Archive

juillet 2, 2019

Browsing

Setu un destennig evit kinnig trede kamp emren Plougastell-Daoulaz, un emgav evit deskiñ brezhoneg, un tamm disheñvel deus ar re all. Ma vefec’h o klask unan klaseloc’h e c’hellit tremen dre lec’hienn DAO….

Prest omp (kazimant !) evit glamp 2019 e Feunteun Wenn. Etre an 23 hag an 29 a viz Gouere ‘vo graet, e Plougastell-Daoulaz. Skrivit demp diouzhtu evit lakaat hoc’h anv !

Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Penaos ‘vo graet ?

Etre ar Meurzh 10 hag ar Meurzh 17 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit paeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp,

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

D’ar c’houlz ma kaozeer kalz deus ar gwaskerezh anduret gant Carole Rackete Kapitenez ar vag Sea watch 3 pe Pia Klemp heskinet evit abegoù damheñvel gant gouarnamant ar faskour Salvini , dizalc’hourien an tu-kleiz o deus roet lañs d’ur c’houlzad stourm a genskoazell gant ar repuidi e Breizh. Darn deus ar re o deus roet lañs d’ar c’houlzad a ro bod da repuidi en o zi, darn all zo perzh deus unan deus ar c’homiteoù skoazell niverus a vez o vleuñviñ er vro.

Skritelloù, plegoù-dibleg, atersadennoù, emvodoù foran a vo skignet, peget pe aozet er sizhunvezhioù da zont.

Kelaouennoù zo a blij dezhe lakaat war wel an disterañ darvoudig gouennelour pa c’hoarvez e Breizh, evel lid ganedigezh Adolf Hitler gant 20 paour-kaezh den dindan levezon an alkool n’eus ket pell zo e Plelann-Veur pe pa vez embannet c’hoazh hag adarre ur pennad islamgasaour pe enepyuzev gant Boris Le Lay en e gelaouenn Breiz Atao.

N’int ket ken prim o krediñ embann e vez lakaet e pleustr gant Unvaniezh Europa ha Stad-C’hall politikerezhioù enbroañ-divroañ awenet gant an tu-dehoù pellañ, evel m’en prou bered vras ar mor kreizdouarel hag an heskinerezh enep ar re a nac’h ar pezh na c’heller ket asantiñ.

Kentoc’h evit an dreistegezh gwenn hag un emdenn Glas-Gwenn-Ruz ec’h adembannomp pegen pouezus eo deomp e chomfe Breizh un douar bod evit ar repuidi/repuadezed. Setu ma fell deomp evel stourmerien ha stourmerezed deus an tu-kleiz dizalc’hour kemer perzh er c’henskoazell gant an divroidi dre ar c’houzad « #BreizhDigor »

Ha kement-se kar e fell deomp mestroniañ hon aferioù amañ e Breizh, war kement tachenn zo, hini degemer ar repuidi ekonomikel, an hin pe politikel evel ar re all.

 

 

Evel ma lavar kalz deus ar c’hevredigezhioù kenskoazell e Penn-ar-Bed hag a ra war-dro ar repuidi war ar pemdez, en ur daliñ ouzh kudennoù al lojañ, ar skoliata, ar bod, ar gwir da labourat :

« Dirak kudennoù a gaved dezho diskoulmoù a-raok na gaver ket ken hiziv-an-deiz, ur c’henskoazell didrouz dreistordinal a zo lakaet e pleustr en departamant. Dav eo deoc’h , Itron, Aotroù, anavezout an holl labour kevredigezhel kaset a-benn gant miliadoù a geodederien evit ambrougañ, henchañ, harpañ, skoliata …abalamour da vankoù ar stad en hon departamant. »

 

Fellout a ra deomp embann dre ar choulzad-se hor c’henskoazell gant ar repuidi, hag ar re a sikour anezhe en argoad pe e arvor Treger, e skol mod-all ar Menezioù Are, e skouatoù karteroù su Raozhon, e Kevrieg pe Felger, tro-dro da skol-veur Naoned, e kampoù da c’hortoz e Sant-Ervlan…en ur lakaat anezhe war wel hag en ur sikour anezhe deus ar gwellañ.

Daou vloaz zo ez ae ur stourmer anarkour ha dizalc’hour breizhad yaouank da vrezeliñ er Rojava enep DAESH hag o mignoned, evel kantadoù a stourmerien etrevroadelour all el lodenn-se deus ar Siri dieubet gant dispac’hourien Kurdistan.

Ar Breizhad se, Olivier Le Clainche aka Kendal Breizh, zo marvet er stourm e kanton Afrin, dindan bombezennoù turk.

E Afrin e 2015 , ur c’hanton gant un hanter vilion a anezidi  e oa bet degemeret tost da 500 000 repuad disheñvel mat o c’hredennoù, deus pobloù liesseurt, en desped d’an diouer splann a arc’hant ha d’ar brezel.

Emvelestradurezh ar Rojava a vroud ar c’henskoazell etre ar pobloù hag an dud. Ur sifr da brederiañ diwar-e-benn ha da zerc’hel soñj dioutañ pa gred lod zo amañ komz deus aloubadeg enbroañ-divroañ.

 

 

6 vloaz zo ur Breizhad yaouank all a varve dindan taolioù ar faskourien e stradeoù Pariz, Clement Meric e anv. Setu ar pezh a skrive e vignoned deus Action Antifasciste Paris Banlieue

« E-pad tost ur bloaz e stourmas ganeomp ,e Pariz, er bannlev , evit chom hep lezel ar straed d’an tu-dehoù pellañ, gant ar repuidi pourchaset hag heskinet gant ar polis, gant strolladoù deus ar c’harteroù pobl oc’h en em aozañ evit azgoulenn gwirionez ha justis evit ar yaouankizoù gwallgaset gant ar polis, hag enep an holl voustradurioù ha gwallziforc’hioù.

Hor c’henstourm en doa kaset anezhañ da gejiñ d’ar 5 a viz Even 2013, 6 vloaz zo gant skinheadoù nazi a zouge faro rochedoù gant arouezioù ha luganioù faskour ha gouennelour. Perzh e oant deus ar strolladig faskour « Trede Hent », renet gant Serge Ayoub, a gaver alies e roud e afeioù muntr ha tagadennoù enep stourmerien enepfaskour. D’an devezh-se e oa bet anavezet evel stourmer enepfaskour ha setu ma oa bet tizhet, taget ha skoet e kreiz e fas gant harp un « dorn amerikan » ha lezet semplet war al leur. Marvet eo Clement kar ne felle ket dezhañ soublañ »

Bezomp dellezek eus Olier Kendal Breizh hag eus Clément , na soublomp ket.

Harpomp ar re kap d’en em aozañ amañ e Breizh daoust da skoilhoù servijoù kreiz ar stad a-benn degemer ar re a glask achapiñ deus ar brezelioù impalerour hag ar vizer. Na soublomp ket, biken. Digor e chomo Breizh !

 

Breizh o Stourm