Category

Brezhoneg / Articles en Breton

Category

« Da belec’h eo aet ar stourm enepimpalaerour ? » sed aze an tem a vo prederiet diwar e benn e d’ar sadorn 9 a viz Gouere e Plougonveur.

Enebiezh an daou impalaerouriezh zo penn abeg ar brezel hag aloubadeg an Ukren, er mediaou bras koulz hag e metoù an tu-kleiz ne glever kaozioù evit kondaoniñ an emlederezh Rusian hepken.

Na c’heller ket reizhabegiñ e mod ebet tagadenn impalaerour Russia en Ukren. Daoust da bPoutin ha d’e dropellad bezañ ar benndagadourien n’omp ket hegredik a-walc’h evit chom hep gwelet splann kirriegezh ensavadurioù Europa hag ar stadoù perzh deus Aozadur feur-emglev Norzh Atlantel (AFNA-OTAN ) er mare tenn mañ etre an daou impalaerouriezh.

Na glever ket ar barnouriezh enep da impalaerouriezh an AFNA pe Europa, chom a ra mut an tu-kleiz, an dispac’hourien koulz hag ar re all, hep klask aozañ stourmadegou da enebiñ ouzh impalaerouriezh hor bourc’hizelezh.

Evit divizout diwar-benn ar problemategez-se ha difraostañ aheloù koulzadoù kabaliñ ha stourm asambles e aozomp un devezh tro-dro d’ar goulenn «  Da belec’h eo aet ar stourm enepimpalaerour ? » ha kement se d’ar Sadorn 9 a viz Gouere en Dibar e Plougonveur.

4 stal a raio an devezh :

Stal 1 : « Breizh er stignad impalaerour, istor ha gwirvoud pouez an industriezh milourel gall e Breizh » da gregiñ ganti e vo lañset ar gaoz gant stourmerien dizalc’hour War-Sav.

Stal 2 : « Penaos en doa enebet an AFNA ouzh ar stourmoù eneptrevadennour er bloavezhioù 60 ha 70 ha peseurt heklev en doa bet en Europa ar c’hornog ? Un diviz gant Jann-Marc Rouillan a zo bet oc’h ober war-dro ul levr gouestlet da stourm dizalc’hour ha didrevandennour er C’hap Glas hag e Ginea Bissau

Stal 3 : « « Peseurt mod emañ kont gant ar stourm a genskoazell etrebroadelour gant ar Palestin ? » Gant kamaraded ar strollad «  Palestin a vo trec’h ! » deus Tolosa. Darbet eo bet dezhe bezañ divodet dre zekred diwar goulenn Darmanin, trec’h int bet hag e talc’hont gant o c’houlzadoù stourm.

Atelier 4 : « Ar Rojava hag an dispac’h Kurd d’ar c’houlz ma klask emlediñ an AFNA » gant benelerourezed hag etrebroadelourezed bet e Kurdistan hag a raio ar poent war an tagadennoù kaset a-benn gant an Turki, ur stad perzh deus an AFNA, evit distruj ar Rojava demokratel.

Digor d’an holl eo an devezhiad. Kregiñ ar raio an atelieroù da 10e beure.

Taolioù kelaouiñ, levrioù en gwerzh war al lec’h.

Emaomp o prientiñ darvoudoù sevenadurel evit nozvezh ar Sadorn.

War-Sav ! (pour l’Organisation de la Gauche Indépendantiste)