Actualité / Keloù

Ur skipailh mell-droad broadel evit Breizh diouzhtu !

Pinterest LinkedIn Tumblr

15534_210005108218_93428658218_4156883_1933792_n

Evel harperien skipailh  Iwerzhon ha Kevredigezh Mell-droad Iwerzhon (Football Association of Ireland) heuget eo Breizhistance/Strollad SOkialour Breizh gant dibab ar FIFA da chom hep adc’hoari krogad Bro-c’hall-Iwerzhon.
Pep tra a laka war wel eo bet perzhiet Frans evit Kib Vell-Droad ar Bed en ur druchan, hag an dra-se bet anzavet gant kabiten skipailh Bro-C’hall.

Diskulian a reomp pilpouzerezh an FFF ha renerien bolitikel gall hag a zo ken prim da gustum da implijout skipailh bro Frans evit o interestoù met a nac’h ar wech-man da anavezout an taol-trucherezh,da gomz diwar-benn an danvez-se, ha da souten difrae Iwerzhon d’ar FIFA evit ma vefe c’hoariet ar c’hrogad en-dro.

En abeg d’ar skodou savet gant ar c’hrogadou etrebroadel mell-droad e rankfe ar c’hKMF (FFF) hag ar Stad C’hall diskouez un tamm onestiz ha kevrein gant difrae Kevredigezh Mell-droad Iwerzhon.

Kement-man e grenvo skeudenn etrebroadel ar Frans, hiniv ur vro rok ha breinet.

Poent bras ‘vefe en  Breizh, un douar brudet evit ar vell-droad hag un douar a c’hoarierien ampart, skipailhoù broadel e pep sport a-benn ma c’hellfe pe sportour c’hoari e skipailhoù a zileurio en ul live etrebroadel talvoudoù yac’hoc’h evit ar re treuzkase gant skipailh Bro-C’hall.

Mennegomp evit echuin he deus gellet bro Slovenia, bihanoc’h evit Breizh a-fed poblans, kas he skipailh da Afrika ar su evit kip ar bed.

Jonathan Guillaume d’ar 24 a viz Du 2009.

Write A Comment