Tag

Kerne-veur

Browsing

Manifesto ar strollad komunour a c’hello bezañ lennet e Kerneveureg diwar-vremañ. Embannet eo bet dindan atebegezh Strollad Komunour Breizh-Veur. Ha Penruth zo anv-pluenn ar c’herneveurad komunour bet e–karg eus al labour treiñ. Kadarnaet eo bet an droidigezh gant Ray Chubb perzh eus Agan Tavas (“Hor yezh”) .

manifestokerneveureg

Embannet eo al levrig gant Strollad Komunour Breizh-Veur. Ken Keable, atebeg war pastel-vro mervent Bro-Saoz ha Kerne-veur en deus roet da c’houzout : “An dibab da embann an droidigezh a zo arouezius eus hor skoazell da sevenadur Kerne-veur ha d’ar c’herneveureg, evel da c’hoant pobl Kerne da gaout ur statud a-ratozh evit ar vro ha da vezañ anzavet evel pobl. Emichañs e vo Deryvadow Party an Gemynwer/Manifesto ar Strollad Komunour un ouzhpennadenn hag a vo talvoudus da gorpus al lennegezh gerneveurek”.

“Embannet gant Karl Marx ha Friederich Engels e 1848, ar manifesto a zo ennañ an diverrañ kentañ ha klokañ mennozhioù teorikel ar varskouriezh kement ha re kadoniezh ha strategiezh ar gomunouriezh” emezañ c’hoazh. “Un diell istorel an hini eo. Talvoudus eo hiziv an deiz e meur a zoare, en abeg da zielfenn kudennoù ar c’hevala a welomp tro-dro deomp dre an disingalded kriz ha an dilabour ledan, dre an enkadennoù taoladek ha dre ar brezelioù peurbadus”.

Un emvod publik a vo d’an 29 a viz Here 2016 e Truro evit kinnig al levrig. 30 pajennad zo ennañ, en gwerzh emañ evit 2 £, ma fell deoc’h e goumanantiñ kit e darempred gant : Ken Keable 01935 823121 pe dre bostell southwest(at)communist-party.org.uk.

E 1978 e oa bet lakaet ar manifesto e brezhoneg gant an embannadurioù Preder hag adembannet e 2013 gant “Lignes D’ombre”. Kentelius eo d’ar vretoned e embannadur e kerneveureg na vefe nemet evit pouezekaat war emzalc’h araokour Komunourien “Breizh-Veur” war dachenn ar yezhoù pe hini ar gwir d’en em dermeniñ keñveriet gant hini brizhgomunourien ar PCF.