Archive

mars 10, 2015

Browsing

Gouvezet e oa bet d’an 8 a viz Meurzh, un devezh arouezius evit ar gwregelourezed a stourm evit o frankiz er bed a-bezh, e oa aet Ivana Hoffmann da anaon. C’hoarvezet e oa un nebeud deizioù a-raok e doug un emgann taer war an talbenn e Tel Tamr, ur gumun assirian ha kristen e Kurdistan ( stad Syria ) nebell eus ar Rojava.

Marvet eo ar plac’h yaouank se d’an oad a 19 vloaz, ezel e oa eus ar MLKP ( Strollad Komunour Marksour Leninour ). Skoaz ouzh skoaz gant stourmerien Kurd ar PKK ( Strollad Labourerien Kurdistan) emañ izili an MLKP tro dro da gKobane ( el lodenn eus Kurdistan dindan beli Syria)   evit taliñ ouzh muntrerien ar Stad Islamek en Irak hag er Sav-heol (DAESH) a glask lakaat o c’hrabanoù war Tel Tamr ha parrezioù all.

Evel o c’henseurted eus an TKP/ML* hag o skourr armet TIKKO** (komunourien all eus Turkia ) e kav dezho o deus ar gurded ar gwir d’en em dermeniñ ha da gaout ur stad dizalc’h.

A-gevred e stourmont abaoe bloavezhioù e mennezioù Anatolia hag e toulloù-bac’h Turkia ha bremañ neuze en tu all d’an harzoù gant Syria.

Ivana Hoffman a oa a orin eus an Alamagn , deuet e oa da Gurdistan da heul galv an MLKP da grouiñ brigadennoù etrebroadel diwar skouer reoù republik pobloù ha labourerien ar stad spagn e 1936.

Ma vez kaoz alies er mediaoù bras eus tud yaouank a orin eus banlevioù kerioù bras ar c’hornog aet da vrezeliñ gant DAESH, ne reer ket kalz anv eus an « estranjourien » deuet da harpañ ar stourmerien Kurd.

Daou all a oa marvet war an talbenn er sizhunvezhioù tremenet , unan eus Aostralia hag egile eus bro-Saoz.

En un diskleriadenn enrollet a-raok ha marv e embanne Ivana e felle dezhi kenderc’hel gant ar gurded da zieubiñ lodenn o bro a zo dindan gwask Ankara ur wezh adroet he frankiz d’al lodenn ac’hubet gant Syria. Siwazh ne welo biken an devezh se.

 

Keleier Breizh Dieub ha Sokialour.

 

*TKP/ML : Strollad Komunour Turk/Marksour-Leninour

**TIKKO : Arme ar vicherourien hag ar beizanted evit dieubidigezh Turkia

ur stourmer eus an MLKP war an talbenn e Kobane
ur stourmer eus an MLKP war an talbenn e Kobane

Kerzhadeg noz hep ar baotred d’ar merc’her 11/03 e Roazhon

Merc’hed, lezbianezed, etrereviad.ezed

 

Piv omp ni ?

Ni zo merc’hed, lezbian, , divreviadez, arallreviadez, queer, etrereviadez, du, bras, komunourez, liberterez, tev, gant ur c’harr-samm, gant ur gouel war hon fenn, gant liv war hon dremm, gant brozhioù, moan, bihan, blevek pe divlevet, yaouank, kozh, studierez, mekanikourez, klañvdiourez, labourerez ar reizh, ijinourez, mamm, c’hoar, divugel, merc’hed gant bugale, dibaper, gallez, breizhadez, enbroadez, merc’h da dud enbroet, anreviad, dirollet. Ni zo an holl draoù-se ha lorc’h ennomp.

Ur gerzhadeg ? D’ober petra ?

Evit adperc’hennañ an egor foran ha mont e-maez an dachenn brevez e lec’h omp sañset bezañ dalc’het diwar c’hoant ar gevredigezh patriarkel.

Evit krediñ kemer ar gaoz ha bezañ gwelet hep mezh nag aon.

Evit embann hor gwir da vezañ er straed n’eus forzh pegoulz ha gwisket evel ma fell deomp, gant ur gouel, ur vrozh, pe botoù gant seulioù uhel, ur re vragoù berr, ur pijama pe dilhad sport…

Perak ‘ta e-pad an noz ?

 Peogwir e fell deomp adperc’hennañ an noz ha peogwir e plij an noz deomp.

Evit al lodenn vrasañ ac’hanomp hon eus aon pa vezomp hon unan en noz, aon da vezañ barnet , galvet, heuliet, taget, gwallet, harzet…

Peogwir omp lakaet izel ha goanet gant ar gevredigezh hag he frezegenn a embann «  he deus paket ar pezh a glaske » .

Abalamour da betra kerzhet en un doare nann gemmesk ?

 -Evit adperc’hennañ hon dizalc’hiezh

-Peogwir n’hon eus ket ezhomm eus gwaz ebet evit bezañ en hor bleud e-pad an noz.

-Peogwir «  Arabat eo dit dieubiñ ac’hanon, gouest on d’en ober ma unan ! »

-Evit ar c’henc’hoarezh, evit talvoudekat ar c’hengred etrezomp, er straed, er stourmoù, er vuhez…

-Peogwir e vez eus emzalc’hioù disprizius evit ar merc’hed pe an heñvelreizhidi e pep lec’h : er manifoù, en davarn, e metoù ar stourmerien, er gêr, en tren-buzhug , e straed ar sec’hed , er skol-veur, er preti, war al lec’h labour….

 

Kredomp adkemer ar straed ! Gwregelourezed e vefomp keit ma vo ezhomm !

 

Emgav d’ar merc’her 11 a viz Meurzh , 7e30 noz plasenn Hoche Roazhon.

Kenaozet gant : Strollad enep faskour Roazhon, CNT-KBL, RUSF-RSMHH, Studierezed ar Sindikad Solidaire-Kengred ,izilizo eus an UNEF-UBSF

 

Goude an 8 a viz Meurzh n'eo ket echu ar stourm.
Goude an 8 a viz Meurzh n’eo ket echu ar stourm.