Brezhoneg / Articles en Breton

KENGRED DISPAC’HEL GANT ROJAVA : kemerit perzh er c’houlzad !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Skignañ a reomp ar galv-mañ troet e brezhoneg gant « Breizh o stourm » evit kemer perzh d’ar c’houlzad sikour lañset gant « Skoazell Ruz / Secours Rouge » eus Bro-Belgia. A-bouez bras eo sikour en un doare pleustrek ar stourmerezed/stourmerien a zo war dachenn Rojava. En ur gemer perzh er c’houlzad-mañ hag en ur reiñ arc’hant dezho ez aio war-raok ar stourm dispac’hel eno hag e vo saveteet buhezioù.

Skipailh www.bretagne-info.org

KENGRED DISPAC’HEL GANT ROJAVA !
A-ENEP DAESH, STAD TURKIA HAG AR STADOÙ KILSTOURMER HAG IMPALAEROUR.

E-kreiz ar Reter-nesañ ez eo savet poblañs Rojava a-enep d’ar galloudoù kilstourm a voug anezhi abaoe degadoù a vloavezhioù. Goude bezañ dieubet Rojava diouzh Daesh, ez eus bremañ bec’h war annezidi Rojava hag an dispac’herien deuet eus an estrenvro da sikour anezho. Aon a reont da impalaerourien ar Stadoù-Unanet hag an OTAN, met ivez d’ar stadoù kilstourmer ha faskour eus ar Reter-nesañ : Turkia, Arabia-Saoudat hag Iran. An holl anezho bremañ a ya da emellout pe da vombeziñ Rojava, oc’h implijout ar memes strategiezhioù hag ar re o deus roet lañs da strolladoù islamour evel Daesh, Al Qaïda pe Al Nosra : « golemoù » a zo deuet a-benn da achapiñ diouzh kontroll ar broadoù kapitalour o doa krouet anezho.

Ha pa vefe dre walldaolioù gwadek, dre vombezadegoù war geodedourien, dre harzadennoù bras a-enep dispac’herien, dre dagadennoù ingal a-enep d’ar gerilha poblel pe dre varc’hadennoù kapitalour o deus poan enebourien ar bobl da lakaat stourm an dieubidigezh da chom a-sav. Ar stourm dieubiñ-se a zo lusket gant poblañs Rojava, Kurdistan, tout ar Reter-nesañ, ha dreist-holl gant merc’hed armet Rojava, gwashañ gwallhuñvre an islamourien.

Goude bezañ tapet harp gant kevredidi boas hag istorel (SUA, OTAN, Unaniezh Europa, ONU, pennoù bras ar sokial-demokratelezh, renadoù kilstourmer) he deus Turkia kroget gant ur c’houlzad moustrerezh a-dreuz douaroù Kurdistan e Turkia, Iraq hag e Siria. Ar pal pennañ a zo herzel ar youl dispac’hel lakaet e pleustr gant pobloù moustret Rojava.

Sikouromp neuze Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh hag a zo ennañ stourmerien komunour, anarkour hag enepfaskour aet da zifenn Rojava diwar skouer Brigadennoù Etrebroadel e stad Spagn e 1936. Harpomp anezho en un doare politikel koulz ha fetis, en ur brenañ dezho bandennoù ha lienennoù hemostatek. 60% eus ar re c’hloazet gant armoù a varv diwar gwadliñvadoù o c’hortoz bezañ kemeret e karg : ar bandennoù-se a sikour da herzel buan-tre ar gwad hag a goust 40$ pep hini.

Kengred gant ar stourm dispac’hel evit pobloù Rojava hag a lec’h all, evit stourm a-enep d’an islamourien, d’ar Stadoù-Unanet, d’an OTAN ha d’ar stadoù kilstourmer !

Stourm_Batailhon_Etrevroadel_Dieubidigezh_Rojava
Stourmerien/Stourmerezed eus Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh, er Rojava

ROIT ARC’HANT EVIT KEMER PERZH D’AR C’HOULZAD KENGRED !


Skrivit « Rojava » en dreuzvankadenn war ar gont-se :
IBAN : BE09 0016 1210 6957 – BIC : GEBA BE BB

Pe neuze roit arc’hant en-linenn war Leetchi o klikañ amañ :

roit-archant-rojava

PETRA EO AL  « LIENENNOÙ HEMOSTATEK » ?

Ar CELOX a zo ur produ hemostatek nevez evit an trummadoù. Ar CELOX a c’hell herzel buan gwadliñvadennoù a c’hellfe bezañ lazhus. Aes eo da implij, sur-tre hag efedus meurbet eo : gallout a ra saveteiñ buhezioù neuze. Ur wech mesket er gwad ez a d’ober ur gaouledenn dindan 30 segondenn. Efedus eo en un doare dizalc’h eus mont en-dro ar gwad er c’horf. Da vare esaeoù klinikel graet gant Marines ar Stadoù-Unanet ez eo bet ar CELOX ar produ nemetañ o saveteiñ 100% eus an dud.
Klikiit amañ evit lenn muioc’h a draoù teknikel war ar CELOX.

Notenn : Lezet e vez servij mezegel ar Batailhon da zibab peseurt merk ha peseurt doare pakadoù a lienennoù hemostatek a vo ar gwellañ evito war an dachenn.

Celox_Rojava_Kengred_Solidarite
Ar pakadoù CELOX kentañ da vezañ kaset war an talbenn.

PETRA EO BATAILHON ETREBROADEL AN DIEUBIDIGEZH ?

Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh (International Freedom Battalion, IFB) a zo ur batailhon dizalc’h ennañ dispac’herien eus Turkia, eus Europa hag eus lec’hioù all. Aet int da zifenn dispac’h Rojava o vezañ un nerzh dizalc’h a stourm a-gevret gant ar YPG/YPJ/QSD.
Krouet eo bet d’an 10 a viz Even 2015 gant ar MLKP (Strollad Komunour Marksour-Leninour eus Turkia ha Kurdistan) diwar skouer Brigadennoù Etrebroadel o doa difennet an dispac’h e stad Spagn e 1936. Abaoe ez eo deuet strolladoù dispac’hel all (en o zouez : TKPML/Tikko, MLSPB-DC, RC, TKEP/L, ΕΣΔΑ), komunourien hag anarkourien, met ivez dispac’herien all hep strollad a zo aet er BÖG (Nerzhioù Unanet an Dieubidigezh). Ar strolladoù hag an hiniennoù-se a zo o tont eus a bep seurt luskadoù eus an tu-kleiz dispac’hel : marksour-leninour, hoxhaour, maoour, anarkour, trotskour, …
Abaoe e grouidigezh en deus Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh stourmet e pep lec’h e Rojava (war-bouez e Afrin), o sikour nerzhioù ar Gurded da skarzhañ Daesh ha strolladoù islamour all er c’horn-bro.

Batailhon_Etrebroadel_Dieubidigezh-01

ISTOR AR « SKOAZELL RUZ ETREBROADEL »

Ar Skoazell Ruz Etrebroadel, dre e gevrenn eus Bro-Belgia, a gemer perzh hiziv an deiz da sikour Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh e Rojava evel ma oa bet graet e 1936-1939 gant Brigadennoù Etrebroadel e stad Spagn. Ar Skoazell Ruz en doa kemeret perzh o reiñ arc’hant, dafar, hag o kas implijidi ambulañsoù hag ospitalioù da vont war an dachenn da sikour ar stourmerien enepfaskour.

Skoazell_Ruz_Etrevroadel
Ar SRE e-pad brezel stad Spagn : a-gleiz tud youlek eus Kanada, a-zehou ospital an arme.

EVIT RESEV PEGSUNIOÙ “KENGRED GANT KURDISTAN”

E miz Gwengolo tremenet en doa an Tu-Kleiz Dizalc’hour lakaet da voullañ pegsunioù kengred gant Kurdistan, skrivet warno e brezhoneg, galleg ha kurdeg !
Chom a ra un toulladig deomp, neuze ma fell deoc’h resevout un nebeut evit pegañ en ho korn-bro e c’hellomp kas deoc’h (30 pegsun + frejoù kas = 5 €) dre an ti-post.

Klikiit war ar skeudenn evit bezañ heñchet gant al liamm :

Pegsun_Autocollant_Bretagne_Kurdistan_Contre_Fascisme_Imperialisme

Solidarité avec le Bataillon International de Libération au Rojava from Secours Rouge on Vimeo.

Write A Comment