Tag

Oglaigh Na hEireann

Browsing

Evel bep bloaz ez eo bet lidet e-pad dibenn sizhun pask emsavadeg Ebrel 1916 gant holl republikaned Iwerzhon.

Da heul un emsavadeg armet kenaozet etre Arme Keodeded Iwerzhon ha Kenvreuriezh Republikan Iwerzhon e oa bet diskleriet gant pennoù an disujidi republik kentañ Iwerzhon. An daou arme az eas unvan goude evit dont da vezañ Arme Republikan Iwerzhon ( IRA ).

Ma oant bet koll war an dachenn vilourel, ha fuzuilhet ar re a oa en o fenn e vez sellet ouzh an darvoud mañ evel hini ganedigezh ar vroadelouriezh arnevez en Iwerzhon. Ul levezon padus zo c’hoazh gant an darvoud hiziv an deiz evel m’en doa maget ha ma dalc’h da vagañ awen broadelourien ar pobloù hep stad er bed a-bezh.

D’an devezh se e vez kerzhet peurliesañ betek beredoù pe lec’hioù istorel evit rentañ enor da emsavidi 1916 a glaskas difenn gant an armoù ar gwir evit pobl Iwerzhon da gaout ur republik dizalc’h war en enezenn c’hlas. An holl strolladoù republikan a gemer digarez an devezh se evit prezegenniñ diwar-benn ar stourm a vremañ evit echuiñ gant an hent boulc’het e 1916, enoret e vez ivez an holl dud marvet abaoe 1916 evit ma vo dieub da vat ar vro.

640px-Easter_Proclamation_of_1916

Lidoù a bep seurt.

A-benn bloaz e vo lidet ar 100vet deiz-ha-bloaz eus an emsavadeg brudet se. Ar bloaz mañ ez eo an holl o deus bet c’hoant diskouez e oant mui pe vui gwir dougerien herezh politikel harozed 1916.

Lidoù ofisiel zo bet er republik aozet gant ar stad met ivez gant a bep seurt kevredigezhioù, bodadegoù keodedel ha strolladoù ar pezh a ziskouez e chom bev mat eñvorenn stourmerien pask e kalon ar bobl.

Deus tu ar strolladoù republikan ez eo gant Sinn Fein Gerry Adams ha Martin Mc Guiness eo bet aozet ar c’herzhadegoù ledanañ e Belfast, Dublin pe Derry dirak miliadoù a dud. E Belfast Gerry Kelly , unan eus pennoù bras ar strollad, en doa taget en e brezegenn ar strolladoù a nac’h an emglev a beoc’h brudet dindan anv «  emglev ar gwener mat » sinet gant e strollad e ebrel 1998. Difennet en deus d’ar stourmerien ar strolladoù a dalc’h gant ar feulster armet da implij anv an IRA pa boueze MaryLou Macdonald e Dulenn ( bet kannadez Sinn Fein e Parlamant Europa ) war ar c’hoant a justis sokial a vez c’hoazh hiziv an deiz e kalon oberennoù stourmerien ha stourmerezed he strollad . Videoioù a gaver dre aze.

Ar strolladoù republikan all , hag a zo kalz bihanoc’h o levezon eget Sinn Fein o doa int ivez e pad an dibenn sizhun aozet darvoudoù liesseurt, diaes eo renabliñ an holl. Sed aze un nebeud, e touez ar re bouezusañ moarvat.

Ar strollad Republican Network for Unity (Rouedad Republikan evit an Unvaniezh ) krouet un nebeud bloavezhioù evit enebiñ ouzh emzalc’h nevez Sinn Fien gant un dornad tud a oa bet en toull-bac’h evit an IRA en doa dibunet e Dundalk. Un nebeud kantadoù a vignoned ha izili eus RNU gant strolladoù sonerien fleut republikan a oa deuet eus Iwerzhon ha Skos da seniñ ha da zibuniñ aze a-raok meur a brezegenn daer a enep da bolitikerezh sokial republik Iwerzhon ha disparti an enezenn. Ur gemmenadenn a berzh prizonidi politikel tost da RNU ha bac’het er su hag en hanternoz zo bet lennet evel diskleriadur republik 1916.

E bered Lurgan
E bered Lurgan

Ar strollad Republican Sinn Fein ( un disrann eus ar Sinn Fein all ) en doa aozet un tamm mat a emgavioù e pep korn ar vro koulz hag e bro Skos hag er stadoù unanet ( e metoù Iwerzhoniz divroet ). E unan anezho e Lurgan ( hanternoz ) e oa deuet a benn d’en em silhañ en engroez bodet e bered ar gumun ur stourmer eus ar c’hContinuity IRA. Goude bezañ diskoachet ur bistolenn e oa bet klevet tennadennoù war zu an oabl e koun ar stourmerien marvet. Continuity IRA zo unan eus ar strolladoù a nac’h an emglev a beoc’h hiziv an deiz , meur a brizoniad bolitikel zo bac’het evit bezañ bet ezel eus ar strollad armet a vefe tost tre eus RSF.

Izili CSM 32 zo bet oc’h aozañ lidoù liesseurt e Dulenn, Belfast, Cork ha Derry, Kerry. Ar CSM 32 ( Komite evit souvereniezh an daou gontelezh ha tregont ) zo kinniget evit bezañ tost eus ar strollad armet anvet an IRA Nevez. Evel o c’henseurted eus an IRA menneget a-raok oe vezont stank e prizonioù an norzh hag ar republik.

Ar strollad marksour leninour IRSP ( Irish Republican Socialist Party/ Strollad Republikan Sokialour Iwerzhon ) en doa bodet kantadoù a dud en Derry ha Belfast e lec’h m’eo bet kreñvig a viskoazh. Ar banniel ruz zo bet lakaet da strakal gante e-doug diskleriadennoù rust evit an emglev a beoc’h, an arme saoz, Sinn Fein ha politikerezh sokial ar republik.

O breudeur vihan eus ar strollad Eirigi ( war-sav ! e gouezeleg ) o doa graet kement all e Dulenn, Belfast,Wexford hag un toullad lec’hioù all.

Dibunadeg an IRSP
Dibunadeg an IRSP

Oberiant tre e oa e mizioù tremenet izili an holl strolladoù republikan, dreist holl er stourmadegoù evit ma chomo digoust an dour er republik. Un nebeud emvodoù publik ha manifestadegoù zo bet aozet en doare unvan a-walc’h etre ar strolladoù a rebech da « emglev ar gwener mat » bezañ diefed war o falioù pennañ : unvaniezh an enezenn ha distro ar soudarded saoz en o bro koulz ha statud ar brizonidi.

War dachenn ar stourm armet e chom kalz izeloc’h ar feulster evit ma oa a-raok an emglev a beoc’h, met alies e vez embannet gant ar servijoù polis e labour muioc’h mui ar strolladoù armet kenetrezo daoust ma chom dizalc’h An IRA Nevez eus ar c’hContinuity IRA ha deus ur strollad all ( hag a vije hep skourr politikel publik ) a ra gant anv gouezeleg Arme Republikan Iwerzhon , da lâret eo : Oglaigh Na hEireann .

Derc’hel a ray a-benn bloaz an holl strolladoù republikan da glask lakaat war wel pegen kreñv e chomont an eil da geñver egile ha da embann e chomo 100 vloaz goude mennozhioù James Connoly ha Padrig Pearse mennozhioù a vremañ a ranker derc’hel da glask tizhout ne vern an doare ma vez gant pep hini d’o zifenn.

Keleier Breizh Dieub Ha Sokialour.