“Betek an trec’h !” eo neuze titl ofisiel ar Redadeg. Un titl neuze awenet gant ur gêr-stur, ul lugan a glever bepred e manifoù merc’hed ha paotred Breizh Dieub ha Sokialour… Peadra da reiñ muioc’h a c’hoant deomp da gemer perzh e mod pe vod e aozadur un darvoud deuet da vezañ ken pouezus evit hor yezh hag hor bro.
Pouezus meurbet kar e tiskouez en ur mod pleustrek e c’hell ar vretoned en em aozañ o unan ha kas a-benn o raktresoù evit o yezh.
Pouezus meurbet kar e ro ur skeudenn dibar deus hon barregezh d’en em strollañ ha da vont e pep Korn ar vro abaoe 10 vloaz da vrudañ ar brezhoneg, e dibarded, e dazont, e wirioù.
Chom a ra Kmoù da brenañ. Deoc’h da zibab pelec’h e fell deoc’h mont gant mignoned gant gant ho tiegezh da c’haloupat war vord an hentoù !
Un nebeud emgaviou a ginnigomp deoc’h memes tra :
- Skoazell Vreizh a ro da c’houzout e vo lakaet war-wel stourm tud Fañch en ur lakaat anezhe da redek ur c’hilometr e anv Skoazell Vreizh e straedoù Kemper da vare al loc’hañ d’an 4 a viz Mae war-dro 9e noz. Ar c’hilometr 21 e vo.
- Daou gKm e anv Kendal Breizh :
Chom a ra un nebeud amzer ganeoc’h, da brenañ Kmoù, pleustriñ evit redek, ha deskiñ pozioù dibar ton an trec’h !