Brezhoneg / Articles en Breton

Evel e Kembre dibabomp hon dazont !

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar c’houlz ma komz kalz ar bolitikerien a-vicher deus an emglev jirondin, pe deus an Eurorannvro etre Kembre ha Breizh setu ma tegas d’hor soñj stourmerien ha stourmerezed Kenurzhierezh Demokratel Breizh e vo ret d’ur mare bennak reiñ ar gaoz da bobl Breizh.

Sed aze o arguzennou a-benn ho pediñ da vanifestiñ en Oriant d’an 11 a viz Eost e-doug emvod meur ar gelted a vo gouestlet da gembre ar bloaz mañ.

Tem ar  referendom emaozet a vo unan eus azgoulennou pouezusañ manif an Naoned e-dibenn miz Gwengolo.

Deuit da vanifestiñ en Oriant !

ADUNVANIDIGEZH, BREZHONEG… DIBABOMP E BREIZH ! 
TOLPADEG D’AN 11 A VIZ EOST EN ORIANT DA VARE GOUEL AR GELTED !

Da heul ar vanifestadeg evit ar brezhoneg bet dalc’het da vare digoradur an Erer Kozh hag en sell da hini Naoned a vo dalc’het d’an 29/09 e pedomp ac’hanoc’h da zibuniñ adalek plasenn an ti-kêr d’an 11 a viz Eost da 3e00 en Oriant.

Gouel Etrekeltiek an Oriant en deus kouviet Kembre, ur vro a ver ur parlamant gant barregezhioù yezh, a ro ur statud ofisiel d’ar c’hembraeg ha barregezhioù skol peogwir en doa gellet pobl Kembre reiñ he soñj e 1997 ha 2011.
Ar Senedd, bodadenn vroadel Gembre a c’hell ivez votiñ lezennoù diwar-benn un toullad poentoù termenet gant parlamant Breizh-Veur. E-mesk an ugent barregezh bennak meret gant ar gembreiz o unan e c’hellomp notenniñ da skouer : hini al lojeiz, ar servijou yec’hed, an touristelezh, ar skoazell sokial, an treuzdougen… Pell emaomp eus ar barregezhiou a c’hell dibab Breizh…

Fellout a ra deomp tennañ splet deus Gouel Etrekeltiek an Oriant hag a zo an emgav etrebroadel bras evit sachañ evezh war an diouer splann a souvereniezh evit dibab e Breizh.
Fellout a ra deomp embann e ranker goulenn ali pobl Breizh diwar-benn he zakad hag ar barregezhioù a c’hellfe merañ hec’h unan penn, en zouez barregezh ar politikerezh yezh.
Kar evel m’en diskouez stourmadeg ar skolioù Diwan evit ur gwir statud publik lec’hel pe emzalc’h negativel stad-sivil ar Frañs evit skrivañ en un doare reizh hon anvioù bihan pe dibab an akademiezh da viret ouzhomp da dremen ar bak pe ar breved e brezhoneg : ar stourm a seblant hon dazont nemetañ.

Evit echuiñ e c’halvomp an holl dud a soñj eveldomp da lieskementiñ an emgavioù evel hini an Oriant e-pad an hañvezh evit mont gwitibunan d’an 29 a viz Gwengolo da Naoned a-benn azgoulenn war un ton bras hor gwir da zibab hag hor c’hoant da welet Breizh unvan.

Pediñ a reomp ar festivalourien, ar sonerien, an dañsourien, hor mignoned eus Kerne-Veur, Galiza, Asturies, Kembre, Iwerzhon, Skos hag enez Vannav da zont ganeomp evit an emgav-se, hag a vo degemerus evit ar familhoù, evit embann gant ur mousc’hoarzh : ar gouel zo reizh met ar stourm zo ivez !

Brezhoneg ofisiel deus Brest betek Klison !

Evel e Kembre dibabomp hon dazont !

Kenurzhierezh Demokratel Breizh

Deuit d’an Oriant d’an 11 a viz Eost da c’hortoz manif Naoned ha da vrudañ mennozh ar referendom !

Write A Comment