Tag

katalounia

Browsing

D’ar 24 a viz Ebrel tro 40 000 den o doa dibunet e straedoù Valencia  da geñver devezh bro Valencia a-benn azgoulenn muioc’h a zoujañs hag a wirioù evit al lodenn se eus ar broioù Katalan, he yezh (ur rannyezh gatalaneg) hag he sevenadur.

E 1707 d’an deiziad-se e voe bet trec’het tud ar vro gant arme roue Kastilha Fulup ar 5vet hag a lakaas ar vro da gouezhañ etre krabannoù tierniezh ar vourboned.

An aozerien (ur c’hevredad a aozadurioù sevenadurel) evel ar mediaoù a embann ez eo bet uhel-tre an niver a vanifesterien ar bloaz mañ.

An troc’h avat a oa etre ar vanifesterien, gant deus un tu ar re a deus c’hoant muioc’h a c’halloud evit kumuniezh Valencia, seurt rannvroelourien anezho, ha deus an tu all dizalc’hourien ar broioù Katalan a soñj dezho e rankfe tud Valencia ober o seizh gwellañ a-benn sevel ur repubik kevreadel eus ar broioù Katalan gant bro Valencia, Katalonia norzh ha su hag an inizi Balears hep ankouaat lodennig ar reter (ul lodenn eus an Aragon hag a ra gant ar c’hatalaneg). Ar strolladoù dizalc’hour pe emrenour zo kalz gwannoc’h e bro Valencia.

Tachenn ar broioù katalan hervez an dizalc'hourien
Tachenn ar broioù katalan hervez an dizalc’hourien

Strolladoù an tu-kleiz dizalc’hour a seblant laouen gant an niver a dud bet o kemer perzh en o obererezhioù da geñver an devezh-se. An talbenn CUP (10 dilennad e parlamant Barcelona ha 400 dilennad lec’hel) en doa kaset e vouezh-aotreet Anna Gabriel Sabaté da gemer ar gaoz e Valencia, an aozadurioù politikel (Endavant, Poble Lliure), ar sindikad COS a zo o izili perzh eus ar c’hCUP o doa strivet evit desachañ muioc’h a stourmerien eget kustum, evit lakaat splann o deus c’hoant bras da astenn el lodenn se deus o broad al lusk zo gante e bro vBarcelona.

Berzh en deus graet o meeting bras da heul ar vanifestadeg e-lec’h o deus adembannet divezh o frezegenn enep kapitalour, gwregelour, republikan hag enep faskour.

E korf tri sontadeg bet graet en deizioù e seblant voterien Katalonia bezañ prest da reiñ darnvrasañ o mouezhioù evit listennadoù dizalc’hour. Ur c’heloù a-bouezh pa vo eus devezh broadel Katalonia d’an 11 a viz Gwengolo.

D’ar 27 a viz Gwengolo e vo votet evit parlamant ar Generalitat, diwar 135 sez ez afe etre 67 ha 80 anezho d’an dizalc’hourien hervez ar sontadegoù diwezhañ.

Div listennad a embann o c’hoant da grouiñ ur stad katalan dizalc’h. An hini greñvañ a vije neuze « Junts pel Si » (A-gevred evit ar Ya), un talbenn a vod dizalc’hourien eus an tu-kleiz betek ar c’hreiz. Enni e kaver anv Arthur Mas, bet prezidant ar Generalitat betek bremañ, met ivez ar strollad Esquerra (ERC) da lavarout eo dizalc’hourien istorel an tu-kleiz hag un toullad hiniennoù ha strolladoù bihanoc’h. Ar strollad CUP (Candidatura d’Unitat Popular) zo bet gouest evit an eil gwezh da sevel ul listennad evit ar parlamant katalan, gouez d’ar sontadegoù e tremenfe eus 3 c’hannad da 9 ! Ur pezh lamm an hini eo evit ar c’hCUP a embann divezh bezañ evit ur republik katalan dizalc’h, gwregelour ha sokialour eus Perpinyà da Alacant.

Ne chomfe nemet 55 sez d’ar muiañ evit ar re a fell dezho e talc’hfe Katalonia da vezañ dindan galloud Madrid,  da lâret eo : sokialourien, ha mirourien ar PP…

Ne ouzer ket avat ar pezh a ray an talbenn anvet « Catalunya Sí Que Es Pot » a chom amsklaer he frezegenn diwar-benn an dizalc’hiezh, enni e kaver komunourien ar PC kozh, ar re c’hlas hag ar strollad Podemos. Etre 12 ha 15 sez az afe gante.

Mard eo sklaer bremañ ez eus chañsoù bras ez afe ar muiañ niver gant an div listennad dizalc’hour ez eo anat ivez ez eus daou hent disheñvel evit tizhout ar pal. « Junts pel Si » a ginnig marc’hata gant Madrid pa soñj pennoù ruz ar c’hCUP ez eo ret diskleriañ dizalc’hiezh ar vro da heul disoc’h ar votadeg hep marc’hata tra ebet.

Deus e du gouarnamant Madrid en doa roet da c’houzout e lakafe un termen da statud emrenerezh Katalounia evit mirout ouzh ar gouarnamant dizalc’hour da glask lakaat e pleustr e raktresoù.

Plijout a ra da vManuel Valls embann bep a vare en deus gwrizioù kostez Barcelona e Katalounia ha gant stad Spagn dre vras.

Bez emañ en deizoù kentañ maodiern ar Frañs o pourmen en tu all d’ar Pireneou evit kejiñ ouzh e genseurt Mariano Rajoy hag ouzh Roue nevez ar stad.

Gouez d’ar gelaouenn dizalc’hour Katalan en linenn Llibertat en defe embannet d’ar c’helaouennoù stad e Madrid e vije arvarus evit Katalounia mont da stad dizalc’h. Dañjerus eta evit Katalaniz met ivez evit stad Spagn hag Europa.

logotip_llibertat.cat_

Ouzphennet en doa « Fellout a ra deomp derc’hel gant ur stad spagn kreñv, sed aze ar pep pouezusañ », pe c’hoazh « Ma krog ar broadoù-stad da zisrannañ e vo lakaet diaes Europa».

Gortoz a ra pobl Katalounia e vefe roet dezhi an tu da reiñ he soñj dre ur referandum da vare an diskar amzer, ken buan eo kresket ar mennozhioù dizalc’hour er bloavezhioù kent.

Anat eo en defe dizalc’hiezh Katalounia ul levezon politikel kreñv e peurrest ar broioù Katalan (Inizi Balear, tachenn ar gwalarn, ha bro Valencia…), er stad Spagn a-bezh abalamour da c’hoantoù frankiz ar broadoù all hep stad a vev dindan he beli koulz hag er Stad c’hall a vez ac’hubet ganti hanternoz Katalounia (Bro bPerbinya) hag un toullad broioù all evel hon hini, da skouer…

D’ar sadorn 19 a viz Here ez eo mui pe vui 15 000 den o doa dibunet e straedoù Barcelona dindan ar ger-stur « Independencia per canviar-ho tot » (An dizalc’hiezh evit cheñch pep tra).

Galvet e oa bet gant dizalc’hourien an tu-kleiz radikal evit embann e ranko servij Katalounia dizalc’h da ziazezañ ur raktres a zieubidigezh sokial evit mad ar bobl, an demokratelezh, ar servijoù publik, gwirioù ar merc’hed, hep ankouaat gwirioù broadel ha demokratel Katalaniz.

Gouez d’al lec’hienn http://www.llibertat.cat/ e embann an aozerien bezañ laouen eus an niver a dud deuet da vanifestiñ. Darn anezho a oa deuet eus Bro Valencia (a zo perzh eus ar broioù Katalan met en diavez da dirder Katalounia), menneg zo bet graet eus lodenn ar broioù-se ac’hubet gant ar Frañs ivez. E-touesk ar vanifesterien e ranker ober anv eus kannaded ar c’hCUP (Canditura d’Unitat Popular), ar strolladoù Endavant pe MDT, re yaouank Arran, ar sindikad COS, met ivez implijidi a stourm evit difenn postoù labour en o embregerezh…

N’eo ket echu ar c’houlzad « Independencia per canviar-ho tot » eme an aozerien, en em ledanaat a ray e pep korn ar broioù Katalan er mizioù da zont. Gant ar pal rediañ Arthur Mas (prezidant ar Generalitat) da zerc’hel d’e c’her : aozañ ur referendum evit goulenn gant ar bobl ha sevel a ra a-du evit ma vo Katalounia ur stad dizalc’h. « El sí guanyarà si és per fer un país més just i ètic »  da laret eo  « Ha tizhet e vo ar pal mard eo evit sevel ur vroad reizhoc’h ha divezel » eme c’hoazh e katalaneg flour David Fernàndez, unan eus kannaded ar c’hCUP e parlamant Barcelona.

Ober ur republik sokialour Katalan unvan eus Perpinya da Alicante eo pal an dizalc’hourien bet o vanifestiñ disadorn.

Keleier Breizh dieub ha sokialour.

Evel dizalc’hourien ha sokialourien e fell deomp embann en un doare publik pegen pozitivel e seblant deomp e vije bet tapet 126 219 mouezh ha 3 c’hannad gant dizalc’hourien an talbenn CUP-Alternativa d’Esqueres evit votadegoù parlamant Katalounia.

Dilennidi an talbenn CUP Alternativa d’Esqueres gant o c’hamaraded

Ne vern peseurt dibab a vo graet gant ar strolladoù all a embann sevel a-du gant Katalounia dizalc’h , a-drugarez d’o liamm gant an emsavioù sokial, pobl ha gwregelour ez eomp sur e vo mouezhioù distag eus interestoù ar vourc’hizelezh ha strolladoù Madrid ar c’hCUP evit reiñ un heklev da stourmoù ar bobl ha labourerien Katalounia en ensavadur kozh na zere ket ken gant c’hoantoù frankiz pobl Katalounia.

A-drugarez da labour stourmerien ha stourmerezed ar c’hCUP e kavo pobl ar broioù Katalan he hent dezhi war-du an dizalc’houriezh hag ar sokialouriezh.

Kalonekaus eo evit an holl dud ha strolladoù a stourm en Europa evit reiñ da glevet mouezh ar broadoù distad ha kinnig un aozadur sokial a lakao un termen da lezenn kriz ar c’hevala.

Gwellañ soñjoù etrebroadelour da stourmerien talbenn CUP-Alternativa d’Esqueres !

Visca Catalunya Lliure i socialista !

Bevet Breizh dieub ha sokialour !

Breizhistance IS

26 12 2012