Genver er memes kumun.

Evel dizalc’hourien, gwregelourezed ha stourmerien kontrol d’ar c’hevala e fell deomp e tigorje ar vanif evit ur vro digor ha kengret ur c’helc’hiad stourm ledan ha poblek a-benn lakaat un termen d’an digastiz frank a seblant roet d’ar strollad-se ha d’ar strolladoù faskour all e breizh na baouezont ket da aozañ tolpadegoù ha da skignañ kemmenadennoù a gasoni. Un digastiz a c’heller kenveriañ gant ar gwask zo lakaet war chouk stourmerien Kernitron al Lann, aozerien manif antifa Pondi d’an 19 a viz Kerzu, pe c’hoazh anarkourien Roazhon asinet er gêr.

Arabat eo lezel an dud-se , hag a zo hep raktres ebet evit Breizh, da adperc’hennañ arouezioù hon identelezh, bezomp niverus disadorn e Kemper.

Laouen e vefomp o kemer perzh en un intrudu heñvel d’ar 6 a viz C’hwevrer e Sant Brieg , ul lec’h hag un deiziad all dibabet gant strolladoù faskour all evit dibuniñ enep d’an divroidi ha skignañ o fropaganda islamgas.

Breizh o Stourm

Gouvezet e oa bet d’an 8 a viz Meurzh, un devezh arouezius evit ar gwregelourezed a stourm evit o frankiz er bed a-bezh, e oa aet Ivana Hoffmann da anaon. C’hoarvezet e oa un nebeud deizioù a-raok e doug un emgann taer war an talbenn e Tel Tamr, ur gumun assirian ha kristen e Kurdistan ( stad Syria ) nebell eus ar Rojava.

Marvet eo ar plac’h yaouank se d’an oad a 19 vloaz, ezel e oa eus ar MLKP ( Strollad Komunour Marksour Leninour ). Skoaz ouzh skoaz gant stourmerien Kurd ar PKK ( Strollad Labourerien Kurdistan) emañ izili an MLKP tro dro da gKobane ( el lodenn eus Kurdistan dindan beli Syria)   evit taliñ ouzh muntrerien ar Stad Islamek en Irak hag er Sav-heol (DAESH) a glask lakaat o c’hrabanoù war Tel Tamr ha parrezioù all.

Evel o c’henseurted eus an TKP/ML* hag o skourr armet TIKKO** (komunourien all eus Turkia ) e kav dezho o deus ar gurded ar gwir d’en em dermeniñ ha da gaout ur stad dizalc’h.

A-gevred e stourmont abaoe bloavezhioù e mennezioù Anatolia hag e toulloù-bac’h Turkia ha bremañ neuze en tu all d’an harzoù gant Syria.

Ivana Hoffman a oa a orin eus an Alamagn , deuet e oa da Gurdistan da heul galv an MLKP da grouiñ brigadennoù etrebroadel diwar skouer reoù republik pobloù ha labourerien ar stad spagn e 1936.

Ma vez kaoz alies er mediaoù bras eus tud yaouank a orin eus banlevioù kerioù bras ar c’hornog aet da vrezeliñ gant DAESH, ne reer ket kalz anv eus an « estranjourien » deuet da harpañ ar stourmerien Kurd.

Daou all a oa marvet war an talbenn er sizhunvezhioù tremenet , unan eus Aostralia hag egile eus bro-Saoz.

En un diskleriadenn enrollet a-raok ha marv e embanne Ivana e felle dezhi kenderc’hel gant ar gurded da zieubiñ lodenn o bro a zo dindan gwask Ankara ur wezh adroet he frankiz d’al lodenn ac’hubet gant Syria. Siwazh ne welo biken an devezh se.

 

Keleier Breizh Dieub ha Sokialour.

 

*TKP/ML : Strollad Komunour Turk/Marksour-Leninour

**TIKKO : Arme ar vicherourien hag ar beizanted evit dieubidigezh Turkia

ur stourmer eus an MLKP war an talbenn e Kobane
ur stourmer eus an MLKP war an talbenn e Kobane

Kerzhadeg noz hep ar baotred d’ar merc’her 11/03 e Roazhon

Merc’hed, lezbianezed, etrereviad.ezed

 

Piv omp ni ?

Ni zo merc’hed, lezbian, , divreviadez, arallreviadez, queer, etrereviadez, du, bras, komunourez, liberterez, tev, gant ur c’harr-samm, gant ur gouel war hon fenn, gant liv war hon dremm, gant brozhioù, moan, bihan, blevek pe divlevet, yaouank, kozh, studierez, mekanikourez, klañvdiourez, labourerez ar reizh, ijinourez, mamm, c’hoar, divugel, merc’hed gant bugale, dibaper, gallez, breizhadez, enbroadez, merc’h da dud enbroet, anreviad, dirollet. Ni zo an holl draoù-se ha lorc’h ennomp.

Ur gerzhadeg ? D’ober petra ?

Evit adperc’hennañ an egor foran ha mont e-maez an dachenn brevez e lec’h omp sañset bezañ dalc’het diwar c’hoant ar gevredigezh patriarkel.

Evit krediñ kemer ar gaoz ha bezañ gwelet hep mezh nag aon.

Evit embann hor gwir da vezañ er straed n’eus forzh pegoulz ha gwisket evel ma fell deomp, gant ur gouel, ur vrozh, pe botoù gant seulioù uhel, ur re vragoù berr, ur pijama pe dilhad sport…

Perak ‘ta e-pad an noz ?

 Peogwir e fell deomp adperc’hennañ an noz ha peogwir e plij an noz deomp.

Evit al lodenn vrasañ ac’hanomp hon eus aon pa vezomp hon unan en noz, aon da vezañ barnet , galvet, heuliet, taget, gwallet, harzet…

Peogwir omp lakaet izel ha goanet gant ar gevredigezh hag he frezegenn a embann «  he deus paket ar pezh a glaske » .

Abalamour da betra kerzhet en un doare nann gemmesk ?

 -Evit adperc’hennañ hon dizalc’hiezh

-Peogwir n’hon eus ket ezhomm eus gwaz ebet evit bezañ en hor bleud e-pad an noz.

-Peogwir «  Arabat eo dit dieubiñ ac’hanon, gouest on d’en ober ma unan ! »

-Evit ar c’henc’hoarezh, evit talvoudekat ar c’hengred etrezomp, er straed, er stourmoù, er vuhez…

-Peogwir e vez eus emzalc’hioù disprizius evit ar merc’hed pe an heñvelreizhidi e pep lec’h : er manifoù, en davarn, e metoù ar stourmerien, er gêr, en tren-buzhug , e straed ar sec’hed , er skol-veur, er preti, war al lec’h labour….

 

Kredomp adkemer ar straed ! Gwregelourezed e vefomp keit ma vo ezhomm !

 

Emgav d’ar merc’her 11 a viz Meurzh , 7e30 noz plasenn Hoche Roazhon.

Kenaozet gant : Strollad enep faskour Roazhon, CNT-KBL, RUSF-RSMHH, Studierezed ar Sindikad Solidaire-Kengred ,izilizo eus an UNEF-UBSF

 

Goude an 8 a viz Meurzh n'eo ket echu ar stourm.
Goude an 8 a viz Meurzh n’eo ket echu ar stourm.

An tu kleiz dizalc’hour a sav groñs a-enep troioù revelour ha machoour ar c’hannad UMP, Philippe Le Ray, d’an 8 a viz Here er Vodadenn Vroadel Gall.Ouzhpenn bezañ mezv-mat, kannad eil pastell-vro ar Mor-Bihan n’eus ket kavet gwelloc’h evit drevezañ houpadenn ar yar pa oa o kemer ar gaoz Véronique Massenneau, kannadez EELV.

Daoust ma n’eo ket hervezomp  Parlamant Pariz ul lec’h a dabut demokratel, seurt troioù n’hallont ket bezañ gouzañvet nag er gevredigezh nag er vuhez politikel. Er stourm evit ur gevredigezh  kevatalour e rank bezañ doujet gwirioù diazez an holl dud nevern o reizh pe revelezh, o yezh, o orin peotramant liv o c’horc’henn.

Reolataat komzoù a laka tud zo a gostez a servij an tu-dehoù pellañ. Goude ma vez diazezetoc’h-diazezetañ ar Front National hag e vevelien, ar strolladoù hevelebour, gant kenwallerezh ar mediaoù bras e tiskouez a ra splann e ranker stourm war ar pemdez a-enep ar forc’hadur, evit ma vo doujet  gwirioù ar merc’hed.

Gallout a raio c’hoarvezout an digaezhadur a-stroll nemet ma vez digaezet en un doare hiniennel ar re a zo par eus ar gevredigezh.  Krenvaat a ra hor youl da stourm evit digaezhadur sokial ha broadel pobl Vreizh. Evit ma vimp a-benn ar fin an holl, merc’hed ha paotred dieub en ur vro zieub !

Moarvat o doa bet c’hoant stourmerezed zo embann kement-mañ p’o doa adkinklet loch an Aotrou nevez zo.