Browse: Home / 2018 / juin / 11 / Kamp ar Feunteun Wenn, eil vloavezh

Menu

Skip to content
  • Contact / Darempred
  • Crédits / Kredoù

Bretagne InfoLogo

Indépendance et socialisme

Menu

Skip to content
  • Home
    • Vie politique / Buhez politikel
    • Social / Sokial
    • International / Etrevroadel
    • Information / Kelaouiñ
    • Réunification / Adunaniezh
    • Ecologie / Ekologiezh
    • Féminisme / Gwregelouriezh
    • Répression / Moustrerezh
    • Comités / Poellgorioù
    • Articles en Breton / E brezhoneg
  • Statuts
  • Adhérer
  • Programme
  • Dons
  • Liens
  • Charte
  • Régionales 2015
  • Boutique / Stal

Kamp ar Feunteun Wenn, eil vloavezh

Posted by admin on 11/06/2018 in Brezhoneg / Articles en Breton | 599 Views | 1 Response

Ur c'hamp emren e brezhoneg e miz Suilhet [Gouere] 2018 :

Petra 'vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n'eo ket kaout ur bern kentelioù. Labouret 'vo er parkeier, kinniget 'vo atalieroù a bep seurt, fardet 'vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d'an aod pe da bourmen. Devezhioù 'zo 'vo klasket aozañ kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just. Gant ar stajidi eo 'vo kinniget ar c'hentelioù, an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra 'fell deoc'h aozañ.

Penaos 'vo graet ?

Etre ar Yaou 12 hag ar Meurzh 17 a viz Suilhet 'vo graet. Gwelloc'h eo ma c'hellit chom a-hed ar c'hamp, pe daou zervezh d'an nebeutañ.Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet 'vo gant pep hini reiñ 5 pe 7 euro bennak evit kement devezh 'vo bet chomet er c'hamp. Ne servijo ket an arc'hant nemet da baeañ ar boued.

Pelec'h e vo ?

War un tiegezh [ur menaj, m'ho peus c'hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc'h kas ho chas ganeoc'h. Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc'h. Ma ne c'hellit ket kampiñ (evit abegoù yec'hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc'h bennak a vo kavet.

Petra 'zo da c'houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c'hamp d'an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc'hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c'hroc'hen... Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c'hamp-mañ.

E brezhoneg 'vo graet tout. Anat deoc'h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c'hoazh), met dav deoc'h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc'h d'ar galleg...

Me fell din mont ! Penaos 'ran evit lakaat va anv ?

N'ho peus ken nemet skrivañ ur mail da brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec'h [at]), a-raok ar 5 a viz Suilhet. Displeget 'vo deoc'h war-lerc'h pelec'h emañ an tiegezh resis, hag all. Skrivit d'ar mail-se ivez m'ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc'h ivez. Lod ac'hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

Posted in Brezhoneg / Articles en Breton | Tagged a-stroll, asambles, atalieroù, beilhadegoù, Brezhoneg, brezhoneg mod all, BZHG, Daoulaz, doujañs, ekologiezh, gwregelouriezh, heñvelreizh, heñvelreizhidi, Indymedia Naoned, kamp emren, kampiñ, kaozeal, kentelioù, kevredigezh, labour, LGBTI, LGBTQI, menaj, merc'hed, minorelezh, minorelezhioù, naoned, park, parkeier, Plougastell, Plougastell-Daoulaz, Re diwar ar maez, staj, stajidi, stourm, tabut, teltenn, tiegezh, yezh

Articles similaires

Ar fulor a sav !→

Grève de décembre : déjà 25 rendez-vous en Bretagne pour le 5 décembre !→

+ de Bretagne ? Oui, mais comment ? Un livre d’analyses et de perspectives suite au sondage « DIBAB – Décidez la Bretagne »→

Depuis la Bretagne défendons le Rojava !→

  • Facebook
  • Twitter
  • YouTube

Articles récents / Pennadoù nevez

  • Ar fulor a sav !
  • Grève de décembre : déjà 25 rendez-vous en Bretagne pour le 5 décembre !
  • Succès de la première marche pour l’unité de l’Irlande.
  • + de Bretagne ? Oui, mais comment ? Un livre d’analyses et de perspectives suite au sondage « DIBAB – Décidez la Bretagne »

Prenañ / Commander

advertisement
advertisement

Mots-clés / Gerioù alc’hwezh

44=breizh aeroport anticapitalisme antifa autodétermination auxiette ayrault breizh breizh antifa breizhistance breizh o stourm brest bretagne bretagne en luttes bretagne réunie Brezhoneg bzh BZHG carhaix cgt diwan feminisme gauche indépendantiste Gauche Indépendantiste Bretonne guingamp gwengamp internationalisme karaez kurdistan langue bretonne macron nantes naoned nddl notre-dame-des-landes npa pkk ps rennes reunification roazhon Rojava udb valls zad

Youtube Bretagne-Info

Prenañ / Commander

advertisement

Archives / Dielloù

juin 2018
L M M J V S D
« Mai   Juil »
 123
45678910
11121314151617
18192021222324
252627282930  

Prenañ / Commander

advertisement

Contact / Darempred

Contact national :

BREIZH /BRETAGNE
breizhistance.psb@gmail.com

Tél / Pgz : 06 45 38 55 11

Comités locaux :

• PAYS NANTAIS / BRO NAONED
breizhistance.naoned@gmail.com

• TREGOR / BRO DREGER
breizhistance.gwengamp@gmail.com

• PAYS DE RENNES / BRO ROAZHON
breizhistance.roazhon@gmail.com

• DOUARNENEZ
breizhistancedouarnenez@gmail.com

• PAYS DE LA MEE / BRO VEZ
breizhistance.mee@gmail.com

• PAYS VANNETAIS / BRO WENED
breizhistans.gwened@gmail.com

Video du site / Video al lec’hienn

Footer logo
  • Facebook
  • Twitter
  • YouTube

Bretagne Info – Keleier Breizh

Indépendance & Socialisme –
Breizh dieub ha sokialour

 

Actus récentes

  • Ar fulor a sav !

    04/12/2019 / admin
  • Grève de décembre : déjà 25 rendez-vous en Bretagne pour le 5 décembre !

    03/12/2019 / admin
  • Succès de la première marche pour l’unité de l’Irlande.

    25/11/2019 / admin
  • + de Bretagne ? Oui, mais comment ? Un livre d’analyses et de perspectives suite au sondage « DIBAB – Décidez la Bretagne »

    23/10/2019 / admin
 

Vidéo à la Une !

 

Catégories

  • Brezhoneg / Articles en Breton
  • Comités / Poellgorioù
  • Ecologie / Ekologiezh
  • Féminisme / Gwregelouriezh
  • Information / Kelaouiñ
  • International / Etrevroadel
  • Non classé | Er-maez rummad
  • Répression / Moustrerezh
  • Réunification / Adunaniezh
  • Social / Sokial
  • Vie politique / Buhez politikel
 

Menu