Tag

Keneildedoù kurd Breizh

Browsing

An tu kleiz dizalc’hour a c’halv da gemer perzh niverus disadorn 31 a viz Meurzh en Oriant evit ar vanifestadeg a gengred gant Afrin hag ar Rojava.

Kouezhet kêr Afrin un toulald devezhioù zo etre daouarn arme faskour Turkia dindan urzhioù o frezidant Erdogan. Aloubet eo bet Afrin gant sikour sponterien Daesh hag Al-Qaida a oa bet embarzhet gant Erdogan, dalc’het penn oute ha trec’het gant ar soudarded kurd hag an etrevroadelourien ar YPG-YPJ e Kobane, Raqqa pe Deir-er-Zor.

Tud kêr ha kanton Afrin, soudarded kurd hag an etrevroadelourien deuet evit stourm a-enep Turkia hag e genseurted faskour, zo bet taget ha bombezennet e-pad 2 viz hep ne rannfe grik ar gumuniezh etrebroadel.

Koulskoude he deus gouvezet ar gumuniezh etrebroadel, Ar Stadoù-Unanet ha Bro C’hall da gentañ-penn, penaos kenlabourat gant ar memes soudarded kurd hag etrevroadelourien evit dont a-benn d’ar sponterien Daesh e Kobane pe e Raqqa.

Gervel a reomp ivez da vanifestiñ evit sevel hor mouezhioù a-enep didrouz kendorfetour pennoù-bras an OTAN a gav gwelloc’h dezhe difenn interestoù o c’henseurt Erdogan. Pennoù-bras anavezet mat amañ e Breizh hag en Oraint, kêr Ao. Le Drian, ministr an Aferioù Estren.

Gervel a reomp ivez da zibuniñ e straedoù An Oriant evit difenn an dispac’h er Rojava. Ur stourm kaset da benn war douaroù Kurdistan evit ifenn ar bobl, ar frankiz, ar gwir d’en em dermeniñ hag an ingalded etre ar merc’hed hga ar baotred. Ur stourm a-enep faskouriezh Daesh hag Erdogan boulc’het gant ar gurderd hag an etrevroadelourien.

Evit difenn ar palioù-se ‘oa aet da Rojava hor c’hamalad Kendal Breizh araok bezañ lazhet gant bombezennoù Erdogan ha kenwallerezh ar Stad C’hall.

Gallout a reer lazhañ un dispac’hour met n’haller ket lazhañ an dispac’h. Bezomp niverus e straedoù An Oriant, kêr Le Drian, evit hor c’hamalad Kendal Breizh, evit pobl Kurdistan, evit Afrin !

 

Falc’het eo bet buhez un c’hamalad. Buhez un den ken plijus, ken degemerus, ken mousc’harzus ha brokus na welfomp ket ken. Padal da viken hor bo soñj deuzontañ hag e chomo bev ennomp e vennozhioù a frankiz evit ar pobloù gwasket, a ingalded er gevredigezh hag er bed.

« Gallout a reer lazhañ un dispac’hour met n’haller ket lazhañ an dispac’h » a lavare Fred Hampton, penn-bras ar strollad Black Panthers e deroù ar bloavezhioù 60 pa stourment evit gwirioù ar re zu er Stadoù-Unanet. Bleuniet en deus an hevelep lugan war mogerioù Belfast e 1981 pa oa bet lazhet Bobby Sands gant gouarnamant Thatcher. Ni a gendalc’ho stourm ur c’hamalad amañ e Breizh peogwir eo an doare gwellañ d’e rentañ enor.

Olier, Kendal Breizh e anv brezel e Kurdistan, a oa ur stourmer politikel, koulz dizalc’hour hag anarkour anezhañ, enepfaskour, etrebroadelour, a grede en ur bed disheñvel, reishoc’h, kevatal etre ar merc’hed hag ar baotred hag emveret gant ar bobl. Soñjal a rae dezhañ e oa d’ar pobloù da renañ o dazont ha n’eo ket d’ar pennoù bras. Ur stourmer a soñje dezhañ e ranker difenn ar pobloù a zalc’h penn ouzh an impaleriezh hag an trevadennerezh. Ur stourm a groge amañ e Breizh. Setu perak eo bet engoustlet er stourm evit reiñ skoazell d’ar brizonidi bolitikel breton er bloavezhioù 2000. Er mare-se e oa krog da gaout un interest evit ar brizonidi bolitikel kurd e Turkia… met ivez reoù ar PKK toull-bac’het er Stad C’hall. Peogwir e oa hag eo c’hoazh ar PKK gwelet evel un aozadur sponter en Europa neuze gant ar Stad C’hall ivez. Peadra d’en em soñjal pa oarer e c’hall strollad Erdogan aozañ emvodoù koulzad kabaliñ en Unvaniezh Europa.

Bammet holl omp bet gant kalon hag hardizhegezh Olier. Aet eo d’ar C’hurdistan da souten an dispac’h a oa boulc’het ahont gant ar gurdiz a-enep Siria Bachar, Daesh ha Turkia. Kemeret en deus perzh e emgannoù Rakka ha Deir-ez-zor a-enep d’an islamourien Daesh a dage ar gurdiz. Gellet en dije distreiñ da Vreizh goude-se met c’hoant en deus bet stourm e Afrin evit souten an dispac’h e Rojava. Lazhet eo bet du-hont gant bombezennoù Turkia, ezel an OTAN anezhi. Ar prezidant Macron koulz hag e vinistr an Aferioù Estren, brudet-mat amañ e Breizh, an Aotrou Le Drian, o doa disklêriet diouzhtu pa oa taget Afrin e oa ar gwir gant Bro Durki da zifenn he bevennoù, da lâret eo ar gwir da dagañ ar gurdiz. Kirriek int ivez eus marv hor c’hamalad evel eo kirriek ar gannaded amañ er vro a souten didrouz gouarnamant Macron hag e vinistr an Aferioù Estren, marc’hadour armoù anezhañ e-pad 5 bloaz.

Pa zalc’h penn ar rezistanted e Afrin e chom mut gouarnamant Macron, un didrouz kendorfedour an hini eo. Mezh Breizh eo Le Drian deus Barcelona da Afrin. Dibabet en deus da vont war-zu doareoù faskourien Rajoy pe Erdogan, a-enep ar gwir d’en em dermeniñ o dez ar pobloù. Ar gwir da sevel ur gevredigezh diazezet war ar rannañ, an doujañs, ar stourm a-enep ar c’hoant da c’hounid muioc’h-mui, ar gouennelouriezh, an enepyuzevouriezh, an enepislamovouriezh. Ar wirionez zo gant ar rezistanted en Afrin. N’eus nemet engouestl an dud a saveto Afrin hag ar Rojava. Evel gournamant Bro C’hall eo chom mut an ensavadurioù etrebroadel abaoe 50 devezh. Chom a reont mut dirak Erdogan evel o deus graet dirak ar diktatour Franco e 1939.

Ni, stourmerien an tu-kleiz dizalc’hour, kamaladed Olier abaoe pell ha mignoned gantañ evit kalz diouzhomp daoust ma ne oa ket ezel eus hor strollad politikel, a zalc’homp soñj eus tout se ha dreist-holl eus Olier/Kendal, aet da Gurdistan gant leun a virvilh da zifenn ar frankiz, ar bobl, ar gwir d’en em dermeniñ, ar gevatalded etre ar merc’hed hag ar baotred. Laouen e oa o vont di ar mizioù a-raok loc’hañ, emskiant e oa eus ar riskloù, e choaz e oa. Larêt a rae a-raok loc’hañ e oa prest da vervel evit e vennozhioù, evit ar frankiz. Ne oa ket ezel eus hon strollad met sikouret en doa kalz ac’hanomp evit darvoud-mañ-darvoud, a-enep d’an arme gall, a-enep d’ar faskourien, evit ur vro dieub ha sokialour. A-viskoaz eo bet ganeomp, en hor c’hichen, da vare skolioù-meur an tu kleiz dizalc’hour. Lod ac’hanomp a oa gantañ dija pa oa bet krouet ar CBIL e 2001, er C’hARB da zifenn hor c’hamaladed toullbac’het e Pariz er bloavezhioù 2000. Glac’haret-bras omp hiziv, ha kounnaret ivez.

Emsavomp neuze evit ma ne vije ket marvet Olier evit netra ! Ra rezono hor c’hounnar kengred gant Afrin e straedoù Breizh ! Ro vo un trouz dic’houzañvus evit Le Drian !

Gallout a reer lazhañ un dispac’hour met n’haller ket lazhañ an dispac’h.

Kenavo Olier, kenavo Kendal.

Kendal Breizh a oa anv brezel ar stourmer etrevroadel Olivier L., liberter ha dispac’hour breizhad aet da emezeliñ en hañvezh 2017 da nerzhioù kurd ar Rojava a-benn stourm gante enep ar Stad islamour e Raqqa ha Deir-ez-Zor.

Mennozhioù liberter ha dispac’hour Kendal Breizh o doa sachet e evezh war skiant-prenet politikel ar Rojava ha bountet anezhañ d’en em engajiñ e-mesk an nerzhioù kurd hag o c’hevredidi (Arabed, Yezidied…). Evelto e soñje diwar-benn ar mennozhioù enepimpalaerour, enebfaskour, eneprevelour, ekologour hag evit ur gumunouriezh liberter, a zoujfe ouzh gwir kement pobl da vestroniañ he dazont.

Goude bezañ kemeret perzh e dieubidigezh Raqqa hag hini traoñienn an Euphrat-izel, Kendal Breizh a oa en em ginniget evit mont d’an 20 a viz Genver, asambles gant etrevroadelourien all, da zifenn kanton Afrin taget gant an nerzhioù turk hag o mignoned djihadour (Al Qaeda ha stourmerien ar Stad islamour).

D’an 18 a viz C’hwevrer, gourc’hemennerezh Unvezhioù Difenn ar Bobl (YPG) en doa roet da c’houzout e oa aet Kendal Breizh d’an Anaon d’an 10 a viz C’hwevrer e rannvro Afrin, lazhet gant ur vombezadeg kaset a-benn gant nerzhioù faskour an diktatour turk Erdogan.

Mignoned Kendal Breizh, e gamaladed stourm amañ ha du-hoñt, Kurded Breizh, Keneildedoù kurd Breizh a bed kement den kengred d’al lid enor publik a vo dalc’het d’an 10 a viz Meurzh 2018, e-doug un devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded.

Un abeg a vo evit an holl dud frommet gant marv Kendal breizh, evit holl difennourien ar frankiz, evit an holl dud a fell dezho diskouez o c’henskoazell d’e vignoned, d’e gamaladed, da bobl Kurdistan, d’e rentañ enor ha da eskemm ha bezañ kelaouet diwar-benn stourm Kurdistan hag en un doare resis er Rojava en un degouezh e-lec’h ma vo e-touesk tud all kannaded emsav dieubidigezh ar Gurded.

Karaez (29) – Leurenn Glenmor

D’ar Sadorn 10 a viz Meurzh etre 1e GM ha 5e GM.

Devezhiad kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded hag Enor da gKendal Breizh.

1e GM : degemer ar publik

1e30 – 3e30 : skignadennoù divizoù, taolioù krenn diwar-benn Kurdistan, stourm ar Gurded, ar c’henskoazell etrebroadel, taolioù kelaouiñ.

3e30-5e : enor da gKendal Breizh.

Kement den pe strollad a garfe kemer ar gaoz e-pad an devezhioù-se zo pedet da enskrivañ dre aze : kendalbreizh@outlook.fr

Aozet gant :

•    mignoned ha kamaraded stourm Kendal Breizh

•    Kreizenn demokratel kurd Roazhon

•    Keneildedoù kurd Breizh (AKB)

Anat eo ne vo ket degemeret kelaouennoù ha strolladoù an tu-dehou pellañ, n’int ket deuet mat e mod ebet.

Skritellig A3 da bellgargañ ha da voullañ evit pegañ.