Tag

skiantoù

Browsing

Gant ar rektordi ez eus bet kaset ensellerien da vare an difaziadennoù war ar skiantoù. D’an 29 a viz Even e oa bet embannet war un ton bras e oa bet 80 skolajiad·ez o tremen an danvez-se e brezhoneg. An ensellerien a zo bet kaset neuze evit gwiriañ ne vefe reizhet kopienn ebet a vefe bet skrivet e brezhoneg !

Difaziadennoù ar vreved a oa hiziv. Evel bep bloaz e vez aozet bodadoù disheñvel evit pep danvez : matematikoù, istor-douaroniezh, skiantoù, etc. Ar bloaz-mañ avat ez eus bet kaset ensellerien gant ar rektordi evit gwiriañ un danvez hepken : ar skiantoù.

N’eo ket dre zegouezh eo bet dibabet evezhiañ an danvez-se, rak d’an 29 a viz Even o doa embannet skolajidi o doa tremenet arnodenn ar skiantoù e brezhoneg. Tro-dro da 80 skolajiad·ez eus meur a skolaj Diwan o doa disentet ha graet evel kamaladed Bro-Euskadi e 2017. Kopiennoù an euskariz a oa bet reizhet just a-walc’h evel ma oa displeget e pennad Mediabask.

An ensellerien kaset gant ar rektordi a zo bet kaset da evezhiañ evel ar polis evit mirout ma vefe reizhet ar c’hopiennoù e brezhoneg. Koulskoude e ouier ez eus brezhonegerien e-touez ar re galvet da reizhañ !

Skolajiadezed ha skolajidi o paouez tremen arnodenn ar skiantoù e brezhoneg d’an 29 a viz Even e Gwened.

Brezhonegerien miret outo da reizhañ kopiennoù e brezhoneg !

E-touez ar skipailh a rank reizhañ ar skiantoù ez eus reoù gouest d’en ober evit ar 80 o deus respontet e brezhoneg. Met ar rektordi a nac’h ma vefe graet : setu perak o deus kaset ensellerien da evezhiañ ! Miret e vez neuze d’ar gelennerien en un doare sklaer ma vefe reizhet kopiennoù e brezhoneg…

Perak ne vefe ket posubl ober e Breizh ar pezh a oa bet graet warlene e Bro-Euskadi ? Poent eo d’ar rektordi respont d’ar goulenn-se.

“Gouel d’ar rektordi !”

Stourm al liseidi hag ar skolajidi na ra nemet kregiñ evit ma vefe gounezet ar gwir da dremen ar vachelouriezh hag ar vreved e brezhoneg. Ar sinadeg evit ar “bak e brezhoneg” a zo just a-walc’h o paouez tremen a-us d’an 10.000 sinadur dindan 10 devezh !

War an dachenn e krog ar stourm ivez ha 2 emgav a vo dija ar sizhun-mañ :

  • Manifestadeg e Gwengamp d’ar Merc’her 4 a viz Gouere : emgav da 10e00 dirak an is-prefeti evit kaout un dazont padus evit rouedad skolioù Diwan.
  • Bodadeg “Bak e brezhoneg” e Karaez d’ar Sadorn 7 a viz Gouere : da vare lid 40 vloaz Diwan e vo aozet ivez un darvoud da 12e00 gant liseidi evit ober “Gouel d’ar rektordi” !

Bezomp kengred gant ar yaouankiz a stourm evit gounit gwirioù ! Harpomp al liseidi hag ar skolajidi er straedoù evit diskouez hor gwir da zivizout e peseurt yezh e fell deomp studiañ e Breizh eus ar skol-vamm d’ar skol-veur !