Tag

sant rivoal

Browsing

Boaz e vezer da welet e pep korn ar vro festoù noz evit arc’hantaouiñ raktresoù stourm, enep d’ar minoù pe evit ar Palestin da skouer. D’an 20 a viz C’hwevrer e vo unan divoutin a-walc’h e Sant-Riwal, ur fest-noz direizh evit dañsal mod all. Un dornad merc’hed yaouank, kalz a vrezhonegerezed en o zouez, a faot dezhe aozañ ar fest se  ” a zo ganti ar pal brudañ hon stourm gwregelour, e bed ar sonerezh hengounel da skouer, en ur vezañ asambles un abardevezh hag un nozvezh evit stalioù diwar-benn ar jener,  gant kaozeadennoù met ivez dañsoù ha sonerezh betek fin an noz !” emezont war o blog .

Gwregelourezed neuze a embann divezh e tlee ar merc’hed kemer ar galloud oc’h en em lakaat war wel kement hag ar baotred war al leurennoù seniñ hag er vuhez sokial dre vras.

Ouzhpenn dañsal e vo graet eta, diouzh an abardaez e vo eskemmet tro dro d’an temoù se adalek 2e g.m. :

– Skrivañ pozioù kanaouennoù
– Fest-noz gwregelour, perak an diaoul.ez ?
– Un deskadurezh ‘vefe ket seksist
– Sekselezh.ioù en ur bed heteronormet
– Serigrafiezh
– Sevel Skritelloù
– Plas ar maouezed war al leurenn.

Da heul e vo roet plas d’ar sonerezed war al leurenn a-raok klozañ gant ul leurenn digor d’an holl.

festnozdireizh