Tag

Sal ar Cité

Browsing

N’eo ket echu ar stourm ‘enep lezenn El Khomri (hag ‘enep ar bed ac’h a ‘sambles ganti !)

Un tamm mat a virvilh zo bet e kêr Roazhon er sizhun-mañ, e-keit ma oa rederien ha rederezed ar brezhoneg o sachañ o skasoù war-du Lokoal.

Abaoe disul kentañ a viz Mae eo ac’hubet sal ar Cité e kreiz-kêr Roazhon gant enebourien lezenn El Khomri. Un nebeud deizioù a-raok e oa bet aloubet Teatr Broadel Breizh (TNB) gant ur strollad tud, labourerien a-frapadoù anezhe peotramant c’hoazh tud dilabour pe tud gant labourioù diasur. Disul – da goulz devezh etrevroadel al labourerien hag al labourerezed – e oa deuet a-benn ar re se neuze, asambles gant un toullad mat a studierien, liseidi, dilabouridi, labourerien ar publik hag ar prevez (sindiket pe get), da vont d’ar sinema Gaumont ha da chom eno e-pad ur pennad. Stankañ an ekonomiezh eo pal al luskad abaoe un nebeud sizhunioù. Goude-se o deus tapet ar stourmerien aloubiñ sal ar Cité a-benn ober un emvod-meur ha dibab peseurt mod kenderc’hel gant ar stourm.

Hirie emaint o terc’hel an ti c’hoazh. Ranket o deus en em glevet gant an ti-kêr. Un emglev ac’hubiñ e-pad ur sizhunvezh a oa bet kinniget gant maerez Roazhon hag asantet gant ar stourmerien… a zo en soñj da chom pelloc’h evel-just !

Meur a dra zo bet kinniget gant « Ti ar Bobl », en o zouesk :

  • Klask stankañ an ekonomiezh mod pe vod, d’ar Meurzh 10 a viz Mae, evit ober al liamm gant labourerien ha labourerezed an SNCF a vo e diskrog-labour an devezh-se. Digwener 6 a viz Mae o doa kroget ar vanifesterien gant an hent-mañ o stankañ servij transport ar STAR (kirri-boutin Roazhon) e-pad div eurvezh diouzh ar beure.
  • Kemer perzh en devezhioù a-enep al lezenn Labour a vo aozet e Breizh hag e Bro-C’hall : d’ar Yaou 12 a viz Mae ha d’ar Meurzh 17 a viz mae.
  • Lakaat ar gaoz war an doareoù da dalañ ouzh feulster an archerien : d’ar Yaou 28 a viz Ebrel e oa bet diskaret lagad un den e Roazhon abalamour d’un tenn flachbol ha kantadoù a dud zo bet gloazet abaoe penn kentañ ar stourm. Ur vanifestadeg a-enep feulster ar polis a vo d’ar 14 a viz Mae.
  • Souten Grégoire a dremene e prosez dimerc’her e Roazhon. Hennezh zo bet dastumet gant ar fliked n’eus ket pell pa oa o vont kuit eus un emvod-kelaouiñ diwar-benn ar stourm a-enep an aerborzh. Abaoe daou vloaz e oa koachet er ZAD goude ma vije bet barnet ha kondaonet da 18 mizvezh toull (ha start 12 anezhe) da heul manif an 22 a viz C’hwevrer 2014 e Naoned. Soñj ho peus marteze e oa bet tri den o koll ul lagad da goulz ar vanifestadeg-se ha kantadoù a dud gloazet gant an archerien. Abaoe an deiz-se e kendalc’h an holl dud ac’h a d’ober ar stourm da vezañ gwasket dibaouez : peizanted, annezidi ar ZAD, stourmerien ha stourmerezed…

Ma c’hoarvezfe gant an archerien « karzhañ » Ti ar Bobl evit an abeg-mañ-abeg e vefe graet un dibunadeg da 8 eur noz e straedoù Roazhon ar memes devezh.

Ma pad ar stourm a-enep lezenn El Khomri e Roazhon eo ivez peogwir e faot d’an dud a gemer perzh ijinañ ur bed all, gant muioc’h a ingalded hag a frankiz. Ar pezh a c’hoarvez e Ti ar Bobl zo evite un doare da sevel darempredoù all etre an dud.

13151799_495054137359157_6809980775386243880_n

https://vimeo.com/165154782 – Evit sellet ouzh kemennadenn Emvod-Meur Ti ar Bobl sinet gant : coordination des intermittents et précaires de Bretagne, studierien ha studierezed Roazhon 2, UL CNT, SLB (Sindikad Labourerien Breizh), Place à défendre, Solidaires Etudiant.e.s, Maison de la grève, SUD santé sociaux 35.