Tag

votadegou rannvro 2015

Browsing

Stourmerien ha stourmerezed an tu-kleiz dizalc’hour hag an NPA (strollad a-enep d’ar c’hevala) a labour a-benn sevel ul listennad digor hag unvan da vare dilennadegoù “rannvro” Breizh e miz Kerzu 2015.

Fellout a ra d’al listennad-se difenn ur programm enep kapitalour, evit ma c’hello pobl ha labourerien Breizh en em dermeniñ hag ober al liamm ret etre ar stourmoù sokial, ar wregelouriezh, an etrebradelouriezh hag ar stourm evit an endro.

Karout a rafemp lakaat al listennad-se da uhelgomzer an dud empleget er stourmoù-se amañ e Breizh. Evel m’ho peus komprenet n’eus ket ezhomm da vezañ ezel deus unan eus an daou framm politikel evit kemer perzh.

Setu m’och pedet da zont niverus da eskemm diwar-benn programm, deiziataer ha roll-anvioù al listennad d’ar Sadorn 17 a viz Here er sinema Cinedix, straed Piti Guéguen e Karaez (e-tal d’al leti Nozvad) da 2e GM.

Breizhistance-NPA.