Brezhoneg / Articles en Breton

Manif ‘vit an deskadurezh e brezhoneg

Pinterest LinkedIn Tumblr

Abaoe 10 vloaz ne ra lusk kreskiñ ar skolioù divyezhek nemet gorrekaat. Ur c’hantved a vo ezhomm a-benn tapout e-tro 10 % eus ar skolidi en un hentad divyezhek d’an tizh kresk a zo hiziv-an-deiz, hervez Ofis Publik ar Brezhoneg.

E miz Even 2015 e oa bet sinet un emglev etre rannvro Elzas, he zepartamantoù hag ar Stad diwar-benn kelenn an elzaseg/alamaneg. Sklaer eo ar pal da dizhout a-benn 2030 : 50 % a vugale divyezhek er skolioù-mamm ha teir eurvezh kelenn dre ret er c’hentañ derez evit ar re all, evel e Korsika. Daoust ha krediñ a rimp-ni Bretoned ha Bretonezed goulenn kemend-all ?

Deoc’h da c’houzout e oa deuet ar c’hentañ ministr Jean-Marc Ayrault da Vreizh e miz Kerzu 2013 evit sinañ an « Emglev evit dazont Breizh ». D’ar c’houlz-se e oa bet prometet ivez un emglev arbennik evit diorren ar c’helenn divyezhek. E miz Here 2015 e oa bet sinet ar c’hozh emglev-se (a-benn ar fin). Reuzeudik ha treut-mat eo an disoc’h. N’eo ket zoken penn kentañ komañsamant ur politikerezh yezh. Ha gwashoc’h zo, er stumm orin e kaved lakaet da lezenn ur skoilh bras implijet bemdez gant an enseller evit talañ ouzh digoradur ar c’hlasoù nevez : ar redi da gaout 15 bugel ouzhpenn 3 bloaz (n’eus ket eus se nag en Euskadi, nag e Korsika, nag en Elzas). Abalamour d’an tamm charre graet gant stourmerien ar brezhoneg eo bet tennet an elfenn-se. Met n’eus ket peadra da lampat gant al levenez…

Stourmomp Asambles ‘vit ar Brezhoneg

An holl draoù-se zo kaoz e rankomp labourat da sevel ur c’houlzad-stourm evit mad an deskadurezh vrezhonek e Breizh. Kemer a rimp ar pezh a zo dleet deomp evit sevel un dazont d’hor yezh, ha da gregiñ ganti e pledimp gant an deskadurezh hag e c’hounezimp ar pezh a zo e-barzh al listennad a gavoc’h da heul an destenn-mañ.

M’emaoc’h o labourat en ur skol-vamm, ur skol kentañ derez, ur skolaj pe ul lise ma ‘z eus brezhoneg (e Diwan, er publik pe en deskadurezh katolik) oc’h broudet da gemer perzh er bodad evit an deskadurezh. Hollvrezhonek e vo mont-en-dro ar bodad, dizalc’h diouzh ar strolladoù politikel, ha diazezet war emrenerezh e izili e pep lec’h er vro. Kement ha reiñ lañs d’hor c’houlzad ha kinnig anezhañ d’an holl dud e kinnigomp deoc’h en em vodañ d’ar Sadorn 21 a viz Du e Roazhon (3e g.m. straed Martenot). Manifestiñ etre ar c’huzul-rannvro hag ar rektordi a vo graet hag e skeud-se, un taol-kaer bennak evit diskouez d’an « divizerien » eo ni a zivizo a-benn ar fin.

Faot a ra deomp e vefe diskaret an emglev sinet e miz Here 2015 ha savet unan all ma vo kavet an holl draoù da heul* :

manif-21nov

Embann sklaer e c’hallo ur c’hlas nevez bezañ digoret hep tamm bevenn ebet evit a-sell an niver a vugale enskrivet, krouiñ bep a bost leun-amzer evit ar c’helc’hiadoù (skol-vamm, kelc’hiad 2 ha 3) er skolioù kêr, hag evit kement post pe klas nevez krouet, lakaat ur post da badout 3 bloaz da vihanañ ;

Sikour kalz muioc’h an deskadurezh dre soubidigezh kinniget gant ar gevredigezh Diwan (reiñ arc’hant evit ar stummañ (Kelenn) hag evit degemer ar skolidi a chom da gousket war al lec’h, krouiñ ur statut evit gwareziñ ar labourerien nann-gelennerien, arc’hantaouiñ al labourioù reneveziñ, lakaat savadurioù publik e-kerz Diwan) ;

Reiñ kefridi da Ofis Publik ar Brezhoneg da sevel a-benn 2017 ur steuñv diorren ar c’helenn divyezhek ha brezhonek war meur a vloaz, evel m’eo bet graet gant Ofis publik an euskareg ;

Diorren al lec’hioù stummañ ar gelennerien divyezhek da zont ha krouiñ ur pol stummañ e-barzh pep skol-veur, ober ma ‘z afe ar postoù divyezhek d’ober 20 % eus postoù ar genstrivadeg da vihanañ adalek 2016, ha 40 % e dibenn an emglev, da lavaret eo e 2020 ;

Krouiñ ur modul tañva eus yezhoù ha sevenadurioù Breizh e-korf an ESPEoù (Écoles Supérieures du Professorat et de l’Éducation) hag er skolioù-meur karget eus stummadur kentañ ar gelennerien hag ar skolaerien, ha kinnig anezhañ d’an holl gelennerien unyezhek da zont ;

Kaout ur politikerezh stummañ ar gelennerien unyezhek (ehanoù stummañ).

Ledanaat an tañva eus ar brezhoneg a-hed ar c’hentañ derez o kinnig anezhañ e-barzh pep skol, ha tizhout, a-benn 2021, 3 eurvezh a vrezhoneg bep sizhun, evel ar c’horseg e Korsika ;

Krouiñ ur vagouri hag ur greizenn dudi vrezhonek dre ganton (da vihanañ) ha stummañ brezhonegerien glok ha barrek war ar vicher ;

Diorren ur servij nevez evit plediñ gant an teknologiezhioù nevez e-korf Ofis Publik ar Brezhoneg ;

Brasaat ar sammad arc’hant roet bep bloaz evit sikour ar stummadurioù-hir ha tapout kaout 500 den sikouret bep bloaz kerkent ha 2016 ;

Aozañ ur c’houlzad « Klaskerien ha treizherien soñjoù » war Vreizh a-bezh ;

Kreñvaat kalz ar skoazell degaset d’ar produiñ dafar pedagogel e brezhoneg ;

Kaout ar gwir da dremen holl arnodennoù ar breved hag ar vachelouriezh e brezhoneg ;

Kaout ur C’HAPES brezhoneg unyezhek ha CAPESoù brezhonek war an holl zanvezioù all (prederouriezh, skiantoù ekonomikel ha sokial, alamaneg, spagnoleg, skiantoù fizikel ha kimiezh, deskadurezh-korf ha sport, skiantoù ar vuhez hag an douar, sonerezh, arzoù plastek) ; krouiñ un agregasion brezhoneg ;

Gwareziñ ha diorren ar c’hinnig brezhoneg en eil derez ha reiñ da c’houzout ez eus anezhañ d’an holl skolidi ha d’o zud ;

Doujañ d’al lezenn Peillon diwar-benn ar skolioù a embann e vo kelaouet ar familhoù war ar c’helenn divyezhek ;

Gwelloc’h un oberer eget kant voter…Stourmomp !

 

Bodad SAB (Stourmomp Asambles ‘vit ar Brezhoneg).

*Lod anezho a oa bet kinniget gant Ai’ta d’ar 25 a viz Gwengolo 2015.

 

Write A Comment