Tag

lezenn labour

Browsing

 Evit klozañ gant ar bloavezh 2017 en deus graet Tugdual Karluer evel an holl gelaouennerien : teurel ur sell war an darvoudoù pennañ zo bet er vro.

Ar stourm sokial pennañ zo bet ‘enep da adkempenn al lezenn war al labour” emezañ.  Setu ma kinnig teurel “Un tamm sell war an istor” dre aze .

A-hed an atersadennoù e ro a gaoz en dro d’ar re zo bet o vanifestiñ evit difenn gwir al labourerien hag al labourerezed. Adklevet a reer Guillaume Bricaud, Gael Roblin, Yoann Colas ha Kaou Le Davay (ezel eus Nuit Debout Lannuon )  barnet ha didamallet e Gwengamp evit bezañ kemeret perzh e oberennoù galv Plouared.

Prosez Gwengamp zo bet kentelius e meur a zoare. Diskouezet o doa an damallidi o c’hoant da liammañ ar stourm evit ar justis sokial gant ar brezhoneg en ur embann sklaer ez afent e brezhoneg a-raok hag e-pad ar prosez. Ur skoazell ledan a-walc’h a oa bet embannet gant aozadurioù liesseurt evel Skoazell Vreizh, ar CGT, kannaded zo e parlamant Europa, Ai’ta,an tu-kleiz dizalc’hour evel-just,an NPA,ar PCF, CNT, Solidaires,UDB….Met un nebeud mizioù goude emeur c’hoazh o c’hortoz ur gemmenadenn skoazell a-berzh Kevre Breizh da skouer pe c’hoazh kuzul sevenadurel rannvro Breizh….Bez e  c’heller lenn c’hoazh kemmenadenn skouerius CGT Gwengamp evit difenn ar gwir d’ober gant ar brezhoneg dre aze.

E 2018 e vo  kaoz c’hoazh eus efed adreizh al labour e buhez pemdez al labourerien ha deus plas ar brezhoneg er stourmoù sokial

Aozadurioù politikel ha sindikadoù a bep seurt eus ar Stad C’hall o deus divizet en em gavout hiziv (lun 19 a viz Even) da c’houde eil tro an dilennadegoù er Parlamant. C’hoant o deus en em gavout er straedoù evit stourm a-enep da gemennadurioù gouarnamant Macron a vo implijet evit distruj gwir al labour hep tabut ebet er Parlamant. An aozadurioù a zo bodet asambles dindan an anv “Talbenn Sokial“.

 

Un destenn bet skignet tro-dro Gwengamp a vo tu deoc’h lenn amañ dindan.

 

Setu amañ listenn an darvoudoù kinniget e Breizh a-bezh evit an 19 a viz Even :

  • Roazhon : 5e00, plasenn ar republik
  • Sant-Brieg : 6e00, skwar Allende
  • Gwengamp : 6e00, plasenn an Ti-Kêr
  • Brest : 6e00, sal ar sindikadoù, bali Georges ClémenceauUL CGT Gwengamp
  • Sant-Nazer : 6e30 plasenn Amerika Latina
  • Naoned : 6e00, plasenn Bouffay
  • An Oriant : 6e00, plasenn Aristide Briand
  • Lannuon : 6e00, plasenn an Ti-Kêr

 

Kemennadurioù adalek miz Gouere ?
Macron a gerzh war ar parlamant ha kod al labour.

Dalc’homp penn !

Abalamour da betra e vijee dleet deomp leuskel amzer da vMacron ? Na c’hortozer ket pa vez kaoz eus distruj ar postoù-labour hag ar goproù, evit ar re vresk pe dilabour, evit ar re hep lojeiz pe dibaper…Muioc’h evit biskoazh ez eomp « war vale » war-du an diskar sokial ! Petra zo kaoz e vije dleet deomp gortoz hep ober mann ebet ? Petra zo kaoz e vije ret lezel ar plas d’an tu-dehoù pellañ ?

 

Gwir eo eo bet dilennet Macron enep da Le Pen, met evit an dro gentañ gant e brogram en doa dastumet 8 528 585 mouezh war un hollad a 35 737 724 a dud bet o votiñ. Ar program ? Nebeutoc’h a barlamant, nebeutoc’h c’hoazh a bouez gant dezveg al labour, muioc’h a Uber hag a vreskted. Pres zo war Macron setu ma ra gant prosezadur ar c’hemennadurioù. Petra zo e scenario ar gemennadur gentañ ?

Pep tra zo prest evit miz Gouere. Petra zo e-barzh ?

  1. Astenn ar brioriezh d’an emglevioù dre embregerezh. Lezenn El Khomri (diwar-benn al labour) a roe an aotre d’en ober evit hirder an amzer labour. An implij, ar goproù hag an aozioù labour a vo en emglevioù ivez.
  2. Kendeuzet e vo ensavadurioù dileuriañ an implijidi (KE, DI, PYSAL)
  3. An dic’haouioù e kenkaz e vezer ezfredet en un doare nann reizh a vo stanket d’ur serten live. Un taol fall eo evit lezvarn ar Prud’hommes, ur prof eo a-benn reiñ an tu d’an implijerien da skarzhañ prim al labourien.

Peseurt mod e vo graet gant al lezenn engwiriadur evit ren dre gemennadurioù ?

  1. Ober vann da gaout un eskemm sokial gant ar sindikadoù
  2. Ha goude se e c’hello ar gouarnamant embann ur gemennadur. Engwiriet e rank bezañ gant ar parlamant hervez mellad 38 ar vonreizh. Lakaet da reolennoù ez eo ar c’hemennadurioù a vo talvoudus kerkent a beurwiriekaet gant ar parlamant.

 

Petra zo kaoz e fell d’an talbenn sokial sevel ur stourm gant an holl,gant ar muiañ a dud posubl ? Abalamour da betra e rankfe ar pal se bezañ un doare da lakaat an holl sindikadoù da labourat asambles ?
Pouezus meurbet eo ar gemennadur gentañ. Ma c’hell Macron ober al lezenn evel ma karo ez ay betek penn o tiskar ar gounidoù sokial bet tapet dre ar stourmoù sokial hag ar c’henskoazell. Hag e-keit se eo laouen tre ar MEDEF/EAEG.
Galv diazez an talbenn sokial a oa e bal kenderc’hel gant ar stourm enep d’al lezenn labour ha d’ar waskerezh, ha setu amañ e-barzh ar vro e c’halvomp hiziv an deiz :

D’en em vodañ d’al lun 19 a viz Even da 6e noz dirak ti-kêr Gwengamp.

 

Kinnig a reomp da aozañ ar stourm o klask lieskementiñ ar c’hengerc’hioù , an doareoù stourm, ar bodadegoù, ar manifestadegoù, hep ankouaat an emvodoù-meur en embregerezhioù hag er melestradurezhioù.Pres zo warnomp, dav eo en em aozañ en un doare lec’hel e pep lec’h ma c’heller sevel ur c’heñver-nerzh.

Deus un tu all e faot deomp adlâret e nac’homp ar gwask direizh a zo bet hag a bad, setu ma c’houlennomp ma vo distaoliaet an 2000 den bennak bet barnet ha kondaonet evit o stourm enep al lezenn labour ha lezet da vont diouzhtu ar Roazhoniz zo toullbac’het c’hoazh.

Sinet gant : UL CGT Gwengamp, Solidaires Gwengamp, CNT 22, France Insoumise Gwengamp, NPA Gwengamp, Breizh O Stourm, PCF-Talbenn an Tu-kleiz.

D’ar Gwener 12 a viz Mae 4 brezhoneger perzh eus galv Plouared a zo bet barnet evit bezañ kemeret perzh e stankadennoù trenioù e Plouared e Mae hag Even 2016 evit lavarout nann d’al lezenn labour.

Tost da 80 den a oa deuet devezh ar varnadenn da skoazell anezhe ha da embann e kavent direizh e vijent barnet en desped ma oa bet betek 150 den a-wezhoù e ti-gar Plouared.

Nac’het o doa ar pevar c’homper (tri anezhe zo perzh eus Breizh O Stourm par ra parti an hini diwezhañ eus Nuit Debout Lannuon) ober gant ar galleg dirak an archerien. Setu m’o doa kendalc’het devezh ar varnadenn.

Nac’het e oa bet dezhe kaout ur jubennour, daoust d’ar memes barner bezañ roet e asant evit ur jubennour portugalek en un teuliad all d’ar memes devezh. Setu ma oant chomet mut a-hed o frosez.

Sed aze ar pezh o doa diskleriet dre hanterouriezh o breutaer, lennet gantañ un droidigezh eus ar skrid mañ :

Gouzout mat a ouzomp a oa bet stanket trenioù e miz Mae warlene, da reiñ da c’hout da Bariz e oa fuloret ar vretoned a-enep lezenn nevez al labour hag ar bolitikerezh kapitalist.
Obererezhioù damheñvel zo bet kaset da vare an emsavadeg sokial e pep korn ar stad.

Kengret omp gant an doareoù stourm-se. Adkas a reomp da soñj e oa bet lakaet ar lezenn da dremen a drugarez d’ar 49.3 un doare ober nann demokratel.
Nac’hañ a reomp anzav omp bet war an hent-houarn e Plouared e mizioù Mae hag Even 2016. Hini ebet ac’hanomp na oa aze d’an 19 a viz Mae, deiziad ar poltred nemetañ a zo en teuliad. Kaout a rafemp gouzout en un doare sirius piv en deus roet hon anvioù.

Gortoz a reomp displegadennoù diwar-benn an abegoù gwir a gas ac’hanomp hon 4 pa’z eo ur stourm sokial ledan en e bezh a zo taget. Soñjal a ra deomp omp barnet abalamour d’hor stourm politikel, sindikadel pe sokial. Ha ma vije ar pal ober aon d’an dud evit ma chomfent hep kemer perzh e stourm ebet evit chom hep bezañ kastizet ?

N’omp ket bet aterset e-pad an enklask gant an archerien diwar-benn darvrasañ an oberennoù  zo tamallet deomp hiziv.
Kaset omp dirak al lezvarn diwar brouenn ur poltred embannet en ur gazetenn zo bet lakaet hon anvioù warnañ gant an archerien ha den ebet all.
Aterset omp bet evit gouzout hag e reomp perzh eus un emsav stourm hervez lezenn.
Ne vez ket doujet ouzh hor gwir diazez da gaout ur prosez reizh ha kempouez abalamour hon eus da respont deus fedoù n’omp ket bet aterset diwar o fenn e-pad ar pezh zo anvet gant  lod zo  un enklask…

Ne vez ket doujet ouzh hor gwir diazez da gaout ur prosez reizh ha kempouez kar n’hon eus ket ar gwir d’ober gant ar brezhoneg , yezh hon bro , hor galon , hol labour…
N’eo ket bet doujet ouzh gwir diazez milionoù a labourerien ha tud lakaet diaes gant ar c’hevala da vezañ selaouet e-doug un aergerzh demokratel pa’z eo bet lakaet da dremen dre an nerzh al lezenn labour daoust d’an devezhioù harz-labour ha manifestadegoù niverus.

Kaset omp dirak al lezvarn abalamour hon eus kemeret perzh en harz-labour d’an 19 a viz Mae 2016 ha peogwir hon doa galvet da stankañ an ekonomiezh. Ha lorc’h zo ennomp.
Pegement a goust un tren stanket e-pad un nebeud minutoù keñveriet ouzh ar poanioù denel niverus a ranko anduriñ milionoù a labourerien en o buhez pemdez abalamour d’al lezenn-labour ha d’ar politikerezhioù frankizour ?

N’eus ket bet emsavadeg sokial ebet a vije bet trec’h hep tremen dreist d’al lezenn pe kemer hent an disentiñ stroll.

N’omp ket barnet evit bezañ bet graet kement-se , evit bezañ bet gant ar soñjoù se ha bezañ kaballet evite ne lâromp ket.

Da heul pemp test evel Lamine Ndiaye dilennet e Gras, Cindirella Bernard dilennet e Bear, Gerard Kernec Maer ar c’houerc’had, Jean-Do Robin kuzulier pedadogel war e leve hag Erwan Chartier evel istorour a oa deuet da gontañ pegen boaz eo tud ar vro da stankañ an hent-houarn e Plouared pa vez dleet dezhe nac’h sentiñ eus kement tra direizh a zegouezh eus Pariz.  Evel m’o doa lavaret e kavent reizh e vije implijet seurt doareoù pa ne vez ket selouaet ouzh ar manifestadegoù klasel. An holl strolladoù pe sindikadoù bet perzh eus ar stourm a-enep d’al lezenn labour  o doa adlâret n’o doa graet ar pevar stourmer nemet kemer perzh e devezhioù harz-labour .

Ken skañv ma oa an teuliad eo bet aes d’ar breutaer diskouez e oa dibosupl tamall tra ebet dezhe. Abalamour da se en doa prezidant al lezvarn laosket anezhe da vont kuit didamall pa oa bet goulennet ur miz gant goursez ha 500 euro kastiz evit ar pevar stourmer gant ar brokulorez.

Da noz ez eo ouzhpenn 250 den hag a oa deuet da lidañ se e Plougonveur.

Un devezh kalonekaus evit ar re a zalc’h da nac’h politikerezh sokial ar gouarnamant ha kentelius en abeg d’an degemer mat bet graet d’an azgoulenn liammet gant implij ar brezhoneg er vuhez forañ gant harperien liesseurt ar re varnet .

An SNCF an hini en doa savet klemm, ar prokulor a c’hell ober galv eus ar varnadenn dindan dek devezh.

Daou gannad eus parlamant Europa o doa roet da c’houzout e oant ankeniet gant an niver a dud barnet evit bezañ bet oberiant e-doug ar stourm evit enebiñ ouzh al lezenn labour hag adembann pegen reizh eo e c’hellfe ar vretoned ober gant o yezh e kement darvoud zo :

Jill Evans eus Plaid Cymru ( asambles gant an UDB ) ha Juan Juaristi eus Bildu (dizalchourien bor-Euskal).

Skoazell Vreizh eo en doa paiet ar frejoù breutaer.

A-benn ar Gwener 12 a viz Mae 2017 e vo barnet pevar den deus Bro-Dreger ‘ba lez-kastizoù Gwengamp. Barnet e vefont ‘vit bezañ bet e-mesk an dud o devoa klasket sac’hañ trenioù kostez Plouared etre miz Mae ha miz Even 2016, pa oa bet bec’h abalamour d’al lezenn El Khomry. Tremen a refont dirak al lez-varn abalamour d’ur c’hlemm douget gant an SNCF. 3 bloavezh toull-bac’h ha 45000 euro tell-gastiz a c’hellfe bezañ lakaet war chouk pep hini anezhe.

E miz Mae 2016 e oa bet aloubet gar Plouared gant tremen kant a dud, en o mesk sindikalisted ha maered deus ar vro ha kement-se meur a-wezh. Ar re-seoù a oa aet da heul « Galv Plouared » an 19 a viz Mae 2016 a c’hoûle gant tud ar vro dont da sac’hañ red an ekonomiezh hag evel-se souten labourerien an hentoù-houarn o devoa diskroget diouzh o labour, sevel ‘enep al lezenn El Khomry, ‘enep ar stad a zifrae (l’état d’urgence) hag ‘enep feulster ha gwaskerezh ar gouarnamant gall hag e bolis.

N’eo ket hep rezon e tremeno e- tal al lez-varn ar pevar den-se nemetken. Faot a ra d’ar polis ha d’ar justis gwaskañ war tud deus ar vro anveet evit bezañ tomm-hardîouzh ar brezhoneg, evit bezañ dizalc’hourien, peotramant evit bezañ e- barzh ar strollad Nuit Debout Lannuon, ha dreist-holl evit bezañ perzh deus ar stourmoù sokial bev-bev e-barzh hon bro a-enep raktresoù ar gapitalisted : toullañ an douaroù evit gounit mengleuz, tennañ traezh eus bae Lannuon…

Faot a ra d’ar polis ha d’ar justis gwaskañ dre-se tout ar re a gemer perzh mod pe vod er stourmoù sokial en Breizh hag er Frañs.

Evit talañ ha souten ar pevar den-se eo galvet tout an dud da zont da vanifestiñ

  • D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh dirak Ti-Gar Plouared da 11 e beure evit un emvod kelaouiñ hag ur vanif da heul
  • D’ar Sadorn 6 a viz Mae 2017 ‘ba kreiz-kêr Gwengamp !

A-enep ar gapitalisted, a-enep feulsterioù ar polis hag ar justis ha evit difenn ur mod all da vevañ ha da ren an traoù e-barzh hon bro !

Breizh O Stourm

 

Gellout a reer kemer perzh er mouezhiadegoù en embregerezhioù bihan-tre betek an 13 a viz Genver. Tennañ a reont d’al labourerien (Sevel-tiez, Kenwerzh, kevredigezhioù…) gant ma oant goprad e miz Kerzu 2015 en un embregerezh gant nebeutoc’h evit 11 implijad, pe o labourat er gêr.

An dilennadegoù-se a vo talvoudus a-benn lakaat e plas bodadoù kemparek rannvroel evit gopridi an EBT, servijout a reont da envel kuzulierien lezvarn ar prud’hommes, talvoudus int da dermeniñ perzhioù dileuriañ ar sindikadoù. Ne soñj ket deomp e vo trec’h al labourerien war ar c’hevala en ur votiñ met evit abegoù taktik e fell deomp reiñ da c’houzout hor galv da votiñ da labourerien Breizh.

SLB a oa bet perzh eus ar vouezhiadeg-se e 2012, daoust da enebiezh ar CGT, ha rastellet e oa bet e Breizh 4 departamant 3,16 % eus ar mouezhioù (tro 800 dre vras). N’emañ ket war ar renk ar bloaz-mañ.

STC zo war ar renk e pep lec’h er stad-c’hall evit ar votadeg ar bloaz-mañ. Liammoù en doa gant SLB a zo chomet hep reiñ un urzh da votiñ. Setu ma c’halvomp da votiñ ha da lakaat da votiñ evit STC e Breizh a-bezh betek an 13 a viz Genver.

  • Evit diskouez hor c’henyoul da liammañ dieubidigezh al labourerien enep ar c’hevala hag ar stourm evit ma c’hello ar broadoù dindan gwask pounner bro-c’hall en em dermeniñ.
  • Evit embann divezh hor c’hengred etrebroadelour gant stourm pobl Korsika evit he dieubidigezh sokial ha broadel.
  • Evit kastizañ renerezh Pariz ar CGT en doa klasket, evel sindikadoù all, da virout ouzh STC ha LAB (Sindikad Labourerien brogarour bro Euskal) da vezañ war ar renk ar bloaz-mañ daoust da ali e izili diazez hag o doa stourmet eveldomp a-enep d’al lezenn labour.

Gervel a reomp ivez da lakaat e pleustr ur c’houlzad preder ha labour evit adperc’hennañ tachenn ar sindikalouriezh en ur zougen talvoudegezhioù enebgevala, gwregelour hag evit ar gwir d’en em dermeniñ hag a oa re SLB ha kement-mañ e-metoù ar c’helenn brezhonek, ar yezh ha sevenadur ar vro en ur gaout ur sell etrevicherel.

Tud ezel pe bet ezel pe tost eus SLB :

Maiwen Salomon, Fabrice Cadou, Tomaz Laquaine-Jacq, Alan Le Cloarec, Morgane Cotten, Maelig Dubois, Melian Ruaud, Gael Roblin, Brendan Guillouzic-Gouret, Anton Burel, Awen Looten, Flavien Migneau, Pêr-Alan Morvan…