Tag

Skol an emsav

Browsing

E-kreiz miz Genver e oa bet lañset niveridigezh nevez ar boblañs. Homañ a echuo a-benn un nebeud devezhioù ac’hann. Teir sizhun zo e oa bet galvet an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da nac’h respont d’an niveridigezh-se gant ar strollad Ai’ta (1).

Boikotiñ niveridigezh ar boblañs n’eo ket ur mennozh nevez tamm ebet. E 1982 e oa bet aozet evit ar wech kentañ diwar intrudu Skol an Emsav hag e 1990 e oa bet graet adarre diwar hini Stourm ar Brezhoneg.

niveridigezh-2015-skeudenn-2

Niveridigezhioù ha yezhoù minorel

Bez’ zo geriennoù ha troiennoù evel « minorelezh vroadel » pe c’hoazh « yezh vinorel » a chom, er Stad-C’hall, e-maez ar c’heriaoueg ofisiel. Ar gouarnamant gall n’en deus interest ebet da c’houzout pegement a dud a gomz yezhoù minorel er vro ha peseurt implij a ra an dud-se eus ar yezhoù a ouiont. Nann, rak gouzout an dra-se a c’hellfe sikour da ziazezañ politikerezhioù yezh efedus da skouer.

N’eus nemet ur yezh ofisiel er Stad-C’hall, ar galleg. N’eus nemet gallegerien hag o deus gwirioù evel gallegerien. Ar stourm evit niveriñ en un doare resis an dud a gomz yezhoù minorel ha yezhoù broadel er Frañs a zo neuze ur stourm politikel a-bouez-ruz (2).

1982 : boikot kentañ

E miz Meurzh 1982 e oa bet aozet evit an dro gentañ boikot an niveridigezh-poblañs. Gant Skol an Emsav e oa bet lañset.

« Goulenn peseurt yezh a vez kaozet gant ar sitoian » hag « ober ar goulennoù gant follennoù divyezhek » evit « digoriñ an hent d’ar brezhoneg er velestradurezh, er vuhez foran… », setu ar pezh a c’houlenne ar gevredigezh digant an INSEE.

Mont a rae Skol an Emsav un tamm mat pelloc’h zoken hag e lakae ar gaoz war an darempred etre ar Stad hag « ar c’heodedour », un darempred evit mad ar Stad ha n’eo ket evit hini « ar c’heodedour » :

« Evel ouzh ur mekanik-produiñ e sell outañ ha n’eo ket evel ouzh un den. Ne servij an niveridigezh nemet da ziskoulmañ kudennoù arc’hant, ekonomiezh ha mererezh met ne zalc’h ket kont deus an den, deus e yezh, deus e sevenadur » (3).

Aozet war an diwezhad, ne zisoc’ho ar boikot diwar netra.

Niveridigezh 2

1990 : boikot nevez lañset gant SAB

Ar wech-mañ ne fell ket da stourmerien ar brezhoneg bezañ tapet berr. Adalek 1988 e vo lañset gante ar stourm tro-dro d’an niveridigezh. Tamm-ha-tamm ec’h aio an darn vrasañ eus ar c’hevredigezhioù ha strolladoù politikel breizhek d’o heul : Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (UGB), Burev Europa ar yezhoù minorel, Unvaniezh kevredigezhioù breizhek Bro Roazon, Ar Falz, Dastum, Celtic League, UDB, Emgann, Diwan, h.a.

Bernioù lizheroù a voe kaset d’an dilennidi.

E miz Mezheven 1989 e skriv SAB d’ar c’hentañ ministr, Michel Rocard, evit goulenn gantañ e vije anavezet « evit ar wech kentañ, ar vrezhonegerien hag o yezh gant ar Stad en un doare ofisiel » hag evit goulenn « ma vo niveret ar vrezhonegerien ha ma vo roet tu dezho da respont war baperioù skrivet en o yezh, evit doujañ ouzh gwirioù yezhel pobl Vreizh hag an emglevioù etrevroadel sinet gant ar Stad-C’hall » (4).

Er memes miz e oa bet nac’het ar gwir da gomz brezhoneg el lez-varn (ur wech ouzhpenn) ouzh Herve ar Beg, Mikael Korle ha Jean-Yves Gwern, stourmerien eus SAB. Hag e fin ar bloaz e ranke Gilbert Kabon chom en toull-bac’h abalamour ma nac’he mont e galleg ouzh e varnerien.

Degasomp da soñj ivez e oa ar bloavezh 1989 hini daouc’hantvet deiz-ha-bloaz an dispac’h gall. Un avel a vroadelouriezh c’hall a c’hwezhe kreñv war ar Frañs da neuze.

E miz Meurzh 1990 e vo promesa da sevel un « enklask » diwar-benn ar brezhoneg e 1991 digant ministr an ekonomiezh, Pierre Bérégovoy.

N’eo ket evit keloù-se e vo touellet tud Stourm ar Brezhoneg. Aloubiñ a reont ti an INSEE e Roazhon d’an 13 a viz Ebrel ha derc’hel ar rener, Loeiz Laurent, en e vurev e-pad teir eurvezh, amzer displegañ dezhañ dre ar munud ar pezh a fell dezhe… Tro dek eur noz e vo laosket da vont.

Daoust da se, war-bouez un enklask bennaket, ne zeuio ket kalz a dra diwar boikot 1990.

niveridigezh 5

Niveridigezh 1999

E 1999 n’eus aozet boikot ebet gant ar strolladoù sevenadurel ha politkel. Da geñver an niveridigezh e vo graet un tamm enklask gant an INSEE diwar-benn treuzkas ar yezhoù er familhoù ha savet goulennoù e-giz : « quelle(s) langue(s), dialecte(s) ou patois vous parlaient, quand vous aviez cinq ans, votre père et votre mère ? ». Splann e vo diwar an enklask pegen gwazh eo ar c’holl evit ar yezhoù minorel, met n’eo ket se a raio d’ar Stad ober un dra bennak ! (5)

War a seblant e vije bet savet paperennoù brezhonek evit an niveridigezh-se : « A noter qu’un formulaire de recensement a été rédigé en breton, suite au refus de certains bretonnants de répondre en français lors du recensement de 1990, intitulé « Niveridigezh ar boblans », qui constitue sans doute une exception culturelle par rapport au reste de la population nationale » a lenner e-barzh Le Télégramme d’an 10 a viz C’hwevrer 1999 (6).

Ofis ar Brezhoneg er penn a-raok

Un dra dedennus am eus diskoachet diwar ar genrouedad, un diell embannet e 2003 gant Ofis ar brezhoneg, anvet Plan général de développement du breton « Brezhoneg 2015. » (7)

3 fal bras a oa d’ar steuñv-se ha 52 ober da gas da benn ac’hann da 2015, hag an hini kentañ a oa : « Utiliser le nouveau mode de recensement de la population pour mesurer le nombre de brittophones. »

Setu ar pezh a embannent d’ar c’houlz-se :

« Depuis janvier 2004 une nouvelle méthode de recensement a été mise en œuvre. Le recensement n’est plus exhaustif et organisé tous les 9 ans mais se fait sous la forme d’enquêtes annuelles sur un échantillon de la population. Les communes de moins de 10 000 habitants seront toujours recensées tous les 5 ans de façon exhaustive. Les communes de 10 000 habitants et plus réaliseront tous les ans une enquête par sondage auprès d’un échantillon de 8 % de la population. L’I.N.S.E.E. organise et contrôle la collecte des informations tandis que la commune prépare et réalise l’enquête.

L’occasion est donnée d’introduire une question sur la connaissance et une question sur la pratique de la langue bretonne. Il est primordial de la saisir car la connaissance de ces données constitue la base même de toute politique linguistique. »

Bremañ p’emaomp e 2015 ec’h eo sklaer n’eo ket bet tizhet an holl balioù ac’h a d’ober steuñv an Ofis (pell-pell ac’hann!) met da vihanañ atav ec’h adkas da soñj an diell-se deomp pegen pouezus eo an niveridigezhioù evit diazezañ ar politikerezhioù yezh.

Tamm-ha-tamm ec’h a an traoù war-raok memes tra. E 2012 e oa bet kaset da benn un enklask diwar-benn an anaoudegezh hag an implij eus ar brezhoneg e-ser an niveridigezh e kêr Garaez (8).

Setu dre vras ar pezh a c’heller lâret diwar-benn istor ar stourm evit an niveridigezh.

Niveridigezh 4

« Boycotter de manière pacifique mais résolue le présent recensement »

Bremañ pa ‘m eus graet ur sell a-drek war an istor e c’hellan reiñ ma soñj diwar-benn ober nevez Ai’ta.

Me ‘gav din eo skort a-walc’h ar pezh a ginnig Ai’ta deomp.

Tud SAB a oa gante d’o heul ul lodenn vat eus an emsav sevenadurel ha politikel, prientet o devoa ar boikot gant daou vloavezh lañs ha klozet rener INSEE Breizh en e vurev e-pad teir eurvezh. Koulskoude ne oant ket deuet a-benn da c’hounit ar pezh a c’houlennent. Me ‘gred n’eo ket mont re bell ganti goulenn digant tud Ai’ta penaos emaint en soñj da c’hounit ar stourm-se « en un doare difeuls met sklaer » evel ma lavaront war o lec’hienn.

Un dra ouzhpenn. Ne gav ket din eo ur mennozh fall tamm ebet adlañsañ stourm an niveridigezh nemet e kav din eo treut a-walc’h an arguzennerezh kinniget deomp gant Ai’ta.

SAB a ginnige ur sell politikel hollekoc’h ha lemmoc’h : « Boikotiñ a raimp an niveridigezh-se peogwir ne ra nemet war-dro ar c’heodedour-skwer, galleger ha bevezer, hervez ar patrom nemetañ, unstumm, unseurt hag unyezhek, eus Brest da Ouvea. » (9)

Liammañ a raent e giz-se ar stourm evit ar brezhoneg gant ar stourm enep an heñvelaat ha lakaat ar gaoz, en ur mod distroet un tamm, war stourm an dizalc’hourien e Kanaky (afer mougev Ouvea a oa c’hoarvezet e miz Mae 1988).

Me ‘gav din n’eo ket didalvez lenn arguzennoù stourmerien SAB. Perak ? Ober a raent un dra a zlefe stourmerien ar brezhoneg ober hirie-an-deiz ivez d’am soñj. Sevel ur goulenn oute o-unan :

Stourm evit ar brezhoneg, ya, met e-barzh peseurt kevredigezh da zont ?

niveridigezh 7

Tomaz L.J.

***

EBSSA (Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel) = INSEE e galleg

(1) Atersadenn Dewi Siberil gant Tudual Karluer (RKB).

(2) http://www.axl.cefan.ulaval.ca/europe/france-1demo.htm

http://www.axl.cefan.ulaval.ca/Langues/1div_recens.htm

(3) Bremañ, n°10, C’hwevrer-Meurzh 1982 (p.3).

(4) Emgann-Combat breton, n°53, C’hwevrer-Meurzh 1990.

(5) http://www.insee.fr/fr/ffc/docs_ffc/IP830.pdf

(6) https://lejournaldesentreprises.com/ar/viewarticle1024.php aaaammjj=19990210&article=19990210-5142032&type=ar

(7) http://www.diwanbreizh.org/article.php4?sid=849

(8) http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/zoom/index.php?actualite_id=400

(9) Emgann-Combat breton, n°53, C’hwevrer-Meurzh 1990.

(10) http://www.mediapart.fr/journal/culture-idees/180808/ouvea-michel-rocard-vend-la-meche-sur-france-culture

Ar wech paseet e oa bet lakaet ar gaoz ganin war ganedigezh Stourm ar Brezhoneg (1984). An dro-mañ e vo kinniget deoc’h ur pennad diwar-benn Skol an Emsav hag a oa er bloavezhioù 1970 ur gevredigezh stourm sevenadurel birvidik-birvidik.

Back to the seventies neuze !

Unknown - Unknown - 3781331019_775c112d99_o« Skol an Emsav he deus kroget da labourat tri bloaz zo bremañ. Loc’het eo diwar intrudu ur bagadig stourmerien e dibenn ar bloavezh 1969. Da ziazez eo bet laket da gentañ : n’hon eus netra da c’houlenn ouzh ar galloud sujer e Breizh, hogen da labourat drezomp hon-unan, kas ar stourm war-raok war an dachenn, sevel ur framm diforc’h diouzh ar galloud gall hag a vo hini an Emsav, da lavarout eo pobl Vreizh o stourm evit he frankiz. Ar pezh a zo da ober eta eo kontañ war hon nerzh hepken ! » (1)

Pondi. 26 a viz Du 1972. Tangi Louarn a gemer ar gaoz da geñver un emvod publik aozet gant Skol an Emsav, Emgleo Breiz ha Kuzul ar Brezhoneg. Evit ar wech kentañ en em ziskouez Skol an Emsav gant strolladoù sevenadurel breizhek all e-kerzh un darvoud foran. Meur a wech all a deuio da c’houde ma vo gwelet ar gevredigezh o kemer perzh er stourmoù sevenadurel ha politikel a lak Breizh ar c’houlz-se da virviñ.

1972. Ur bloavezh a stourmoù sokial garv, bloavezh prosez an FLB dirak Lez-varn Surentez ar Stad, bloavezh « azginivelezh ur bobl » evel a lavar Jean-Pierre Le Dantec. Kichen-ha-kichen en em gav ar gwenn-ha-du hag ar banniel ruz. Emañ broadelouriezh Vreizh o vont da vat war an tu kleiz. Derc’hel a raio d’hen ober a-hed ar bloavezhioù 1970.

Skol an Emsav, un elfenn eus an argerzh-se ? Hep mar ebet. En tu kleiz emañ mennozhioù ar gevredigezh ha merkañ a ra hec’h amzer gant he oberoù liesseurt evit kas ar brezhoneg war-raok : aozañ kentelioù-noz e-leizh, stajoù e kêr pe war ar maez, embann e brezhoneg, aozañ gouelioù, kemer perzh mod pe vod er stourmoù sokial diniver a c’hoarvez penn-da-benn d’ar vro, hag e-giz-se ober eus ar yezh benveg ar stourm pemdez evit cheñch an traoù.

« Nac’het eo bet pobl Vreizh dre ziskar ar brezhoneg ; ar brezhoneg a vo evidomp arm an dispac’h brezhon ! » (1)

4604437861_a23beddc7b_oSkol an Emsav, hirie kreizenn kelenn brezhoneg d’an dud deuet, a oa da vat er bloavezhioù 1970 ur gevredigezh stourm sevenadurel oberiant-oberiant. Diwar labour Skol an Emsav ez eus diwanet forzh traoù hag a zo bremañ sichennet mat e bed ar brezhoneg. Daoust ha n’eo ket div vaouez eus Skol an Emsav da skouer a zo kaset da Euskadi e miz C’hwevrer 1977 evit gwelet penaos ec’h a en-dro ar skolioù euskarek ? (2) Daoust ha n’eo ket asambles gant tud Skol an Emsav e vo savet, ur frapadig goude, ar skolioù Diwan ?

Ar gelaouenn Bremañ, « benveg-stourm-kelaouiñ evit ar vretoned », a oa bet lañset e 1980 gant an dud a rae war-dro « Rann an embann » e-barzh Skol an Emsav ivez.

Ganedigezh Skol an Emsav

Diwar un disrann diouzh ar « strollad politikel » Emsav Stadel Breizh (ESB), deut war wel e 1967, e oa bet ganet Skol an Emsav. ESB a oa dioutañ ur framm politikel en doa da bal sevel ur « Stad Vrezhon » a vije ar brezhoneg ar yezh ofisiel enni. Liammet e oa ESB gant Strollad an Deskadurezh Eil Derez (SADED), ur framm savet e 1963 a oa e vennad sevel « ur c’helennerezh brezhonek a live gant ar c’hlasoù dibenn-studi hag ar bloavezhioù kentañ skol-veur ». Al labour studi ha preder kaset da benn gant an daou framm-se a veze embannet e-barzh ar gelaouenn bolitikel Emsav :

« Ar gelaouenn-mañ zo enta hini al labourerion o deus staget a-zevri da sevel ar Stad Vrezhon. Ur gelaouenn bolitikel eo, ha war un dro benveg da stummañ ar re a sammo ar c’hargoù ponner a fizio enno pobl Vreizh war hent hec’h adsav. » (3)

E 1969 e c’hoarvez un darzhadenn e diabarzh ESB. An darn vrasañ eus ar stourmerien ac’h a kuit deus ar strollad evit mont da grouiñ Emsav ar Bobl Vrezhon (EBV), ur framm politikel, ha Skol an Emsav, tonket da vezañ framm kelenn an emsav nevez-se. E penn EBV ha Skol an Emsav e kaved tud deus ar remziad kozh evel Youenn Olier, met ivez tud yaouank evel Lena ha Tangi Louarn. Bep an tammig ec’h aio EBV da zizeriañ ha ne chomo ken nemet Skol an Emsav, lusket gant ar re yaouank. D’ar c’houlz-se e kroge an emsaverien yaouank da bellaat diouzh mennozhioù strizh an Emsav hengounel ha da zigeriñ ar stourm evit ar brezhoneg. Gwall vras e oa deut ar frailh da vezañ etre raktres politikel al luskad ESB-SADED ha tro-spered ar remziad brezhonek nevez-se a oa en em gavet e skolioù-meur Breizh goude miz Mae 1968. Kement a skeudennaouiñ an troc’h-se, setu un trakt a oa bet skignet gant ESB e skol-veur Roazhon e miz Mae 1969 :

Trakt Mae 1969 E.S.B.

E miz Mae e voe skignet e diabarzh Skol-veur Roazhon un trakt gallek embannet gant E.S.B.

Setu an destenn vrezhonek anezhañ :

Brezhoneg ha Deskadurezh Vroadel.

Derou an emgann evit Breizh zo distruj ar Stad c’hall e Breizh hag he binvioù-mestroniañ. Ar Skol-veur c’hall eo abaoe ur c’hantved pennañ benveg arallekadur ar bobl vrezhon. Dre zistruj ar Skol-veur c’hall e Breizh e tremen hent an dieubidigezh evit ar bobl vrezhon.

Lakaat yezh ar bobl vrezhon er Skol-veur c’hall zo kement ha
– sankañ ar bobl vrezhon en trap trevadennel,
– distreiñ Breizhiz diwar hent an dispac’h,
– tennañ digant ar brezhoneg e ster dispac’hel.

Hent dieubidigezh ar bobl vrezhon a dremen dre grouidigezh armoù he dieubidigezh ha da gentañ dre an Deskadurezh Vroadel vrezhon. Lec’h ar brezhoneg zo, en Deskadurezh Vroadel vrezhon, hini ur benveg dispac’hel galloudus ha diziouerus. Kement a denn da lemel pe da guzhat e zremm dispac’hel gant ar brezhoneg zo ur skoilh ouzh an Emsav-dieubiñ (4).

P1030668

Kleiz ha Breizh

Skol an Emsav a oa dezhi, adalek ar penn kentañ, un emzalc’h politikel didro, broadelour ha tost-tost eus mennozhioù an tu kleiz pellañ :

« Ni a fell deomp ec’h adsavfe hor pobl. Adsevel pobl Breizh a dalv evidomp diskar ar gapitalouriezh ha sevel en hor bro ha gant pobloù all ar bed ar sokialouriezh a roy an tu da bep hini da vout mestr war e vuhez ha da bep pobl d’en em ren hec’h-unan ». (5)

Ur strollad stourm hollvrezhonek a oa Skol an Emsav hag en deus nac’het a-hed ar wech ober un troc’h etre ar stourm sevenadurel hag ar stourm politikel. Evit stourmerien ha stourmerezed Skol an Emsav e oa ret stourm evit kas ar brezhoneg war-raok, n’eo ket e forzh peseurt kevredigezh da zont, met en ur gevredigezh ma vije ar vretoned dieub war an dachenn vroadel koulz ha war an dachenn sokial.

P1030684

« Arabad deomp eta skoazellañ da zerc’hel bew an diforc’h « sevenadurel ≠ politikel ». Gant peb ober kevredigezhel ez eus ur ster politikel : d’an hini a ra anezhañ eo da c’houzoud ha da ziskouez ar ster-se, n’eo ket da dud ispisializet war an doare da varn an traoù. Diazez an demokratelezh e seblant bezañ. » (6)

« Gouest eo ar strolladoù sevenadurel (darn anezho da vihanañ) da gaout un emzalc’h politikel. Red eo diskouez zoken, ez eo ar stourm sevenadurel un engouestladur politikel. Ne ranker ket lezel ar c’hudennoù politikel, a zo kudennoù an holl, gant tud na rafent « nemed » politikerezh. Gwelloc’h eo broudañ ar re a zo e strolladoù politikel da zont da ren un darn eus o stourm e-barzh an aozadurioù sevenadurel. » (7)

« Disklêriadurioù politikel » a veze graet gant Skol an Emsav pa gave dezhi he devoa da reiñ he soñj war ar pezh a c’hoarveze er vro. « Diskar Lez-varn Surentez ar Stad » a faote dezhi hag ivez « didoullbac’hadeg an holl brizonidi vreizhat karc’haret e Paris e anv an FLB » (8). D’ar c’houlz-se ne oa ket dibaot gwelet stourmerien sevenadurel pe bolitikel, sindikalisted, dastumet gant ar polis pe evezhiet a-dost. A-blam da se he devoa Skol an Emsav kemeret perzh er c’huzulioù enep ar gwaskerezh diouzhtu pa oant bet savet, evit souten Kaou Puillandre e 1974 (goude afer Roc’h Tredudon) hag e-barzh ar c’hCOBAR (comités bretons anti-répression) adal miz Here 1975 (9).

Bremañ, Meurzh-Ebrel 1980 (n°0)Petra oa meno Skol an Emsav diwar-benn ar feulster politikel ? « Ar stad c’hall hag ar vourc’hizelezh a zo kiriek diouzh ar feulster. Arabat kondaoniñ an dud a ra an taolioù, daoust ma n’omp ket a du gant an doare-se da stourm » (10). Ur gemenadenn a-enep ar moustrerezh a zo sinet gant Skol an Emsav e fin ar bloavezh 1976, a-gevret gant ar PSU, UL CFDT Kemper, LCR, Bretagne révolutionnaire, CRIN Bro Vigoudenn, Kuzul difenn Ti Vougeret, MRJC ha FASAB da heul ur wagenn c’houlennata ha furchal graet gant ar polis (11). Un nebeut mizioù araok, e miz Gwengolo, e oa tarzhet Yann-Kêl Kernalegenn gant e vombezenn. Hennezh a oa e penn an aferioù diabarzh e Skol an Emsav abaoe miz Kerzu 1975. Edo o labourat a-youl vat evit ar gevredigezh abaoe pemp bloaz e kreizenn Kemper.

Embannet e oa bet ur gemennadenn gant Kuzul Ren Skol an Emsav d’ar 16 a viz Here 1976 : « Skol an Emsav a sav a-enep da bolitikerezh ar galloud a redi ar Vretoned da zivroañ evit kavet labour hag a lak an traoù en ur stad ken spontus ma ziwan ar feulster. Skol an Emsav a sav a-enep da ziskleriadurioù digiriek tud ‘zo o klask troiñ an emsaverien trema ar feulster ha lakaat an dud da grediñ e c’hello ar bombezennoù kas stourmoù Pobl Vreizh war-raok. Skol an Emsav a ziskler start ne vo nemet dre emskiantekaat ha dre en em sevel asambles e c’hello labourerien Vreizh trec’hiñ war gorvoerezh ar gapitalouriezh hag an drevadennouriezh. » (12)

Kelenn brezhoneg

E-barzh un toullad stourmoù sokial e kemere perzh ar gevredigezh. « E-barzh ar manifestadegoù en-dro d’al lanv du (Brest), eneb d’ar c’hreizennoù nukleel (Naoned), evid Bro Naoned e Breizh (Sant-Nazer) » ; « SAE zo aet zoken d’ober war-dro ur stourm eneb an adlodennañ e Plonevez ar Faou » (13). Kreizenn Skol an Emsav Naoned a gemer perzh e aozadur Gouel an Unvaniezh (25/04/1976), « manifestadeg-bobl evid unanidigezh melestradur Breizh ». Met stourm kentañ ar gevredigezh a oa kelenn brezhoneg.

Sevel kreizennoù « e pep lec’h e Breizh, e kement kêr, bourk, pe garter » a felle da Skol an Emsav ober ha bezañ « dre ar brezhoneg, ar penn araok stourmoù pobl Vreizh enep ar c’horvoerezh hag ar gwaskerezh, evit he frankiz, gant ar strolladoù hag ar sindikadoù a zo ouzh he difenn. » (14)

« Mennad Skol an Emsav eo ober eus ar brezhoneg ur yezh kevredigezhel evit ur bobl mestrez eus he buhez » (15). Kelenn a-youl vat, skignañ brezhoneg ha broudañ an dud da adperc’hennañ ar yezh, setu an traoù pennañ a veze kaset da benn gant Skol an Emsav er bloavezhioù 1970. Bep sizhun e veze graet kentelioù brezhoneg gant kreizennoù SAE un tamm pep lec’h e Breizh : « Chaque semaine, 150 cours sont ainsi assurés par les différents centres et dans de multiples équipements, très souvent municipaux » eme Yves Gegou e fin ar bloavezhioù 1970 (16).

Daoust-hag ez eus bet kement-se a dud o peurzeskiñ ar yezh hag o tont da vezañ brezhonegerien glok a-drugarez sa-se ? Stourmerien Skol an Emsav o doa savet ar goulenn outo o-unan dija  : « ar skol eo he deus distrujet ar brezhoneg, red eo saveteiñ hemañ dre ar skol met ur skol vroadel, ha setu SAE : ur framm kelenn. Petra eo efedusted ar framm kelenn-se e lec’h n’eus koulz lavared nemet kelennerien a youl vad hep stummadur ? Aes eo muzuliañ an efedusted : pegement zo deuet a-benn da zeskiñ brezhoneg diwar an holl a zo deuet da gentelioù SAE ? N’eus ket kalz. » (17) Ur sell rust rak memes ma ne oa ket direbech an doare da gelenn moarvat, eo bet a-bouez-ruz ar c’hentelioù-noz evit kizidikaat an dud hag adtommañ anezhe ouzh ar brezhoneg.

Kalz a stajoù a veze aozet gant Skol an Emsav ivez : stajoù hollvrezhonek, stajoù divyezhek, stajoù-hañv, stajoù da goulz vakañsoù pask, « krash-kaozioù » (kentelioù d’an daoulamm), stajoù evit ar vugale, stajoù labour war ar maez (e Plouared da skouer). E-pad ur prantad ez eus bet savet stajoù gant harp ar gevredigezh Brezhoneg Yezh Vew a oa diouti e bro Leon. Ar stajoù a oa ur mod da genderc’hel gant ar c’hentelioù brezhoneg a veze graet a-hed ar bloaz, un doare ivez da « emskiantekaat » an dud, da dostaat anezhe ouzh ar politikerezh (devezhioù-studi a veze graet), hag ivez da zaremprediñ troc’herien-buzhug ar vro pa veze graet stajoù labour war ar maez : « e darempred bemdez gant ar beizanted : n’eus ket gwelloc’h skol evid ar brezhoneg yac’h ; n’eus ket gwelloc’h doare da anavezout diaesterioù labourerien douar hor bro » (18).

KDSK_SAE_Lodad01B0163

Ar skolioù brezhonek

E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e komañs tud Skol an Emsav d’ober anv eus ur raktres sevel skolioù brezhonek. Da goulz devezhioù-studi e Landerne (27-30 a viz Kerzu 1975) ec’h embann ar stourmerien « disentez start SAE da sevel ikastolaoù da vad (…) unan eus an oberoù hon eus da sevel eo bremañ. Pouezus-tre eo ma fell deomp mont war-raog en hor stourm » (19). E miz Mae 1976, e-kerzh an Dael (emvod-meur), e tiviz ar stourmerien « lakaat sevel skolioù brezhoneg da bal pennañ SAE » ha « klask, war verr dermen, sevel skolioù evit ar re vihan, ha war hir dermen, o stankaat hag o diorren ». Talvoudus eo gwelet penaos ez a war-raok ar raktres. Da gentañ e faot d’ar stourmerien aozañ ur staj evit gouzout diwar betore pennaennoù sevel ar skolioù-se. Broudañ a reont an dud da zegas d’ar staj « diverradurioù diwar levrioù Freinet, kelaouennoù o tiskouez skolioù ar broioù sokialour, levr « Bugale dieub Summerhill » hag all… » (20).

Nebeut amzer goude ez eus kaset div stourmerez da Euskadi evit studiañ mont en-dro ar skolioù euskarek : « Daou ezel eus S.A.E. a yay d’ober ur veaj studi da Vro Euskadi evid studiañ penaos e ya en dro ar « Skolioù a re vihan » du-hont. Divizet eo bet gant ar Poellgor Seveniñ e yafe A.ar Beg hag A.V. Chapalain. Pemp devezh a bado an droiadenn (7.12 a viz C’hwevrer) » (21). Pemzektez warlerc’h ez eo ganet Diwan : « E penn kentañ miz meurzh eo ganet « Diwan » ur gevredigezh he fal ober war dro bugale vihan e brezhoneg. Anvet eo bet Gweltaz ar Fur da brezidant. » (22). Dindan un nebeut mizioù e teu Diwan da vezañ unan eus stourmoù izili Skol an Emsav. D’ar Yaou 24 a viz Du 1977 ez eus aozet ur fest-noz skoazell e Roazhon a vod un 800 den bennak. E miz Genver 1978 e tigor skol Diwan Roazhon.

Gouel ar brezhoneg

« Gouel ar brezhoneg » zo unan eus an traoù pennañ a oa bet graet gant Skol an Emsav ivez. Er bloaz 1974 e oa bet savet gant aozadurioù sevenadurel breizhek all (Ar Falz, Brezhoneg Yezh Vew) ha kinniget evel-mañ : « Ur gouel eo, hollvrezhonek. Arouez eus youl labourerien Vreizh da vevañ en o bro, arouez o youl ivez da lârout o soñj evel ma karont, hag er yezh a zo o hini » (23). E Gwengamp e oa bet dalc’het ar bloaz kentañ, e Kastell-Paol e 1975, e Pont ‘n Abad e 1976, e Karaez e 1977, e Zinzag Lokrist e 1978, er Roc’h Derrien e 1979, e Plabenneg e 1980 hag e Douarnenez er bloaz 1981.

p-002248

 ***

Un guchenn  vat a dud o deus hirie ur pouez bras pe vrasoc’h er bed sevenadurel pe bolitikel « breizhek » a zo bet o stourm e-barzh Skol an Emsav. N’eo ket un degouezh moarvat m’emañ an dud-se el lec’h m’emaint. Ur gwir levezon a zo bet gant Skol an Emsav e-barzh an Emsav e-pad un toullad bloavezhioù. Forzh tud a zo bet « stummet » dre ar stourm o deus bet kaset e-barzh ar gevredigezh hag ar c’hargoù o deus sammet enni. Ur bern tud bet o kas o zammig stourm e Skol an Emsav, en ur vont a-wezhoù e-maez al lezenn, a zo bremañ o labourat evit ar brezhoneg e-barzh ur stern ensavadurel hag ofisiel.

Setu ho peus bet un tañva eus pezh a oa Skol an Emsav er bloavezhioù 1970. Met kalz a draoù a vefe da lâret ouzhpenn, sur-tre !

Tomaz L.J., studier war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2.

***

(1) Skol an Emsav n°1, C’hwevrer 1973.

(2) Ar Fulenn (kelaouenn diabarzh) n°20, 5 a viz C’hwevrer 1977.

(3) Emsav n°1, Genver 1967.

(4) Emsav n°30, Mezheven 1969.

(5) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981 (dielloù SAE).

(6) Ar Fulenn n°3, 6 a viz Du 1975.

(7) Ar Fulenn n°2, 23 Here 1975.

(8) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(9) Tudi Kernalegenn, Drapeaux rouges et gwenn-ha-du, p.126, Editions Apogée, 2005.

(10) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(11) Ar Fulenn n°17, 1añ a viz Kerzu 1976.

(12) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(13) Ar Fulenn n°38, 6 a viz Ebrel 1978.

(14) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(15) ibid.

(16) Yves Gegou, « Skol an Emsav. L’école de la résistance », Autrement « Bretagne », Mezheven 1979.

(17) Ar Fulenn n°10, 29-30 a viz Mae 1976.

(18) Ar Fulenn n°12, 20 a viz Gouere 1976.

(19) Ar Fulenn n°5, 10 a viz Genver 1976.

(20) Ar Fulenn n°18, 15 a viz Kerzu 1976.

(21) Ar Fulenn n°20, 5 a viz C’hwevrer 1977.

(22) Ar Fulenn n°23, 12 a viz Ebrel 1977.

(23) Bremañ n°0, Meurzh-Ebrel 1980.

Sed aze ur skrid diwar-benn istor ar stourm evit ma vo  ofisiel ar brezhoneg, kinniget gant ur studier ( Tomaz Laquaine-Jacq). Displeg a ra amañ dindan an emdraodurioù a oa bet e deroù ar bloavezhioù 80 e bed ar c’hevredigezhioù brezhonek hag o darempred gant ar galloud nevez bet staliet e Pariz e 1981, hini ar PS.

Klasket e vo kinnig reoù all da dennañ kentel eus ar stourmoù bet betek bremañ evit ma vo tizhet ar pal se, unan pouezus meurbet war hent ar stourm a zieubidigezh vroadel ha sokial e Breizh.

Keleier Breizh Dieub ha Sokialour

Pigosat furnez hag awen en amzer-dremenet a zo un dra vat. Dedennet ma ‘z on gant istor ar stourm(où) evit ar brezhoneg em eus lakaet e-barzh ma soñj sevel un tamm studiadenn diwar-benn istor al luskad Stourm ar Brezhoneg (SAB), bet ganet e 1984 e-kreiz ur poullad koltar. E-skeud al labour-se e vo kinniget deoc’h, gwezh ha gwezh, pennadoù diwar-bouez istor SAB. Gant ma vefont un digarez evit ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien da gaozeal eus o amzer-dremenet, eus o amzer-vremañ hag eus o amzer-da-zont…

Penaos ha perak e oa bet ganet Stourm ar Brezhoneg (SAB) ?

10 a viz Kerzu 1983. En em dolpañ a ra izili Skol an Emsav e Pondi da geñver un « Dael » dreistordinal, un emvod-meur. Dizemglev a sav etre an dud hag e tiviz un darn anezhe kuitaat ar gevredigezh ha mont da sevel ur strollad stourm nevez : Stourm ar Brezhoneg. A-benn tri miz goude-se e vo koltaret un toullad panelloù-hent gante e-pad « nozvezh du » kentañ SAB (17/03/1984). Met abalamour da betra e c’hoarvez un disrann e diabarzh Skol an Emsav ? En ul lizher, embannet e-barzh ar gelaouenn Bremañ, e tispleg an disrannerien perak ez eont kuit :

« War-lerc’h an Dael ispisial a zo bet bodet e Pondi d’an 10 a viz Kerzu hon eus graet hor soñj kuitaat Skol an Emsav. Petra zo kaoz ? En hon touez ez eus lod o deus bet kemeret perzh, hag a-zevri, e-barzh buhez hag ober Skol an Emsav, abaoe un toullad bloavezhioù. Ma n’eo ket abaoe dek vloaz evit darn (…) Perak ne chomomp ket ken e-barzh S.A.E. neuze ? N’eo ket tamm ebet dre ma kav deomp omp bet faziet, ha n’hon eus keuz ebet d’ar pezh hon eus graet evel izili eus SAE, met dre ma ne soñj ket deomp ken emañ ar vag o skeiñ war an tu mat. Da geñver Dael An Oriant d’an 19 ha d’an 20 a viz Du, hon doa graet kinnigoù resis war dachenn an diazezoù, ar politikerezh diavaez hag ar stourmoù (…) Nac’het eo bet gant an Dael votiñ war ar mennadoù kinniget dre ma ne oamp ket niverus awalc’h, ha divizet bodañ un Dael all e Pondi d’an 10 a viz Kerzu. Eno hon eus graet hon c’hinnigoù adarre, ha dreist-holl : resisaat diazezoù S.A.E en ur embann sklaer e kemer perzh SAE e stourm dieubidigezh vroadel Pobl Vreizh, kuitaat an Talbenn (F.P.C.B.) dre ma n’hellomp ket chom en un aozadur m’eo ar PS ezel anezhañ, abalamour da bolitikerezh ar strollad-se (…) O vezañ m’eo bet gwelloc’h d’ar brasañ niver (70%) chom hep resisaat ster hon stourm ha chom hep kuitaat an Talbenn (war an digarez ma vefe bet « asantet gant ar P.S d’ar pep pouezusañ ». Sur a-walc’h n’o deus ket lennet rak-danvez-lezenn ar P.S.) e rankomp, n’eo ket chom da « vihan niver » (30%) e-diabarzh SAE ha reiñ kred d’ur politikerezh a gasfe ac’hanomp war an hent-sac’h, met kuitaat SAE ha sevel ur gevredigezh-stourm nevez. » (1)

Bremañ, n°15, Du-Kerzu 1982 evit skeudenn ar vanif gant SAE hag ar PS
Bremañ, n°15, Du-Kerzu 1982

Eus an Talbenn Sevenadurel da drec’h an tu kleiz

En nevez-hañv 1977 e oa bet savet Talbenn Sevenadurel Araokour Breizh – Front Culturel Progressiste Breton (FCPB) – gant Ar Falz, an UDB, ar PS hag ar PSU (Parti Socialiste Unifié). Diwezhatoc’hik e oa deut ivez sindikadoù evel ar SGEN-CFDT ha strolladoù sevenadurel evel Skol an Emsav. Goulenn a raent holl « ur statud ofisiel evit yezh ha kultur Breizh ».(2) Manifestiñ a veze graet gant strolladoù an Talbenn dreist-holl ha ren ur stourm habask ha fur. Dibunañ a ra 400 a dud e straedoù Roazhon d’ar 7 a viz Meurzh 1981 da skouer, « ur brosesion-gañv o vont da interiñ ar c’hultur hag ar yezh » eme unan e-barzh kolonennoù Bremañ ! (3)

Mae 1981. Aet ar maout gant an tu kleiz. Ha kalz esperañs gant stourmerien ar yezh : « morse, sur-awalc’h ne oa bet kement a spi er c’halonoù. N’eo ket eus spi an huñvreoù kaer e fell din komz, met eus ar fiziañs er pezh a c’hell, a rank c’hoarvezout warc’hoazh kentañ (…) En un taol eo bet distanket an hent gant trec’h an tu kleiz » (4) eme Lukian Kergoat, startijenn ennañ, un nebeut deizioù war-lerc’h eil tro an dilennadeg. Gwir eo n’eo ket bet didalvez an traoù bet gounezet war-lerc’h donedigezh an tu kleiz d’ar galloud : dilez raktres ar greizenn nukleel e Plougoñ, un aotreegezh war ar brezhoneg, dieubidigezh ar vretoned bac’het e Pariz. Met n’haller ket lâret eo bet gwellaet a galz keusteurenn ar brezhoneg war-lerzh an dilennadeg. Daou vloaz goude n’eus ket gant ar yezh an disterañ statud daoust d’ar promesaoù kaer embannet gant an tu-kleiz.

« Diouzh ret mont a-enep al lezenn »

E 1983 e oa staget en-dro an FLB gant e oberoù (5)  Er memes bloavezh e oa bet savet ar strollad Emgann, merket en tu kleiz pellañ, a oa aet d’ober lodenn radikal ar stourm politikel evit Breizh. Hag e miz Kerzu neuze e oa savet kroz e diabarzh Skol an Emsav peogwir ne felle ket d’ul lodenn eus ar stourmerien kenderc’hel d’ober chistroù e-barzh an Talbenn kichen-ha-kichen gant ar PS.

Logo Skol an Emsav
Logo Skol an Emsav

Met dreist pep tra, hag evel a lavar Charlie Grall, ne oa ket akord an holl e-barzh Skol an Emsav war ar mod da gas ar stourm (hini ar panelloù-hent peurgetket). Lod a felle dezhe reutaat ar stourm. « Rann ar stourmoù » a oa bet savet e-barzh ar gevredigezh diwar youl un dornad izili e miz Mezheven 1982 (6)  (diwar intrudu daou stourmer eus an FLB a oa bet didoullbac’het ur bloaz a-raok dreist-holl !). Ar re-se a felle dezhe mont pelloc’h ganti ha kas da vat stourm ar panelloù-hent :

“SAB est né d’un constat et d’une divergence stratégique au sein de l’association Skol an Emsav. Quelques militants motivés avaient déjà réussi à imposer à l’intérieur de cette association de défense du breton Rann ar stourmoù, la section des luttes. Skol an Emsav revendiquait une signalisation bilingue, notamment aux entrées de ville. Ses militants collaient des lettres autocollantes sur le français pour bretonniser les panneaux. Quimper devenait Kemper sans trop de difficulté, mais il n’en était pas de même pour Pont-de-Buis par exemple, qui devait être transformé en Pont-ar-Veuzenn. La méthode était fastidieuse et peu efficace et ne semblait guère déranger l’administration. Elle avait néanmoins le mérite d’éveiller les consciences et de faire parler de la langue bretonne sans trop déranger le public ni les élus.
En 1984, une poignée de militants de Skol an Emsav tire un bilan d’échec de cette méthode « soft » et, en désaccord avec la direction, où l’on trouvait à l’époque Tangi Louarn aujourd’hui président de Kevre Breizh, mais aussi Léna Louarn, vice-présidente du conseil régional de Bretagne depuis 2010, en charge de la langue bretonne, ils préconisent de passer à un niveau supérieur dans la lutte. Devant le refus de Skol an Emsav d’avaliser cette nouvelle stratégie, SAB est rapidement créé avec, comme premier objectif, décrocher rapidement une signalisation routière. Des dizaines de militants se mettent à « coltarer » les panneaux sans retenue.” (7)

Diwar lenn niverennoù kentañ Bremañ ez eo sklaer avat e oa bet lakaet an toaz e go araok ma vije savet Rann ar stourmoù. Sed a lenner e 1981 diwar bluenn unan a vo adkavet e-barzh SAB :

« Ret deomp dibab krafoù resis ha lakaat hon holl nerzh da dizhout hon fal. E-pad pell ez eus bet kaoz eus ar panelloù-lec’h, da skwer. Traouigoù zo bet kaset da benn met al labour ‘zo da adkregiñ penn-da-benn. N’eo nemet dre zibab palioù resis, war verr-dermen e vimp efedus (pezh ne dalv ket n’eo ket ret kaout ur politikerezh war hir-dermen evel-just). N’eo nemet dre zibab seurt stourmoù e vimp gouest da zegas tud a-du ganimp, da greñvaat Skol an Emsav ha da drec’hiñ a-benn ar fin (…) Ha diouzh ret mont a-enep al lezenn, ma ne vez ket asantet da bezh a c’houlennomp. Hep mont da guzhat, hep feulster mar bez posubl, en ur zisplegañ perak e stourmomp d’hon c’henvroidi. Ha mar bez “prizonidi sevenadurel” goude ar “brizonidi bolitikel”, arabat deomp kaout aon.»

Ar « saberien » az aio d’ober lodenn radikal ar stourm sevenadurel adalek 1984 eta.

Tomaz Laquaine-Jakez, studier war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2.

1  Herve ar Beg, Mark Kerrain, Iwan Kadored, Herve ar Bihan, Yann-Bêr Delisle hag Andre Daniel, « Kimiad », Bremañ n. 28, p.3, Genver 1984.

2  C. Geslin, P. Gourlay, J.-J. Monnier, M. Denis, ha R. L. Coadic, Histoire d’un siècle : Bretagne 1901-2001 : L’émancipation d’un monde. Montroulez, Skol Vreizh, 2010, p. 293.

3  Ar Farouell Masklet, « Selaouit ‘ta farouelled… », Bremañ n. 5, p.8, Even 1981.

4  An Arvester, « Skol an Emsav : Dael 1981, war-du an trec’h !», Bremañ n. 6-7, p.5, Eost-Gwengolo 1981.

5  Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne. Speied, Coop Breizh, 2007, p. 289.

6  Skol an Emsav, « Evit mont war-raok », Bremañ n. 12-13, p.5, Even-Gouere-Eost 1982.

7  Charlie Grall, Le probleme breton en 20 questions. Gourin, Montagnes noires, 2012, p.99-102