Ecologie / Ekologiezh

Stourmomp e Gras hag e lec’h all evit an douar hag ar frankiz

Pinterest LinkedIn Tumblr
ouzh mogerioù menaj ti laosket
ouzh mogerioù menaj ti laosket

D’ar sadorn 14 a viz Mae e oa deuet ouzhpenn 500 den evit aloubiñ e-pad un abardaez un dachenn e Ti-Laosket e kumun Gras ( Gwengamp) .

Da heul gav un toullad strolladoù ha kevredigezhioù e oa deuet an dud evit harpañ div blac’h : Gael ha Coline. Faot a ra dezhe digeriñ un atant bio a-benn produiñ keuz ha yaourtoù. Ar SAFER  en doa kavet gwelloc’h reiñ an dachenn d’ur familh all perc’henn war meur a zevezh arat  (muioc’h evit 110 ha).

Ur wezh ouzhpenn , ur wezh re marteze eo ar re vihan a bak evit brasañ gounid tud o deus dija peadra da vevañ mat.

tierra y liberdad !
tierra y liberdad !

Trouz zo bet a-drugarez d’an alouberien deuet war un ton hegarat met pennek hag a gav dezhe eo direizh seurt dibaboù. Ar SAFER ‘nefe graet kinnigoù all d’an div blac’h yaouank a harpomp abaoe.

An dud deuet da sikour a heulio a dost an afer.

Estreget sindikadoù ha kevredigezhioù arbennik war dachenn al labour-douar o doa galvet da zont disadorn , izili an UDB, EE ha Breizhistance a oa deuet ivez da embann ez eo an holl afer se un teuliad politikel.

Sed aze trakt Breizhistance bro dreger (en galleg) : gael_et_coline

Gellet a rafed sellet ouzh un atersadenn gant mouezh aotret Breizhistance bro dreger : Guillaume Bricaud e kolonennad ar videoioù.

Write A Comment