Brezhoneg / Articles en Breton

Tud Treger a-enep d’ar gapitalisted !

Pinterest LinkedIn Tumblr

A-benn ar Gwener 12 a viz Mae 2017 e vo barnet pevar den deus Bro-Dreger ‘ba lez-kastizoù Gwengamp. Barnet e vefont ‘vit bezañ bet e-mesk an dud o devoa klasket sac’hañ trenioù kostez Plouared etre miz Mae ha miz Even 2016, pa oa bet bec’h abalamour d’al lezenn El Khomry. Tremen a refont dirak al lez-varn abalamour d’ur c’hlemm douget gant an SNCF. 3 bloavezh toull-bac’h ha 45000 euro tell-gastiz a c’hellfe bezañ lakaet war chouk pep hini anezhe.

E miz Mae 2016 e oa bet aloubet gar Plouared gant tremen kant a dud, en o mesk sindikalisted ha maered deus ar vro ha kement-se meur a-wezh. Ar re-seoù a oa aet da heul « Galv Plouared » an 19 a viz Mae 2016 a c’hoûle gant tud ar vro dont da sac’hañ red an ekonomiezh hag evel-se souten labourerien an hentoù-houarn o devoa diskroget diouzh o labour, sevel ‘enep al lezenn El Khomry, ‘enep ar stad a zifrae (l’état d’urgence) hag ‘enep feulster ha gwaskerezh ar gouarnamant gall hag e bolis.

N’eo ket hep rezon e tremeno e- tal al lez-varn ar pevar den-se nemetken. Faot a ra d’ar polis ha d’ar justis gwaskañ war tud deus ar vro anveet evit bezañ tomm-hardîouzh ar brezhoneg, evit bezañ dizalc’hourien, peotramant evit bezañ e- barzh ar strollad Nuit Debout Lannuon, ha dreist-holl evit bezañ perzh deus ar stourmoù sokial bev-bev e-barzh hon bro a-enep raktresoù ar gapitalisted : toullañ an douaroù evit gounit mengleuz, tennañ traezh eus bae Lannuon…

Faot a ra d’ar polis ha d’ar justis gwaskañ dre-se tout ar re a gemer perzh mod pe vod er stourmoù sokial en Breizh hag er Frañs.

Evit talañ ha souten ar pevar den-se eo galvet tout an dud da zont da vanifestiñ

  • D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh dirak Ti-Gar Plouared da 11 e beure evit un emvod kelaouiñ hag ur vanif da heul
  • D’ar Sadorn 6 a viz Mae 2017 ‘ba kreiz-kêr Gwengamp !

A-enep ar gapitalisted, a-enep feulsterioù ar polis hag ar justis ha evit difenn ur mod all da vevañ ha da ren an traoù e-barzh hon bro !

Breizh O Stourm

 

Write A Comment