A-benn lidañ an 8 a viz Meurzh « Devezh Stourm Etrebroadel evit Gwiriou ar Merc’hed » hon eus dibabet da gemer perzh er c’houlzad « Shengal » da zastum arc’hant evit kas lienennoù hemostatek da stourmerezed YJS (Unvezioù Merc’hed Shengal) ha YPJ (Unvezioù Gwarez ar Merc’hed) e Shengal hag er Rojava.
Petra eo ar c’houlzad Shengal ?
Tapet hon eus an diviz da aroueziñ ar c’houlzad en ur skignañ war un dachenn ledan tre skritelloù ma weler Ivana Hoffman warne. Piv eo Ivana Hoffman ?
Ar stourmerez wregelourez , etrebroadelourez a oa aet d’an anaon 3 bloaz zo, d’ar 7 a viz Meurzh 2015 er stourm enep DAESH er Rojava. Peget zo bet skitellou un tamm pep lec’h e Breizh e Naoned, Roazhon, Gwengamp, Lannuon, Brest ha Kiberen a-benn lakaat war wel ar muiañ ar gwellañ ur c’houlzad a saveito buhezioù.
Ar gasadenn gentañ gant lienennou hemostatek Celox zo erru er Shengal div sizhun zo hag an eil zo war an hent !
Kemerit perzh: pegit pe roit !
Ma fell deoc’h kemer perzh oc’h pedet da bellgargañ ar skritelloù da begañ anezhe e lec’h a garfed. Deuit e darempred ganeomp dre shengalbreizh(at)gmail.com, bez e c’hellit ivez ober un donezon en linenn dre al lec’hienn www.shengal.xyz
Enor da gKendal Breiz
E Karaez e vimp d’ar sadorn 10a viz Meurzh evit rentañ enor d’hor c’hamalad Kendal Breizh (Olier) lazhet er c’hurdistan e Afrin d’an 9 a viz c’hwevrer e-pad ur vombezadeg durk.
Skignañ a reomp ar galv-mañ troet e brezhoneg gant « Breizh o stourm » evit kemer perzh d’ar c’houlzad sikour lañset gant « Skoazell Ruz / Secours Rouge » eus Bro-Belgia. A-bouez bras eo sikour en un doare pleustrek ar stourmerezed/stourmerien a zo war dachenn Rojava. En ur gemer perzh er c’houlzad-mañ hag en ur reiñ arc’hant dezho ez aio war-raok ar stourm dispac’hel eno hag e vo saveteet buhezioù.
KENGRED DISPAC’HEL GANT ROJAVA ! A-ENEP DAESH, STAD TURKIA HAG AR STADOÙ KILSTOURMER HAG IMPALAEROUR.
E-kreiz ar Reter-nesañ ez eo savet poblañs Rojava a-enep d’ar galloudoù kilstourm a voug anezhi abaoe degadoù a vloavezhioù. Goude bezañ dieubet Rojava diouzh Daesh, ez eus bremañ bec’h war annezidi Rojava hag an dispac’herien deuet eus an estrenvro da sikour anezho. Aon a reont da impalaerourien ar Stadoù-Unanet hag an OTAN, met ivez d’ar stadoù kilstourmer ha faskour eus ar Reter-nesañ : Turkia, Arabia-Saoudat hag Iran. An holl anezho bremañ a ya da emellout pe da vombeziñ Rojava, oc’h implijout ar memes strategiezhioù hag ar re o deus roet lañs da strolladoù islamour evel Daesh, Al Qaïda pe Al Nosra : « golemoù » a zo deuet a-benn da achapiñ diouzh kontroll ar broadoù kapitalour o doa krouet anezho.
Ha pa vefe dre walldaolioù gwadek, dre vombezadegoù war geodedourien, dre harzadennoù bras a-enep dispac’herien, dre dagadennoù ingal a-enep d’ar gerilha poblel pe dre varc’hadennoù kapitalour o deus poan enebourien ar bobl da lakaat stourm an dieubidigezh da chom a-sav. Ar stourm dieubiñ-se a zo lusket gant poblañs Rojava, Kurdistan, tout ar Reter-nesañ, ha dreist-holl gant merc’hed armet Rojava, gwashañ gwallhuñvre an islamourien.
Goude bezañ tapet harp gant kevredidi boas hag istorel (SUA, OTAN, Unaniezh Europa, ONU, pennoù bras ar sokial-demokratelezh, renadoù kilstourmer) he deus Turkia kroget gant ur c’houlzad moustrerezh a-dreuz douaroù Kurdistan e Turkia, Iraq hag e Siria. Ar pal pennañ a zo herzel ar youl dispac’hel lakaet e pleustr gant pobloù moustret Rojava.
Sikouromp neuze Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh hag a zo ennañ stourmerien komunour, anarkour hag enepfaskour aet da zifenn Rojava diwar skouer Brigadennoù Etrebroadel e stad Spagn e 1936. Harpomp anezho en un doare politikel koulz ha fetis, en ur brenañ dezho bandennoù ha lienennoù hemostatek. 60% eus ar re c’hloazet gant armoù a varv diwar gwadliñvadoù o c’hortoz bezañ kemeret e karg : ar bandennoù-se a sikour da herzel buan-tre ar gwad hag a goust 40$ pep hini.
Kengred gant ar stourm dispac’hel evit pobloù Rojava hag a lec’h all, evit stourm a-enep d’an islamourien, d’ar Stadoù-Unanet, d’an OTAN ha d’ar stadoù kilstourmer !
ROIT ARC’HANT EVIT KEMER PERZH D’AR C’HOULZAD KENGRED !
Skrivit « Rojava » en dreuzvankadenn war ar gont-se : IBAN : BE09 0016 1210 6957 – BIC : GEBA BE BB
Pe neuze roit arc’hant en-linenn war Leetchi o klikañ amañ :
PETRA EO AL « LIENENNOÙ HEMOSTATEK » ?
Ar CELOX a zo ur produ hemostatek nevez evit an trummadoù. Ar CELOX a c’hell herzel buan gwadliñvadennoù a c’hellfe bezañ lazhus. Aes eo da implij, sur-tre hag efedus meurbet eo : gallout a ra saveteiñ buhezioù neuze. Ur wech mesket er gwad ez a d’ober ur gaouledenn dindan 30 segondenn. Efedus eo en un doare dizalc’h eus mont en-dro ar gwad er c’horf. Da vare esaeoù klinikel graet gant Marines ar Stadoù-Unanet ez eo bet ar CELOX ar produ nemetañ o saveteiñ 100% eus an dud. Klikiit amañ evit lenn muioc’h a draoù teknikel war ar CELOX.
Notenn : Lezet e vez servij mezegel ar Batailhon da zibab peseurt merk ha peseurt doare pakadoù a lienennoù hemostatek a vo ar gwellañ evito war an dachenn.
PETRA EO BATAILHON ETREBROADEL AN DIEUBIDIGEZH ?
Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh (International Freedom Battalion, IFB) a zo ur batailhon dizalc’h ennañ dispac’herien eus Turkia, eus Europa hag eus lec’hioù all. Aet int da zifenn dispac’h Rojava o vezañ un nerzh dizalc’h a stourm a-gevret gant ar YPG/YPJ/QSD.
Krouet eo bet d’an 10 a viz Even 2015 gant ar MLKP (Strollad Komunour Marksour-Leninour eus Turkia ha Kurdistan) diwar skouer Brigadennoù Etrebroadel o doa difennet an dispac’h e stad Spagn e 1936. Abaoe ez eo deuet strolladoù dispac’hel all (en o zouez : TKPML/Tikko, MLSPB-DC, RC, TKEP/L, ΕΣΔΑ), komunourien hag anarkourien, met ivez dispac’herien all hep strollad a zo aet er BÖG (Nerzhioù Unanet an Dieubidigezh). Ar strolladoù hag an hiniennoù-se a zo o tont eus a bep seurt luskadoù eus an tu-kleiz dispac’hel : marksour-leninour, hoxhaour, maoour, anarkour, trotskour, …
Abaoe e grouidigezh en deus Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh stourmet e pep lec’h e Rojava (war-bouez e Afrin), o sikour nerzhioù ar Gurded da skarzhañ Daesh ha strolladoù islamour all er c’horn-bro.
ISTOR AR « SKOAZELL RUZ ETREBROADEL »
Ar Skoazell Ruz Etrebroadel, dre e gevrenn eus Bro-Belgia, a gemer perzh hiziv an deiz da sikour Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh e Rojava evel ma oa bet graet e 1936-1939 gant Brigadennoù Etrebroadel e stad Spagn. Ar Skoazell Ruz en doa kemeret perzh o reiñ arc’hant, dafar, hag o kas implijidi ambulañsoù hag ospitalioù da vont war an dachenn da sikour ar stourmerien enepfaskour.
EVIT RESEV PEGSUNIOÙ “KENGRED GANT KURDISTAN”
E miz Gwengolo tremenet en doa an Tu-Kleiz Dizalc’hour lakaet da voullañ pegsunioù kengred gant Kurdistan, skrivet warno e brezhoneg, galleg ha kurdeg !
Chom a ra un toulladig deomp, neuze ma fell deoc’h resevout un nebeut evit pegañ en ho korn-bro e c’hellomp kas deoc’h (30 pegsun + frejoù kas = 5 €) dre an ti-post.
Klikiit war ar skeudenn evit bezañ heñchet gant al liamm :
Ce site Web utilise des cookies pour améliorer votre expérience. Vous pouvez accepter ou changé les réglages. Réglages des cookiesJ'ACCEPTE
Cookies
Présentation de la confidentialité
Ce site Web utilise des cookies pour améliorer votre expérience lorsque vous naviguez sur le site Web.Parmi ces cookies, les cookies classés comme nécessaires sont stockés sur votre navigateur car ils sont essentiels pour le fonctionnement des fonctionnalités de base du site Web.Nous utilisons également des cookies tiers qui nous aident à analyser et à comprendre comment vous utilisez ce site Web.Ces cookies ne seront stockés dans votre navigateur qu'avec votre consentement.Vous avez également la possibilité de désactiver ces cookies.Mais la désactivation de certains de ces cookies peut avoir un effet sur votre expérience de navigation.
Les cookies nécessaires sont absolument essentiels au bon fonctionnement du site Web. Cette catégorie comprend uniquement les cookies qui garantissent les fonctionnalités de base et les fonctions de sécurité du site Web. Ces cookies ne stockent aucune information personnelle.
Tous les cookies qui sont facultatifs au fonctionnement du site Web et qui sont utilisés spécifiquement pour collecter des données personnelles des utilisateurs via des analyses, des publicités et d'autres contenus intégrés sont appelés cookies non nécessaires. Nous avons l'obligation d'obtenir le consentement de l'utilisateur avant d'exécuter ces cookies sur notre site Web.