Tag

etrebroadelourien

Browsing

An tu kleiz dizalc’hour a c’halv da gemer perzh niverus disadorn 31 a viz Meurzh en Oriant evit ar vanifestadeg a gengred gant Afrin hag ar Rojava.

Kouezhet kêr Afrin un toulald devezhioù zo etre daouarn arme faskour Turkia dindan urzhioù o frezidant Erdogan. Aloubet eo bet Afrin gant sikour sponterien Daesh hag Al-Qaida a oa bet embarzhet gant Erdogan, dalc’het penn oute ha trec’het gant ar soudarded kurd hag an etrevroadelourien ar YPG-YPJ e Kobane, Raqqa pe Deir-er-Zor.

Tud kêr ha kanton Afrin, soudarded kurd hag an etrevroadelourien deuet evit stourm a-enep Turkia hag e genseurted faskour, zo bet taget ha bombezennet e-pad 2 viz hep ne rannfe grik ar gumuniezh etrebroadel.

Koulskoude he deus gouvezet ar gumuniezh etrebroadel, Ar Stadoù-Unanet ha Bro C’hall da gentañ-penn, penaos kenlabourat gant ar memes soudarded kurd hag etrevroadelourien evit dont a-benn d’ar sponterien Daesh e Kobane pe e Raqqa.

Gervel a reomp ivez da vanifestiñ evit sevel hor mouezhioù a-enep didrouz kendorfetour pennoù-bras an OTAN a gav gwelloc’h dezhe difenn interestoù o c’henseurt Erdogan. Pennoù-bras anavezet mat amañ e Breizh hag en Oraint, kêr Ao. Le Drian, ministr an Aferioù Estren.

Gervel a reomp ivez da zibuniñ e straedoù An Oriant evit difenn an dispac’h er Rojava. Ur stourm kaset da benn war douaroù Kurdistan evit ifenn ar bobl, ar frankiz, ar gwir d’en em dermeniñ hag an ingalded etre ar merc’hed hga ar baotred. Ur stourm a-enep faskouriezh Daesh hag Erdogan boulc’het gant ar gurderd hag an etrevroadelourien.

Evit difenn ar palioù-se ‘oa aet da Rojava hor c’hamalad Kendal Breizh araok bezañ lazhet gant bombezennoù Erdogan ha kenwallerezh ar Stad C’hall.

Gallout a reer lazhañ un dispac’hour met n’haller ket lazhañ an dispac’h. Bezomp niverus e straedoù An Oriant, kêr Le Drian, evit hor c’hamalad Kendal Breizh, evit pobl Kurdistan, evit Afrin !

 

Kanton Afrin perzh eus Rojava a oa meret gant ar melestradurezh emren bet lakaet e plas gant ar YPG/YPJ Kurd abaoe 2012. 360 kumun zo en takad ha ma ra ar gurded ar brasañ niver eus a boblañs e ranker kontañ ivez gant Arabed, Turkmened, Assyrianed ha Yezidied repuet aze. E kornog ar vro emañ Afrin dispartiet eus peurrest Rojava evel ma weler war ar gartenn (al lodenn c’hlas zo dindan beli Ankara hag an islamourien).

Kartenn Rojava tennet diwar www.kurdistan24.net

A-raok 2012 e oa ar vro dindan beli Damas, perzh eus stad Syria e oa neuze. D’an 21 a viz Geñver stad Turkia en deus kaset hec’h arme a-gevred gant lodennou eus “emsavidi” islamour (Al Qaida hag Al-Nosra) enebourien da c’halloud Damas. Fellout a ra da Erdogan gwanaat emrenerezh ar gurded er Rojava ha lakaat diaes war an dachenn vilourel ar PKK hag ar YPG/YPJ.

Ar wezh kentañ eo d’an arme Turk mont ken pell er Rojava gant ur sikour ken splann eus an islamourien ha diseblanted pe asant ar Stadoù-Unanet, Rusia ha Bro-c’hall.

Ar strolladou kurd armet YPG/YPJ o deus roet da c’houzout e talc’hfent penn d’o enebourien e Afrin evel m’o doa graet e Kobane. Peurrest an FDS (Nerzhioù Demokratel Syria) unvanet er stourm gante zo aet da dalbenn nevez Afrin.

Ar stourmerien etrebroadelour perzh eus ar BDE (Batailhon a Zieubidigezh Etrebroadel) o deus goulennet bezañ war an talbenn e Afrin ivez a-gevred gant ar volonterien etrebroadelour all. An holl strolladoù komunour emgouestlet er BDE (TIKKO/TKP-ML, MLKP, MKP…) o deus roet da c’houzout e vije enebet ouzh soudarded Erdogan e Afrin evel ma oa talet ouzh DAECH e Kobane. Un emgann pouezus meurbet e istor dieubidigezh Kurdistan eo.

Manifestadegoù a gengred gant Afrin zo bet hag a vo en deizioù e pep lec’h e Europa, evel e Breizh e Roazhon diwar atizh Keneildedoù Kurd Breizh da skouer hag ar gurded divroet, dindan ar ger stur “#AfrinIsNotAlone” .

Bez e c’heller ivez ober un donezon en linenn da harpañ ar stourmerien etrebroadelour zo war an talbenn, bretoned en o mesk.

https://www.youtube.com/watch?v=BmdVfBbCIG4