Brezhoneg / Articles en Breton

Breizhistance a nac’h pedadenn UDB

Pinterest LinkedIn Tumblr

Pedet eo Breizhistance d’ar sul 4 a viz Du da gendalc’h UDB da selaou ouzh ar c’hannad Paol Molac ha prezidant PS bodad al lezennoù, Jean-Jacques Urvoas. Dibabet hon eus da embann hor respont en un doare foran:

Ho trugarekaat a reomp evit ho pedadenn da gendalc’h UDB d’ar sul 4 a viz Du e Mur. Koulskoude n’omp ket evit bezañ en ho touesk evit selaou un den tost meurbet eus galloud kreiz ar PS  pa ouzer eo ac’hubet douaroù Kernitron Al Lann ha Gwinieg-Breizh gant kantadoù a soudarded , abaoe teir sizhunvezh bremañ, ha flastret spontus ar vanifesterien hag ar re o deus dibabet da vevañ eno. Dizonest e vije deomp kemer perzh en ho kendalc’h pa vez skarzhet hor c’hamaraded stourm deus o zi ha deus o douaroù gant ar gouarnamant, pa vez gloazet izili hor strollad politikel gant tennoù flashball pe grenadez.

Souetiñ a reont deoc’h  ur c’hendalc’h ha labourioù frouezus. Prest e vezomp bepred da genlabourat gant UDB, da gentañ tout evit un emdroadur ensavadurel e Breizh, unavaniñ ar vro ha kaout ur gwir parlamant.

Gant  ma vefed an niverusañ ar gwellañ er vanifestateg evit adac’hubiñ al lec’h raktreset evit  sevel aerborzh Kernitron al Lann, d’ar sadorn 17 a viz Du .

Evit Breizhistance,

Gael Roblin,e-karg eus an darempredoù diavez gant ar strolladoù politikel.

Write A Comment