N’eo ket echu mizvezh ar brezhoneg ma krog ar skoliou brezhonek eus an holl hentennoù da embann int nec’het gant ar mod ma tremeno an distro-skol. Er publik e vo reuz e Kastell-Briant e vo dalc’het ur vanif evit difenn ar raktres skol bublik divyezhek d’an 31 a viz Meurzh. Er skolioù katolik ar gerent ivez zo ankeniet gant ar c’hlasoù lakaet en arvar e bro-dreger.
Bremañ eo tro da “emglev Plijidi” a vod an holl skolioù Diwan zo liammet gant Skolaj Plijidi da c’hervel da vanifestiñ e Lannuon d’ar 14 a viz Ebrel fuloret mard int gant politikerezh sokial ar gouarnamant diwar-benn ar c’hevratoù sikouret hag an diouer a ziskoulm padus evit ma c’hello kenderc’hel ar skolioù brezhonek dre soubibidigezh da vont vont war diorren. Setu o c’hemmenadenn.
6 miz zo tremenet ha n’eus tamm araokadenn bleustrek ebet evit un diskoulm padus a gloto gant Diwan
- E distro-skol Gwengolo e ranke Diwan mont er straedoù da embann pegen nec’het e oa, daheul dismantr trumm ar c’hevratoù sikouret.
- E-leizh a zilennidi, a bep kostezenn, o deus embannet o skoazell, hag un diskoulm war ar prim zo bet kavet evit mirout kevratoù sikouret er bloavezh-skol-mañ.
Akord e oa an holl gant un dra : pelloc’h evit se eo ret kavout un diskoulm padus, unan a von diouzh ar servij publik dre soubidigezh, kinniget gant Diwan abaoe 40 vloaz.
6 miz zo tremenet ha :
Kevratoù sikouret nevez ar gouarnamant (CUI – Parcours Emploi Compétence, a heuilh diferad ar prefed rannvro adalek ar 01/03/2018) a laka ar skolioù Diwan en arvar. Rak :
- digresket eo ar skoazelloù war ar goproù d’ur geidenn a 50% (e plas 75% a-raok)
- rouesoc’h eo an dud a c’hall lakaat o anv, hag alese diaesoc’h kaout tud a glot gant ul labour e-barzh klasoù
- ar c’hevratoù ne vezont skoazellet nemet war 20 eurvezh / sizhun (betek 35e a-raok), ar pezh a lak bec’h war ar skolioù hag a sank ar c’hopridi er baourentez
- an niver hollek a gevratoù kinniget a zo strishaet da vat
Daoust d’ar skoazelloù embannet hag adembannet ingal, n’eus bepred tamm araokadenn fetis ebet. Ezhomm zo kas d’un diskoulm padus, hag a gemero e kont perzhioù dibar kelenn Diwan, kevredigezhel, lik ha digoust :
- Peadra da c’hoprañ implijidi nann-gelennerien ha da viret anezhe war ar vicher
- Kemer e karg ar savadurioù
- Skolioù nevez kevratet gant ar Stad, adalek ar bloaz kentañ, forfed-skol evit an holl skolidi
- Ma vo titlet gant ar Stad an holl gelennerien a zo war bost abaoe ouzhpenn 5 bloaz
Mallus-bras eo. N’omp ket evit padout pelloc’h, o vagañ ar spi e vefe kavet e kentañ distro-skol un diskoulm burzhudus.
Ezhomm o deus hon skolioù Diwan e lakfe an dilennidi hag ar galloudoù publik an ober e-tal ar gomz. 40 vloaz goude e c’hanedigezh eo poent da Ziwan bezañ anavezet diouzh ar servij a rent.
Gervel a ra Bro-Plijidi d’en em vodañ d’ar Sadorn 14/04 da 10e30, e Lannuon dirak an ti-kêr.