Actualité / Keloù

Skoazell Vreizh : stourm war an dachenn ha treuzkas an hêrezh

Pinterest LinkedIn Tumblr

E miz Du eo bet dibabet gant Skoazell Vreizh reiñ lañs d’ur c’houlzad evit sikour tiegezh Fañch a vez nac’het outañ skrivañ mat anv e vabig. Kaset e vez an afer war-raok gant leun a startijenn ha spi.

Savet ez eus bet un destenn vrezhonek ha gallek evit displegañ an afer, reiñ hor soñj diwar-he-fenn, ha gervel d’an donezoù evit harpañ tud Fañch gant ar frejoù justis koustus ma z’int.

50000 trakt zo bet moullet da c’houde ganimp hag e tasparzhomp anezhe dre departamantoù. Un den zo e-karg eus an dasparzhañ en un departamant. Da lâret eo ret dezhañ kavout tud evit ma vo skipailhoù, pe hienennoù memes, o tasparzhañ an traktoù e pep korn un departamant pe vije kêrioù bras pe parrezioù bihan. Mont da daremprediñ an dud war ar marc’hadoù a ranker ober, lezel traktoù er stalioù pe er c’hevredigezhioù tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg ivez. Hag ez eus kalzig er vro! Pa vez un digarez bennak en ur gumun ez eomp ivez : saloñsoù al levrioù da skouer (reoù Karaez pe Plistin).Emvodoù foran pe emvodoù kelaouiñ zo bet savet ivez evit kelaouiñ ar mediaoù just a-walc’h ha brasaat al labour kaset a-benn war an dachenn.

Ul labour war ar genrouedad a vez graet ivez evel just. Dre ar rouedad sokial gant Facebook ha Twitter e vez roet d’an dud da c’houzout ez eus ur c’houlzad souten. Hol lec’hienn internet divyezhek  zo bet reneveset n’eus ket pell zo ivez hag a-drugarez dezhañ e c’heller reiñ arc’hant war-eeun gant al lec’hienn. Pe vije sammadoù bras pe bihan-tout. Ma fell deoc’h harpañ Skoazell Vreizh klikit war : http://www.skoazell-vreizh.bzh/donezon.html

War an dachenn e weler eo dedennet ar gazetennerien gant an afer. Pe ‘vije reoù ar skinwel, ar skingomz pe ar c’hazetennoù. Pe ‘vije ar mediaoù gallek pe brezhonek. Kurius int e savfe kement a reuz evit ul lizherenn. Komprenet o deus mat-tre d’am meno en em santfe Yann brezhoneger taget da vat gant seurt dismegañs a-berzh ar Stad C’hall. Komprenet o deus ivez eo prest tud Fañch da vont betek penn an afer gant sikour Skoazell Vreizh ha sikour ul luskad a-dreñv dimp ivez. Just a-walc’h e gav darn vrasañ eus an dud dismegansus penn-da-benn dibab lez-varn Kemper. A-du krenn int evit ma vije aotreet an dildenn war an “n”. Sevel a reont a-du ivez pa vez lakaet ar gaoz war stat ud ar brezhoneg met n’o deus ket alies graet al liamm etre disoc’h barnadenn al lez-varn ha stadud ar yezh just a-walc’h. Abalamour d’an dra-se eo pouezus-meurbet koulzad Skoazell Vreizh, ha youl tud Fañch evel just. Klask lakaat ‘ba penn an dud e ranker kaout ur stadud evit hor yezh, brezhoneg ofisiel, en ur eskemm gante, displegañ ar perak hag ar penaos. Dedennus eo peogwir darn vrasañ eus ar vretoned a vez kejet oute, ar mediaoù gallek en o zouesk, n’int ket emskiant-tre eus statud ar brezhoneg.

Tud zo a gav dezho a-wechoù eo dister an afer, perak stourm evit lakaat un dildenn war un “n” ? N’eus ket nemet reiñ un anv-bihan all d’ar paotrig emeze, pe c’hoazh ez eus traoù pouezusoc’h, pe gwasoc’h pa glever tud zo lavar dimp eo al lezenn ha mat pell zo. Ur wech ouzhpenn e c’heller tabutal gant an dud-se war implij ar brezhoneg, he statud hag he flas er gevredigezh.N’int ket a-du marteze a-walc’h met tro o do d’en em soñjal un tamm bihan war ar brezhoneg “a-drugarez” d’an afer-se, a-drugarez d’hol labourig war an dachenn ivez. Kendrec’hiñ an dud eo ar pouezusañ evit bezañ trec’h met n’eo ket aes bepred, anat eo.

Fest-Deiz Skoazell Vreizh e Gwengamp

Komiteoù lec’hel o deus azozet abadennoù souten evel e Bro Dreger. Ur fest-deiz a zo bet savet e Gwengamp e deroù miz Du. Ur c’hant den bennaket zo deuet da embann o souten da Skoazell Vreizh. Un abadenn ha ne vije ket bet tu kaout hep an arzourien a faot dimp trugarekaat evel just. An daoud a ziv blac’h: Anaïs Leroux ha Patricia Gayic, eus Treger,, un triad a sonerien yaouank-tout eus Lannuon, Laviell-Pungier-Foltête ha Youen Peron hag e gomperien, eus Louaneg. Ur gwir souten o deus degaset an arvesterien : brokus-mat eo bet an dud zo deuet en ur lakaat sammadoù n’int ket dister er c’hefig mont en-barzh. Ur skipailhig a dud a youl-vat he deus labouret mat-tre ivez a-raok, e-pad ha goude an darvoud. Plijus-tre an aergelc’h ha frealzus evit an dazont war un dro. Frealzus peogwir e tiskouez ez eus c’hoazh tud prest da grog e-barzh pa vez dleet evit stourm, hag er gevredigezh a-vremañ n’eo ket anat ken, pell ac’hann siwazh. Frealzus peogwir e tiskouez ivez e teu an dud d’un abadenn bennak evit souten ar stourm evit hor yezh, tud yaouank ha koshoc’h mesk-ha-mesk. Mersi bras ivez evit da greizenn sevenadurel Gwengamp evit bezañ degemeret ac’hanomp. A-bouez bras eo kaout ul lec’h e mod-se evit en em vodañ, lakaat ar yezh da vevañ, an energiezhioù da virviñ hag ar stourm er vro da genderc’hel.

Ar ganerezedLeRoux/Gayic

Ma weler mat e chom oberenn Skoazell Vreizh bev-mat ‘ba penn tud zo n’eo ket anavezet e giz ma vez dleet. Abalamour da betra ?

Skoazell Vreizh zo bet krouet e 1969, un hanter c’hantved zo. Anavezet eo mat gant rummad ar stourmerien a-us da 40 vloaz lakaomp. Bev mat eo ar c’hengred e Breizh c’hoazh pa vez gervel sikour digant an dud e respontont. Gwelet e vez mat ur wech ouzhpenn gant afer Fañch. Prest eo an dud da harpañ Skoazell Vreizh, memes ma n’eo ket bet goulennet diganimp abaoe ur frapadig.Hag an dra-se zo a-bouez-kenañ.

Met ret eo da Skoazell Vreizh lakaat ar rummadoù yaouankoc’h da c’houzout eus al labour zo bet savet abaoe hanterkant vloaz. Rankout a reomp d’am meno bezañ muioc’h anavezet gant ar re yaouank. Skoazell Vreizh zo un elfenn a-bouez eus istor ar stourm e Breizh, eus istor ar c’hengred er vro. Penaos e c’hellfe ar stourmerien yaouank hiziv-an-deiz chom hep gouzout un tamm eus istor o bro ? Deomp-ni da embarzhiñ anezho e-barzh koulzadoù-mañ-koulzadoù, abadennoù-mañ-abadennoù. Deomp-ni da dreuzkas al labour mil a-bouez zo bet krouet araozomp d’ar rummadoù a zeuio war hol lec’h. Rak n’eo ket sur e chomo didrabas ar re a stourmo c’hoazh evit gwirioù ar vretoned gant ar justis c’hall. Ezhomm ‘vo e-pad pell ‘m eus aon eus sikour Skoazell Vreizh c’hoazh.

Bezañ muioc’h anavezet er-maez eus metoù ar stourmerien,anat eo. Gwelet e vez mat er mare-mañ war an dachenn. Piv a oar piv omp? Pas ur bern tud me lâr deoc’h.

Gwir eo eo cheñchet ar mod da stourm e Breizh abaoe un dek vloaz bennaket hag an dud sikouret ganimp war un dro. N’eus ket ken a brizonidi bolitikel, a gwel ha se, n’eus ket ken a stourm armet, n’eus ket ken a abadennoù un tamm dreistordinal evit stourm an adunvanedigezh. Neuze n’eo ket lakaet Skoazell Vreizh kement war-wel hag e veze araok. Daoust da se e kendalc’homp hol labour skoazell pa vez dleet hag e refomp ken pell hag e rankfomp.

Fabris Cadou

Write A Comment