Browse: Home / 2018 / mars / 12 / Homaj politikel d’hor c’hamalad Kendal Breizh

Menu

Skip to content
  • Contact / Darempred
  • Crédits / Kredoù

Bretagne InfoLogo

Indépendance et socialisme

Menu

Skip to content
  • Home
    • Vie politique / Buhez politikel
    • Social / Sokial
    • International / Etrevroadel
    • Information / Kelaouiñ
    • Réunification / Adunaniezh
    • Ecologie / Ekologiezh
    • Féminisme / Gwregelouriezh
    • Répression / Moustrerezh
    • Comités / Poellgorioù
    • Articles en Breton / E brezhoneg
  • Statuts
  • Adhérer
  • Programme
  • Dons
  • Liens
  • Charte
  • Régionales 2015
  • Boutique / Stal

Homaj politikel d’hor c’hamalad Kendal Breizh

Posted by admin on 12/03/2018 in Brezhoneg / Articles en Breton, Information / Kelaouiñ | 374 Views | 1 Response

Falc’het eo bet buhez un c’hamalad. Buhez un den ken plijus, ken degemerus, ken mousc’harzus ha brokus na welfomp ket ken. Padal da viken hor bo soñj deuzontañ hag e chomo bev ennomp e vennozhioù a frankiz evit ar pobloù gwasket, a ingalded er gevredigezh hag er bed.

« Gallout a reer lazhañ un dispac’hour met n’haller ket lazhañ an dispac’h » a lavare Fred Hampton, penn-bras ar strollad Black Panthers e deroù ar bloavezhioù 60 pa stourment evit gwirioù ar re zu er Stadoù-Unanet. Bleuniet en deus an hevelep lugan war mogerioù Belfast e 1981 pa oa bet lazhet Bobby Sands gant gouarnamant Thatcher. Ni a gendalc’ho stourm ur c’hamalad amañ e Breizh peogwir eo an doare gwellañ d’e rentañ enor.

Olier, Kendal Breizh e anv brezel e Kurdistan, a oa ur stourmer politikel, koulz dizalc’hour hag anarkour anezhañ, enepfaskour, etrebroadelour, a grede en ur bed disheñvel, reishoc’h, kevatal etre ar merc’hed hag ar baotred hag emveret gant ar bobl. Soñjal a rae dezhañ e oa d’ar pobloù da renañ o dazont ha n’eo ket d’ar pennoù bras. Ur stourmer a soñje dezhañ e ranker difenn ar pobloù a zalc’h penn ouzh an impaleriezh hag an trevadennerezh. Ur stourm a groge amañ e Breizh. Setu perak eo bet engoustlet er stourm evit reiñ skoazell d’ar brizonidi bolitikel breton er bloavezhioù 2000. Er mare-se e oa krog da gaout un interest evit ar brizonidi bolitikel kurd e Turkia... met ivez reoù ar PKK toull-bac’het er Stad C’hall. Peogwir e oa hag eo c’hoazh ar PKK gwelet evel un aozadur sponter en Europa neuze gant ar Stad C’hall ivez. Peadra d’en em soñjal pa oarer e c’hall strollad Erdogan aozañ emvodoù koulzad kabaliñ en Unvaniezh Europa.

Bammet holl omp bet gant kalon hag hardizhegezh Olier. Aet eo d’ar C’hurdistan da souten an dispac’h a oa boulc’het ahont gant ar gurdiz a-enep Siria Bachar, Daesh ha Turkia. Kemeret en deus perzh e emgannoù Rakka ha Deir-ez-zor a-enep d’an islamourien Daesh a dage ar gurdiz. Gellet en dije distreiñ da Vreizh goude-se met c’hoant en deus bet stourm e Afrin evit souten an dispac’h e Rojava. Lazhet eo bet du-hont gant bombezennoù Turkia, ezel an OTAN anezhi. Ar prezidant Macron koulz hag e vinistr an Aferioù Estren, brudet-mat amañ e Breizh, an Aotrou Le Drian, o doa disklêriet diouzhtu pa oa taget Afrin e oa ar gwir gant Bro Durki da zifenn he bevennoù, da lâret eo ar gwir da dagañ ar gurdiz. Kirriek int ivez eus marv hor c’hamalad evel eo kirriek ar gannaded amañ er vro a souten didrouz gouarnamant Macron hag e vinistr an Aferioù Estren, marc’hadour armoù anezhañ e-pad 5 bloaz.

Pa zalc’h penn ar rezistanted e Afrin e chom mut gouarnamant Macron, un didrouz kendorfedour an hini eo. Mezh Breizh eo Le Drian deus Barcelona da Afrin. Dibabet en deus da vont war-zu doareoù faskourien Rajoy pe Erdogan, a-enep ar gwir d’en em dermeniñ o dez ar pobloù. Ar gwir da sevel ur gevredigezh diazezet war ar rannañ, an doujañs, ar stourm a-enep ar c’hoant da c’hounid muioc’h-mui, ar gouennelouriezh, an enepyuzevouriezh, an enepislamovouriezh. Ar wirionez zo gant ar rezistanted en Afrin. N’eus nemet engouestl an dud a saveto Afrin hag ar Rojava. Evel gournamant Bro C’hall eo chom mut an ensavadurioù etrebroadel abaoe 50 devezh. Chom a reont mut dirak Erdogan evel o deus graet dirak ar diktatour Franco e 1939.

Ni, stourmerien an tu-kleiz dizalc’hour, kamaladed Olier abaoe pell ha mignoned gantañ evit kalz diouzhomp daoust ma ne oa ket ezel eus hor strollad politikel, a zalc’homp soñj eus tout se ha dreist-holl eus Olier/Kendal, aet da Gurdistan gant leun a virvilh da zifenn ar frankiz, ar bobl, ar gwir d’en em dermeniñ, ar gevatalded etre ar merc’hed hag ar baotred. Laouen e oa o vont di ar mizioù a-raok loc’hañ, emskiant e oa eus ar riskloù, e choaz e oa. Larêt a rae a-raok loc’hañ e oa prest da vervel evit e vennozhioù, evit ar frankiz. Ne oa ket ezel eus hon strollad met sikouret en doa kalz ac’hanomp evit darvoud-mañ-darvoud, a-enep d’an arme gall, a-enep d’ar faskourien, evit ur vro dieub ha sokialour. A-viskoaz eo bet ganeomp, en hor c’hichen, da vare skolioù-meur an tu kleiz dizalc’hour. Lod ac’hanomp a oa gantañ dija pa oa bet krouet ar CBIL e 2001, er C’hARB da zifenn hor c’hamaladed toullbac’het e Pariz er bloavezhioù 2000. Glac’haret-bras omp hiziv, ha kounnaret ivez.

Emsavomp neuze evit ma ne vije ket marvet Olier evit netra ! Ra rezono hor c’hounnar kengred gant Afrin e straedoù Breizh ! Ro vo un trouz dic’houzañvus evit Le Drian !

Gallout a reer lazhañ un dispac’hour met n’haller ket lazhañ an dispac’h.

Kenavo Olier, kenavo Kendal.

Posted in Brezhoneg / Articles en Breton, Information / Kelaouiñ | Tagged #AfrinNotAlone, Abdullah Ocalan, afrin, akb, ALS, amara, Amitiés Kurdes Bretagne, anti breizh, antifa, antifa breizh, antifa tabur, armée turque, Bakur, Bataillon International de Libération, breizh, Breizh Kurdistan, breizhistance, brest, bretagne, Brezhoneg, BZHG, Celox, daesh, Devezhiad kelaouiñ, Efrin, ekologour, emsav dieubidigezh ar Gurded, enebfaskour, enepimpalaerour, eneprevelour, Enor da gKendal Breizh, Erdogan, etrevroadelourien, FDS, finistere, Forces Démocratiques Syriennes, Forces Démocratiques Syriennes (FDS), karaez, Kenavo Kamalad, Kendal, kendal breizh, Keneildedoù kurd Breizh, kiosque morlaix, koun, Kurded, Kurded Breizh, kurdes, kurdistan, langue bretonne, le drian, Leurenn Glenmor, liberter, liberter ha dispac’hour breizhad, olier, Olivier Le Clainche, pkk, Poème, Raqqa, Rojava, secours rouge, Solidarité avec Afrin, Stad islamour, stourmer etrevroadel, tabur antifa, TIKKO, TKP ML, tkp/ml, tkpl, Turkia, Unvezhioù Difenn ar Bobl, ypg, YPG/YPJ, YPJ

Articles similaires

Evit stourm ar gurded hag evit enoriñ Kendal Breizh→

Soutien à la résistance Kurde et hommage à Kendal Breizh→

Appel pour un cortège antirépression à Rennes, soutien de la Gauche Indépendantiste→

Le contrat pour l’action publique pour la Bretagne ? Une opération de communication humiliante.→

  • Facebook
  • Twitter
  • YouTube

Articles récents / Pennadoù nevez

  • Evit stourm ar gurded hag evit enoriñ Kendal Breizh
  • Soutien à la résistance Kurde et hommage à Kendal Breizh
  • Appel pour un cortège antirépression à Rennes, soutien de la Gauche Indépendantiste
  • Le contrat pour l’action publique pour la Bretagne ? Une opération de communication humiliante.

Prenañ / Commander

advertisement
advertisement

Mots-clés / Gerioù alc’hwezh

44=breizh aeroport anticapitalisme antifa autodétermination auxiette ayrault breizh breizhistance breizh o stourm brest bretagne bretagne en luttes bretagne réunie Brezhoneg bzh BZHG carhaix cgt diwan feminisme gauche indépendantiste Gauche Indépendantiste Bretonne guingamp gwengamp internationalisme karaez kurdistan langue bretonne macron manifestation nantes naoned nddl notre-dame-des-landes npa pkk ps rennes reunification roazhon Rojava udb valls zad

Youtube Bretagne-Info

Prenañ / Commander

advertisement

Archives / Dielloù

mars 2018
L M M J V S D
« Fév   Avr »
 1234
567891011
12131415161718
19202122232425
262728293031  

Prenañ / Commander

advertisement

Contact / Darempred

Contact national :

BREIZH /BRETAGNE
breizhistance.psb@gmail.com

Tél / Pgz : 06 45 38 55 11

Comités locaux :

• PAYS NANTAIS / BRO NAONED
breizhistance.naoned@gmail.com

• TREGOR / BRO DREGER
breizhistance.gwengamp@gmail.com

• PAYS DE RENNES / BRO ROAZHON
breizhistance.roazhon@gmail.com

• DOUARNENEZ
breizhistancedouarnenez@gmail.com

• PAYS DE LA MEE / BRO VEZ
breizhistance.mee@gmail.com

• PAYS VANNETAIS / BRO WENED
breizhistans.gwened@gmail.com

Video du site / Video al lec’hienn

Footer logo
  • Facebook
  • Twitter
  • YouTube

Bretagne Info – Keleier Breizh

Indépendance & Socialisme –
Breizh dieub ha sokialour

 

Actus récentes

  • Evit stourm ar gurded hag evit enoriñ Kendal Breizh

    20/02/2019 / admin
  • Soutien à la résistance Kurde et hommage à Kendal Breizh

    20/02/2019 / admin
  • Appel pour un cortège antirépression à Rennes, soutien de la Gauche Indépendantiste

    20/02/2019 / admin
  • Le contrat pour l’action publique pour la Bretagne ? Une opération de communication humiliante.

    08/02/2019 / admin
 

Vidéo à la Une !

 

Catégories

  • Brezhoneg / Articles en Breton
  • Comités / Poellgorioù
  • Ecologie / Ekologiezh
  • Féminisme / Gwregelouriezh
  • Information / Kelaouiñ
  • International / Etrevroadel
  • Non classé | Er-maez rummad
  • Répression / Moustrerezh
  • Réunification / Adunaniezh
  • Social / Sokial
  • Vie politique / Buhez politikel
 

Menu