Tag

ploermael

Browsing

Betek an trec’h !” eo neuze titl ofisiel ar Redadeg. Un titl neuze awenet gant ur gêr-stur, ul lugan a glever bepred e manifoù merc’hed ha paotred Breizh Dieub ha Sokialour… Peadra da reiñ muioc’h a c’hoant deomp da gemer perzh e mod pe vod e aozadur un darvoud deuet da vezañ ken pouezus evit hor yezh hag hor bro.

Pouezus meurbet kar e tiskouez en ur mod pleustrek e c’hell ar vretoned en em aozañ o unan ha kas a-benn o raktresoù evit o yezh.

Pouezus meurbet kar e ro ur skeudenn dibar deus hon barregezh d’en em strollañ ha da vont e pep Korn ar vro abaoe 10 vloaz da vrudañ ar brezhoneg, e dibarded, e dazont, e wirioù.

Chom a ra Kmoù da brenañ. Deoc’h da zibab pelec’h e fell deoc’h mont gant mignoned gant gant ho tiegezh da c’haloupat war vord an hentoù !

Un nebeud emgaviou a ginnigomp deoc’h memes tra :

  • Skoazell Vreizh a ro da c’houzout e vo lakaet war-wel stourm tud Fañch en ur lakaat anezhe da redek ur c’hilometr e anv Skoazell Vreizh e straedoù Kemper da vare al loc’hañ d’an 4 a viz Mae war-dro 9e noz. Ar c’hilometr 21 e vo.
Evit Bro Roazhon, Bro Dreger-Goeloù ha Bro Leon e c’heller dougen livioù Skoazell Vreizh en degouezhioù se :
– d’al lun 7 a viz Mae e Gwizien da 5e50 goude lein ( Km 682, 683, 684, 685)
– d’ar yaou 10 a viz Mae da 2e20 e Lannolon (Km 1342, 1343, 1344 ha 1345)
– d’ar sadorn 12 a viz Mae da 1e30 goude lein e Plougerne (Km 1798)

 

  • Daou gKm e anv Kendal Breizh :

 

 

Dizalc’hourien an tu-kleiz o deus rakprenet daou gKM e-tal Pondi (438 ha 439), d’ar 6 a viz Mae da 4e31 GM. N’emañ ket re bell eus Pesken, kumun Kendal Breizh marvet war an talbenn e Afrin er C’hurdistan. Da enoriñ hor c’hamalad, ur brezhoneger anezhañ, oc’h kouviet da zont niverus gant ho pannieloù ! Da embann hor c’hoant da stourm betek an trec’h neuze !

 

 

Chom a ra un nebeud amzer ganeoc’h, da brenañ Kmoù, pleustriñ evit redek, ha deskiñ pozioù dibar ton an trec’h !