Brezhoneg / Articles en Breton

E Roazhon, dirak ar c’huzul rannvro d’an 13 a viz Kerzu : nann d’an aerborzh !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Darn eus ar re zo oberiant war dachenn ar stourm evit enebiñ ouzh ar raktres aerborzh e Kernitron-al-Lann a bed ac’hanoc’h da gemer perzh en ur vanifestadeg a vo dalc’het d’ar yaou 13 a viz Kerzu e Roazhon dirak ar c’huzul rannvro. Harpañ an aozerien a fell deomp ober kar ez eo un heuliad poellek d’ar vanifestadeg o doa muioc’h evit 3000 den kemeret perzh enni e kêr Roazhon d’an 10 a viz Du evit nac’hañ groñs e kemerfe perzh kuzul rannvro Breizh, kuzul departamant Ill-ha-Gwilen ha meurgêr Roazhon er chanter bras diezhomm-se hep bezañ bet kelaouet en a-raok ar voterien deus ar skoazell degaset evel-se d’ur raktres a vez enebet kalzig outañ. Roet hor boa da c’houzout e soñje deomp e vije bet mat kenderc’hel war an hent-se.
Dalc’het e vo ar vanifestadeg pa vez riskloù bras e adkrogfe ar polis hag justis gall da  skarzhañ ac’huberien an takad da zifenn (TDZ) en deizioù.

Bezomp niverus diryaou !

Dizalc’hourien an tu-kleiz.

Sed aze troidigezh galv an aozerien (komite bro Roazhon a-enep d’an aerborzh hag un toullad aozadurioù micherel  stag diouzh al labour-douar)  :

Kemmenadenn

Nann d’ar raktres aerborzh e Kernitron-al-lann !

D’an 22 a viz Here 2010 e vote kuzul rannvro Breizh ur yalc’had a 29 million a euroioù evit ma vefe savet aerborzh Kernitron-al-lann pa oa bet nac’het lakaat ar gaoz war ar raktres da vare mouezhiadegoù rannvro un toullad mizioù kent.  34 kuzulier rannvro o doa mouezhiet a-enep, en ur ziskouez evel-se ne sav ket an holl a-du ha ne vez ket an holl a unvouezh evit sevel seurt aveadur.

N’eus ket bet goulennet tamm studiadenn ebet gant Kuzul rannvro Breizh, ar c’huzulioù meur pe meurgêr Roazhon evit muzuliañ peseurt efed en defe an aerborzh war ar frammoù a vez dionte hiziv an deiz e Breizh.

Da c’houde , dilennidi ar CEDPA  o deus arc’hantaouet gant o gwenneien dezho ur studiadenn bet kaset a-benn gant CE-Delft  ur strollad studi brudet dre ar bed holl. Ar re-se o deus diskouezet avat pegen bresk e oa disoc’hoù ar studiadennoù a servij da reizhabegiñ an diskleriadenn a dalvoudegezh foran (DDF) ha dispaket splann ivez e c’hell emdreiñ c’hoazh aerborzh Naoned-Atlantel ar pezh a laka sklaer ez eo diezhomm kaout un aerborzh nevez.

En diskar-amzer studiadenn ul linenn LTB Roazhon/Kernitron-al-lann/Naoned zo  bet kalaet war ar stern e-pad labourioù ar c’huzul rannvro, pa vez diaes arc’hantaouiñ diorradur an hentoù-houarn evit ar brasañ niver evel ma vije ezhomm evit diorenn ar vro en ur mod talvoudus d’an holl.

D’an deiz a hiziv e vez c’hoazh kalz a a dud o deus savet amoug da c’houzout ha reizh eo DDF 2008, ha doujet e vez ouzh al lezenn gouestlet d’an dour (muioc’h evit 95% an TDZ zo tachennoù gleb), meur a hini zo bet tennet o douaroù digante o deus savet klemm ivez, ur sinadeg zo bet kaset da Unvaniezh Europa diwar-benn ar sturiad war an dour.

Kentoc’h evit gortoz disoc’hoù an oberennoù lezennel n’eus bet nemet un doare respont abaoe ar 16 a viz Here : tagañ en un daore feulst tre annezidi an TDZ , distruj an tiez  hag ar pezh a oa bet plantet pe hadet, dispriziañ enebourien ar raktres.

E Roazhon da heul manifestadeg an 23 a viz Du dirak ar prefeti rannvro (martenot) un dek bennak a labourer-douar, en o zouesk daou dileuriad e kambr al labour-douar, zo bet taget diabeg en un doare rust gant ar polis.

Setu m’oc’h galvet da zont niverus evit bezañ klevet gant an dilennidi  d’ar Yaou 13 a viz Kerzu da 1E GM straed Martenot e Roazhon da vare bodadeg kuzul rannvro Breizh.

Write A Comment