Brezhoneg / Articles en Breton

Galv Plouared

Pinterest LinkedIn Tumblr

Hiziv e kalz a lec’hioù  e Breizh ez eus bet stanket a bep seurt traoù evit taliñ ouzh al lezenn nevez diwar-benn kod al labour. Porzhioù-mor evel en Oriant mirlec’hioù eoul maen evel e Gwern, gourhent Roazhon pe Naoned, manifestet zo bet e Sant-Nazer, Sant-Malo, Sant-Brieg, Kemperle, Kemper… E Plouared un dornad tud oberiant e Lannuon en “nozvezhioù war-sav” asambles gant izili eus Breizh O Stourm o deus miret ouzh daou TGV da dremen en ur stankañ an hent-houarn. Aet int kuit didrabas ha difeuls dindan evezh an archerien. Prometet o deus distreiñ…

Sed aze o c’halv bet skignet da c’houde.

Evit bezañ perzh eus devezh stourm ar Yaou 19 a viz Mae a-enep al lezenn Labour hon eus graet fae war al lezenn a-benn stankañ an ekonomiezh ha lakaat tud ar vro d’en em soñjal war ar mod ma kred ar galloud ren hon buhezioù dre ar 49.3.

N’eo ket dre zegouezh hon eus choazet stankañ gar Plouared. Faot a rae deomp diskouez e c’hell an dud a zo o chom war ar maez stourm, evel ar re all, a-enep lezenn ar C’hapital a bouez warnomp.

Er gar-mañ oa bet kollet o buhez gant partizaned e-skeud stourm a-enep ar faskouriezh. Er gar-mañ oa bet harzet gant tud an hentoù-houarn an trenioù a oa o kas ar goñskried d’ober brezel en Indochin. Er bloavezhioù 1980 oa deuet tud ar vro da zifenn servij publik an trenioù. Er gar-mañ ivez zo bet gwelet meur a wech tud o stourm evit gwirioù ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien.

Gervel a reomp tud ar vro d’en em gavout ganeomp e Plouared evit an devezh stourm a zeu hag e-giz-se stourm asambles en Treger a-enep al lezenn Labour ha war dachenn stourmoù ar vro (raktresoù toullañ an douaroù, tennañ traezh, Triskalia, ha kement zo).

Saludiñ a reomp ar re a stourm. Ar re zo o stankañ porzh an Oriant, porzh Donges hag an hent tro-dro da Roazhon, hag a-unan omp gant an dud a zo bet mac’hagnet ha gwasket pa oant o stourm a-enep al lezenn Labour hag ar Stad a vall.

Galv Plouared.

Write A Comment