Tag

Valerie Faucheux ( Talbenn an tu-k)

Browsing

Da nebeutañ  500 den o doa dibunet e straedoù Roazhon d’ar sadorn 20 a viz C’hwevrer evit goulenn groñs ma vo dieubet Lorentxa Guimon , prizoniadez a orin eus bro-Euskal bac’het er gumun se evit bezañ bet obertiant e ETA. Ar c’houlzad evit ma vo dieubet zo aet war greskiñ en deizioù feuket m’eo an dud gant ar fed ma vefe laosket da vreiniañ en toull pa vez hi klañv bras.

Deuet e oa un 200 euskarat bennak da huchal a vouezh penn o c’henskoazell gant o c’henvroadez hep ankouaat ar brizonidi politikel all. Ar vretoned n’int ket chomet diseblant neuze  evit ober hanterenn all tropellad an dibunadeg. A-dreñv d’ar giton a oa e penn ar vanif e oa tu gwelet tud liesseurt evel Lena Louarn ( bez prezidantez ar rannvro) , Anna Sohier ( UDB ti-kêr Roazhon), Phillipe Poutou ( NPA), Valerie Faucheux ( Talbenn an tu-kleiz e kuzul-kêr Roazhon ) , Laurent Hamon ha Jean-marie Goater ( EELV),   Tangi Louarn ( Kevre Breizh ), Jean Paul Tual ( PG kuzul-kêr Roazhon), Guillaume Bricaud ( dizalc’hour an tu-kleiz )  hag un donardig kurded.

Dirak mogerioù ar prizon
Dirak mogerioù ar prizon

Gellet o doa mont ar vanifesterien betek toullbac’h Roazhon hag ober e dro en ur huchal luganioù, kanañ, c’hwitellat kreñv evit ma tremeno o safarig kengred en tu all d’ar mogerioù uhel ha vil a vir ouzh Lorentxa da adkavout he ziegezh hag he bro.

Meur a wezh eo bet klevet anv maodiern nevez ar justis, Jean-Jacques Urvoas ha Manuel Valls e genoù ar vanifesterien.

Sed aze ar brezegenn bet distaget gant Fabris Cadou ( Skoazell Vreizh) e brezhoneg evit klozañ an abadenn.

“Bodet omp ur wech ouzhpenn evit goulenn groñs e vije doujet ouzh gwirioù ar prizoniadezed ha prizonidi eus Euskal Herria. Bodet omp ur wech ouzhpenn evit goulenn groñs dieubidigezh Lorentxa Guimon, prizoniadez klañv-bras, paket gant kleñved Crohn ha toull-bac’het amañ e prizon Roazhon.

Amañ emaomp evit lavaret ur wech ouzhpenn eo ur vezh ruz e vije c’hoazh e toull-bac’h Roazhon ! Arouezus eo degouezh Lorenxa eus arlouperezh ar gouarnamant gall a-enep ar brizonidi bolitikel eus Euskal Herria.

Abaoe 12 vloaz eo Lorentxa er prizon. Kondaonet da 20 vloaz toull-bac’h evit bezañ ezel eus an ETA, e c’hall bezañ dieubet dindan diviz abaoe 2014. E miz Kerzu 2015 eo bet asantet gant ar varnerien met ar prokulor en deus graet galv diouzhtu hag emañ c’hoazh Lorentxa en toull-bac’h, da c’hortoz ar c’huzulierezh. Pa ouzer emañ an erlenerezh dindan ministrerezh ar justis e komprener mat eo politikel seurt diviz. Ha setu perak e tagomp arlouperezh ar gouarnamant gall.

5 bloaz zo, en un doare foran, en deus ETA diskleriet fin ar stourm armet. Abaoe, ar gevredigezh eus Euskal Herria, meur a aozadur politikel, sindikadel,kevredigezhel ha meur a zilennad zo embarzhet en argerzh peoc’h. Chom a ra an argerzh a un tu peogwir e vez stanket anezhañ gant Madrid ha Pariz pa vezont o kenderc’hel memes koulz gant un hent a waskadur hag o nac’hañ kement diviz a vije.

Ur skeudenn eus ar politikerezh-se eo degouezh Lorentxa. Da gentañ e nac’h ar Stad C’hall he gwir da vezañ dieubet hag ouzhpenn-se e nac’h e vije pareet en un doare reizh. Teir gwech he deus ranket Lorentxa mont d’an ospital e-korzh an teir sizhunvezh dremenet. Lakaat a ra war-wel an arnodennoù mezegel e rank-hi bezañ dieubet evit gellout bezañ pareet a zoare. Met siwazh ne zalc’h ket kont ar Stad C’hall nag eus he lezennoù nag eus pennaennoù Mab-Den diazez. N’eo ket Lorentxa ar reuziedez nemeti : dalc’homp soñj eus Ibon Fernandez c’hoazh er prizon daoust dezhañ bezhañ paket gant ar skleroz strewek. Lavaret a reomp sklaer ha gant kounar : ar gournamat gall ‘ni eo a zo kirriek eus seurt degouezhioù !

Nec’het-bras omp hiviz gant stad yec’hed Lorentxa a zo aet war fallaat n’eus ket pell zo. Ranket he deus chom en ospital ar sizhun dremenet. Rankout a ray ar gournamant gall rentañ koñtoù ! Ne zisoñjimp ket !

Dalc’het eo bet ar galv evit Lorentxa d’ar 14 a viz Genver. Douget e vo an devarn d’ar 25 a viz C’hwevrer. Da c’hortoz ez ar c’houlzad war-raok ha war greñvaat.

Dieubidigezh Lorentxa ‘ni eo a c’houlennomp groñs digant maodiern ar justis, An Ao Urvoas ! Poent bras eo ! “