Category

Brezhoneg / Articles en Breton

Category

E Brussel hag e Pariz e oa bet rentet enor da Olier ha da stourmerien ha stourmerezed ar c’hurdistan er sizhunvezhioù diwezhañ.

E Breizh, bloaz goude stourmoù Afrin ha bloaz goude marv Olier war an talbenn e vo dalc’het un abardevezh evit padout gant ar skoazell d’ar gurded hag evit rentañ enor da Olier Leclainche aka Kendal Breizh  d’ar sul 3 a viz Meurzh e Karaez.

Kamaladed ha mignonezed zo deus Olier o deus soñjet e vefe talvoudus d’en em gavet asambles evit embann e chomomp feal da bobl Kurdistan hag he stourmerien ha stourmerezed empleget evit an dispac’h sokial ha dieubidigezh o bro.

  • Bloaz goude emgann Afrin ha marv Olier e teuy tud da destenniañ
  • Graet e vo ar poent war stad an traoù er Rojava hag er c’hurdistan gant ar c’hevredigezhioù a gengred.

Bannet e vo filmoù ha tro-dro d’an taolioù kelaouiñ e vo eskemmoù ha sonerezh.

Pedet oc’h da zont da dTi ar Vro 6 place gwirioù mab-den e Karaez da 2e GM.