Brezhoneg / Articles en Breton

Diwan : emgav d’ar 4 a viz Gouere e Gwengamp.

Pinterest LinkedIn Tumblr

Ha dont a ray Gwengamp da vezañ kêrbenn ar manifestadegou er sizhunvezhioù da zont ? Ouzhpenn d’an emgaviou roet gant implidi/impliajadezed an ti-gwilioudiñ e ro ar  skolioù Diwan bodet dindan anv “emglev Plijidi” emgav deoc’h d’ar Merc’her 4 a viz Gouere.

Daoust d’ar pezh a glever amañ hag a-hont,  komzoù toull, koulzadoù jestraouiñ dilennidi zo e parlamant Pariz na cheñchont netra war an dachenn evit ar skolioù dre soubidigezh lakaet diaes gant cheñchamant dezverkoù ar c’hevratoù sikouret.

N’ouzer ket evit poent ha manifoù all a vo e Breizh d’an devezh se met arru eo poazh an dregeriz gant an diouer a youl da stourm zo gant tud zo, na vo a-raokadenn ebet ma chomomp da ruzañ didrabas dindan heol tomm an hañvezh o kregiñ !

Poent eo da dud zo kompren ez eus da vat deus skoliou en arvar da chom hep digeriñ hep diskoulm pleustrek ebet er sizhunvezhioù da zont evit ar postoù na dennont ket deus ar c’helenn da skouer.

Ar c’hoant meump da vezañ trec’h ha da gas hor bugale e skolioù az a en-dro evel ar re all e distro-skol miz Gwengolo ha faot a ra deomp  gwelet rouedad ar skolioù Diwan o vont war astenn er vro a-bezh. Evel meump c’hoant e c’hellfe al liseidi tremen kement arnodenn a fell dezhe en o yezh skol.

N’eo ket en ur chom hep kemer hent ar stourm en dro e teufomp a-benn d’en ober.

Pa vez ar vretoned oc’h vont war-raok asambles ez a war souz ar gouarnamant gall ! War a seblant n’eus nemet difennerien ar brezhoneg n’o deus ket komprenet se !

Tennomp kentel deus kiladennou ar stad diwar-benn an tennañ treizh, ar mengleuzioù, an aerborzh ha nevez zo diwar-benn gwiliouderezh Gwengamp ! Ar stourmou se n’int ket bet gounezet en ur gas lizhiri pe en ur stlejal evel naered dirak kannaded Pariz…

M’emaoc’h a-du ganeomp deuit d’ar Merc’her 4 a viz Gouere e Gwengamp. Hent-all dalc’hit da lipat treid lous ar re o deus gwerzhet o ene da bariz hag a glask reizhabegiñ o c’hadorig dic’halloud en ur gas lizhiri diefed da brezidant republik ar Frañs.

Pep hini zo lib’ !

Kredomp stourm, kredomp bezañ trec’h !

Kerent skoliou Diwan bro-dreger deus an tu-kleiz dizalc’hour.

Sed aze galv emglev Plijidi :

N’eus bet araokadenn splann ebet abaoe m’eo bet kroget stourm Diwan e miz Gwengolo 2017. Emañ fin ar bloavezh-skol o tostaat. Poent eo deomp aozañ an distro-skol a zeu.

Skolaerien, ASEM, skolidi, tud ar vugale, mignoned Diwan, deuit niverus dirak isprefeti Gwengamp d’ar Merc’her 04 a viz Gouere da 10e30 evit diskouez e chomomp war ziwall betek kaout un dazont padus evit rouedad Diwan. Betek an trec’h !

Write A Comment