Tag

nann d’ar faskourien

Browsing

Kouviet eo ar brasañ niver da gemer perzh er vanifestadeg bet roet lañs dezhi gant strollad enepfaskour Kemper a-benn taliñ ouzh un tolpadeg a-enep an divroidi aozet gant faskourien Adsav d’ar sadorn 23 a viz Genver er memes kumun.

Evel dizalc’hourien, gwregelourezed ha stourmerien kontrol d’ar c’hevala e fell deomp e tigorje ar vanif evit ur vro digor ha kengret ur c’helc’hiad stourm ledan ha poblek a-benn lakaat un termen d’an digastiz frank a seblant roet d’ar strollad-se ha d’ar strolladoù faskour all e breizh na baouezont ket da aozañ tolpadegoù ha da skignañ kemmenadennoù a gasoni. Un digastiz a c’heller kenveriañ gant ar gwask zo lakaet war chouk stourmerien Kernitron al Lann, aozerien manif antifa Pondi d’an 19 a viz Kerzu, pe c’hoazh anarkourien Roazhon asinet er gêr.

Arabat eo lezel an dud-se , hag a zo hep raktres ebet evit Breizh, da adperc’hennañ arouezioù hon identelezh, bezomp niverus disadorn e Kemper.

Laouen e vefomp o kemer perzh en un intrudu heñvel d’ar 6 a viz C’hwevrer e Sant Brieg , ul lec’h hag un deiziad all dibabet gant strolladoù faskour all evit dibuniñ enep d’an divroidi ha skignañ o fropaganda islamgas.

Breizh o Stourm